Jeudi 11 mars 2010 4 11 /03 /2010 22:50
IMGP4667 - copie
Dirak skolajidi sioul-sibouron...

E galleg, brezhoneg, saozneg hag euskareg e vo savet ur film gant skoazell Kristian ar Braz (raktres treizherien soñjoù). Katalin Boronkai, Maela Guegan, Fanny Chauffin ha skipailh kelennerien Skolaj Diwan Jakez Riou Kemper a raio war-dro 34 skolajiad ar c'hlasoù Pevare. E miz Kerzu o doa savet 34 danevell faltaziek (4 deus outo a vo embannet e fin ar bloavezh-skol ), an tem a oa "Prendre le large". Al labour-se oa e galleg. Bremañ e vez savet ganto ur diverradenn-kinnig, da c'houde ur senario, hag un daolenn-istor a vo filmet er skolaj (klasoù 3 bro disheñvel). Ret e vo dezho mont war bord ar mor evit eil lodenn ar film : ur fin euzhus, gant an tri haroz o vervel, pe o tizoleiñ ur bed all, tud beuzet o tont en-dro war an douar ? ... Skignet e vo ar film evit Clap à l'Ouest e miz Mae e Tregon, e gouel ar brezhoneg e Kawan, ha da c'houde war ur blog a vo savet a-ratozh gant ar skolajidi. Roet ez eus bet gant Kristian ur "vicher" da bep skolajiad : filmour, aktour, frammer, skrivagner, teknisian, dremmlivourez ...

IMGP4662 - copie
Da vat o pleustriñ...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Mardi 9 mars 2010 2 09 /03 /2010 23:14
IMGP4645

N'eus ket liv an dristidigezh war o gorre

Deuet eo Bob Simon meur a wech da Gemper evit deskiñ arz ar c'hoariva d'hor skolajidi ha bep bloaz e vez ar memes plijadur o parañ war dremmoù ar c'hoarierien nevez. Laouen o welout anezhañ o tiskouez dezho penaos c'hoari ur vammig gant ur babig, ken laouen ha prest da zegemer kinnigoù ar re yaouank eo Tad Ubu ! (C'hoariet en deus ar pezh-se daou vloaz 'zo hag aet e oa ar skolaj da welout anezhañ).

IMGP4648

Bob en e varr

Evit treizherien soñjoù e vez prientet gant ar re 6vet ur gontadenn, lakaet dindan stumm ur pezh-c'hoari gant Fanny ha difaziet gant Sten Charbonneau, diwar ur gontadenn hengounel dastumet ha kontet gant Mona Bouzeg a zeuio d'ar skolaj e miz Meurzh ivez. Ar gontadenn "dek den 'barzh ur bodenn ui" a gont istor ur vamm gorriganez oc'h eskemmañ he babig gant hini Mari. Penaos e raio ar vamm evit adkavout hec'h hini ? An daou 6ved, 34 bugel a vo o c'hoari pezh, korriganed farsus ha goapaer, pe korriganed oc'h ober ardoù ha droug ... Diskouezet e vo o labour ganto e ti an Holl Penharz, e skol Diwan Kemper, hag evit gouel ar c'hoariva e brezhoneg e miz Even.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Mardi 9 mars 2010 2 09 /03 /2010 22:46
Koulz eo lidañ hon daou-c'hantvet pennad gant un nebeud bleunioù, danvez nevez-hañv...

DSCI0747

Narcissus pseudonarcissus
Roz-kamm melen
Pe c'hoazh : foeon.

Reoù ar parkeier eo ar roz-kamm, gwenn o delioù-bleunioù, ha re "gwellaet" al liorzhoù ar roz-kamm melen.

And then my heart with pleasure fills,
And dances with the daffodils.

William Wordsworth (1770-1850).
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Samedi 6 mars 2010 6 06 /03 /2010 19:50

DSCN6356

Nolwenn stag outi...


Ouzhpenn daou-ugent a berzhidi e sal gouelioù Douarnenez, un degemer c'hwek, un endervezh plijus eta.

 

Er bloaz-mañ e oa savet skrid ar reizhskrivadeg gant Mich Beyer. Lennet eo bet gant Nolwenn Korbell he deus c'hoariet ar vestrez-skol gant aked, plijadur ha fent war un dro...

