Ur prezegenner ampart ha selaouet...
Hiziv hon eus bet ar chañs da dremen ur pennad amzer gant Kenny, ur Maasaiad, deuet da gomz ouzh hor skolajidi 4re ha 3de diwar-benn e bobl, ar Vaasaied. Prientet e oa bet an emgav gant Ninnog ha gant ar gevredigezh Solidarité Breizh-Maasai.
Dalc'h ur mesaer...
Un drugar eo bet ar gaoz-se. Distaget plaen e saozneg. Ur youl da vont e darempred ha da zegemer kement ha da reiñ. Roet ez eus bet deomp da santout petra eo diazez ar sevenadur Maasai, al liamm ouzh ar vamm-douar, ar familh, an degemer hag ar bevañ asambles, pouez ar bezañ a-unan gant an douar ha gant an dud hag an disfiz diouzh kement a c'hell dizenelaat Mab-den. Ur gentel a furnez e gwirionez a-berzh ur boblad ken gwallgaset gant an istor, laeret he douaroù diganti hag en arvar he buhez.
Berzh bras gant an doare da zeskiñ kontañ e maa. Gwall zisheñvel an doare da gontañ gant ar bizied...
Bourrañ a rae Kenny e-touez ar skolajidi hag ar skolajidi gantañ. Un dra gaer ar pezh a ra ar gevredigezh Kenskoazell Breizh-Maasai evit o sikour da doullañ evit kaout dour hag all. Arabat disoñjal e vo un abadenn gant Nolwenn Korbell ha Soig Sibiril e sal an Tog Ruz warc'hoazh da noz.
Maasaiad e-touez Breizhiz, un den e-touez tud all...
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