 

DSCN6355

Perzhidi evezhiek

 

Adalek ar re vihanañ betek an dud gour o deus strivet an holl da skrivañ difazi ha da dremen hebiou d'un nebeud antelloù stignet gant ar skrivagnerez. Ur bourmenadeg er Plomarc'h ha merenn vihan a oa kinniget d'ar berzhidi da c'hortoz mare an disoc'hoù da 5.00. Daou loread a zo bet dibabet dre rummad, koulz evit ar re yaouank hag evit an dud deuet. Prizioù a oa evit al loreidi hag ar re all, plijadur gant an holl eta. Laouen o vezañ kemeret perzh. Kurius e oa gwelout skolajiadezed pe tud gour o tont da c'houlenn digant ar juri sellout ouzh o follennoù da welout penaos e oant deuet a-benn ! Un dae hag ur blijadur e c'hell bezañ ar skrivañ reizh pe da zevezh ar reizhskrivadeg pe ne vern e pe zegouezh !

 

DSCN6357

 Strivadeg voutin tud a bep oad

 

Trugarez da Bascal Boccou ha da Emglev Bro Douarnenez evit an abadenn-se ! Gourc'hemennoù d'an holl berzhidi ha stlakadeg daouarn d'al loreidi a-is :



1  CE :                                  1 -
Lomig Burel             2 - Iwan Le Bihan

2  CM :                                 1 -
Klervi Rouyer          2 - Kelig Le Boite

3  Skolaj :                             1 -  
Loeiza Alle              2 - Liza Rouyer

3  Tud gour o teskiñ  :       1 -
Albane Sinou           2 - Fabienne Lavigne

5  Tud gour live etre  :       1 -
Cedric Queffelec      2 - Jos Sicard Cras

6  Tud gour barrek  :         1 -
Aline Prigent            2 - Elen Rubin

7  Tud gour ampart ha lise  :    1 -
Marie Monchicourt   2 - Hannah Moal

8   Tud gour live uhel  :               1 -
Rafael Urien            2 - Tangi Louarn



 

 

 

DSCN6359

 Luc'hskeudenn goude ar profoù


Testenn ar Skrivadeg :

 

AN TASMANT

           

En ur c'hastell kozh e oa Jobig an tasmant o chom, e-kreiz ur c'hoad don. Uhel-spontus e oa ar gwez, ha ne wele morse al loar. Ne oa mignon ebet evit c'hoari gantañ, na labous, na loen ebet. Kavout a rae hir e amzer. Ne baoueze ket a ouelañ.

(dibenn evit CE ha tud gour o teskiñ)

 

Un deiz e tivizas mont kuit. Bale a reas e-pad pell, hag en em gavout e-tal ur maner. "Hopala, plijus eo an ti-mañ, deomp da welet." Siwazh, unan bennak, unan drouk, a oa o chom ennañ ! Pa dostaas e krogas an ibil diseven-se da deurel mein outañ. D'an daoulamm e rankas tec'hout kuit.

(dibenn evit CM ha tud gour live etre)

 

Goude devezhioù bale ez erruas e traoñ ur menez uhel. War-lein e welas ur c'hastell-kreñv bras-eston, seizh tour dezhañ ha prenistri diniver. "Hama, pegen kaer ! Diwar an tour-meur e welin ar mor marteze !" Kregiñ a reas da grapat laouen. Siwazh, sklas e oa ar menez, ken e tapas riv, e strevias, ha badadao...d'an traoñ. Ne gollas ket kalon hag e adstagas gant e hent.

(dibenn evit skolaj ha tud gour barrek)

 

Meur a savadur liesseurt a weladennas, e nouspet bro warn-ugent. Reoù distrantell, difaragoellet war an douar, damlosket, enno kevnid, eskell-kroc'hen, razhed, preñved, kinvi, netra dereat ouzh un tasmant a ouenn vat. Treuziñ ar mor a rankas, betek un enez ma veze, hervez kont, graet brav d'e genseurted. Kentañ kastell spurmantet diwar ur run geotek-meurbet a oa bamus e daladoù-moger serzh hag e doennoù lemm o velezouriñ en ul lenn boull he dourioù peurc'hlas.

(dibenn evit lise ha tud gour ampart)

 

"Youc'hou ! Hemañ zo din !" A-vec'h ma voe diskennet avat trema an ouf nesañ, e sailhas ur mell pikol aerouant tufer-tan. Anez e skaras a-dizh e vije bet pulluc'het. Dastum a reas e bilhoù. Keuz a zeuas dezhañ d'e annez kent. D'ar poent-se e tivorfilas, hilliget e skiantoù gant ur flouradenn dener. Dirak e zaoulagad, ur fulenn a dasmantez hoalus, ur berlezenn en he brasañ sked. Kuñvat hunvre...

(dibenn evit an dud gour a live uhel)

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Mardi 2 mars 2010 2 02 /03 /2010 23:25
test-1405-copie-1.JPG

Er mintin-mañ ez eus bet film evit ar 6ved/5ved, Brest-Douarnenez gant Jean-Pierre Lyvinec ha pedet e oa bet Edouard Ansquer da gontañ kaoz diwar-benn e vuhez war vor.


Un teulfilm gwall gaer, karantez ouzh ar mor, braventez ar bigi, ar familh Prigent a vev war ar mor. Bigi a bep gobari, a bep stumm, a bep tres, bras pe vihan, meurdezus pe uveloc'h ha tud entanet oc'h ober war o zro ! Ar skelliged a nije war ar mor ! Ar familh Prigent o veajiñ dre-holl er bed hag o merc'h, Enora, en oad hor skolajidi... Na kaer ! Hag ar ribitailhad bigi oc'h ober penn war-zu Douarnenez, e-biou da Gameled, an Toull Inged, ar Bernioù Piz, Beg ar C'havr, na brav !

Na testeni Edouard Ansquer ! Ur blijadur hag ur from e glevet ! Ganet e 1926 war an aod e Douarnenez, deiz pardon Santez-Anna. Mous da unnek vloaz, graet gantañ micher ar brizhilli, ar sardin-driv, ar verdeadurezh kenwerzh hag an eoullistri, kent dont war e bañsion en-dro d'ar vro ha da gaout karg ar vag savetaj. Bremañ c'hoazh e vez bemdez en e ganod e bae Daouarnenez. Ur vuhez stag-dizistag ouzh ar mor !

Koulskoude n'eo ket bet tener ar mor outañ, kollet tad, kollet c'hoar, beuzet kalz eus e genseurted. Darbet dezhañ mervel o saveteiñ ur Malgach e-kreiz flammoù an tireoul pe c'hoazh troc'het e vag gant ur C'honker  hag aet d'ar strad e bae Douarnenez ! Stag ouzh e groc'hen ar c'hoant mont pelloc'h : "Me 'm boa c'hoant da veviñ !"

Un darempred ret, hogen forc'hellek gant ar mor en doa da gaout e zigoll diwarnañ. "N'am eus ket aon eus ar mor." Hogen n'en deus ket a garantez evit ar mor kennebeut a zo bet laeret gantañ kement a dud kar. Kounañ Hemingway a lavare : "I hate the sea."

Soñj hor bo evelkent eus ar pep bravañ hag eus ar pep fromusañ. Balc'hded ar mous bihan unnek vloaz o tont en-dro d'ar porzh, ar martir paour, kened ar raeed bras a strinke 'maez an dour kent stlakañ war e c'horre, ar balumed o c'horolladeg veur, ar rinkined a lonke boestadoù piz bihan en o fezh ha dreist-holl ar berraskelled, 500 milier anezho marteze o vont d'ar mor evel soudarded an arme veur, war o fouez renk ha renk, e sklêrijenn ar bannoù gouloù. Kerzhadenn an impalaer ! An tonkadur e kimiad ur vamm diouzh un tad, ar spont rak al lammoù mor en inizi Kergelenn ha tostoc'h amañ ar poucher war ar mor hag ar mous bihan diouzh kard.

Un testeni talvoudus hag uvel hag a zo bet degemeret mat-tre gant ar vugale. Goulennoù forzh pegement gant an traoù yaouank er memes oad ma oa aet eñ da vous. Petra lavarout ouzhpenn nemet en doa degaset an daneveller ur voestad chokolad da brofañ d'e selaouerien. An teuzar !

Trugarez da Edouard Ansquer ha da Elen Rubin eus Daoulagad Breizh !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés