Teuliadoù

Dimanche 24 octobre 2010 7 24 /10 /Oct /2010 23:08

DSCI0387

 

Luc'hskeudenn gant Kenan an Habask

 

Berzh he deus graet Redadeg 2010. Dec'h vintin e Ti ar Vro Kemper e oa deuet ar mare da ingalañ an arc'hant. Chekennoù a zo bet roet eta da Ziwan ha da 6 raktres dibabet evit o ferzh mat da gas ar yezh war-raok en un doare bev e-touez an dud. Levrioù enrollet gant Embannadurioù al Liamm, Malizenn bedagogel an natur gant Ti ar C'hoadoù ar Chapel-Nevez, Stajoù gouren e brezhoneg gant strollad Gouren Aodoù an Arvor, Podkasterezh an abadennoù  skingomz brezhonek gant Brudañ ha Skignañ, Breizh Akademi, stajoù plijadur ha deskiñ brezhoneg evit ar grennarded, ar Vro-Bagan gant ur pezh-c'hoari istorel evit ar re yaouank war ar stern.

 


Dija emeur gant danvez Redadeg 2012. Ezhomm a vo ac'hanoc'h-holl, mignoned hor yezh, da reiñ lañs ha lusk dezhi. Gouzout a ouezer e vo ur sizhunvezh klok ar wech-mañ a Sadorn da Sadorn, hag e vo redet 1 500 km. Plijadur de'i evit ar brezhoneg eta !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 25 septembre 2010 6 25 /09 /Sep /2010 20:43

En endervezh-mañ e oa bodet kantadoù a dud war Leurgêr an Arouezva e Douarnenez evit kimiadiñ diouzh Pascal. Dindan an hinon e oa bet staliet an arched er-maez e skeud gwez meurdezus liorzh klok Pierre Boccou. Tud en o c'hoazez el liorzh ha tud niverusoc'h en o sav war ar blasenn. Tro-ha-tro kanaouennoù fromus, e brezhoneg, e galisianeg, e galleg. Sonerezh Breizh, Iwerzhon, fañfar à bout de souffle, ul laz-kanañ.  Mona o kanañ "plac'h Landelo", Elsa dreist he c'han, Skolvan, Fañch Landreau, biniaouer Carcassonne...Testenioù gwirion ha fromus a-berzh Emglev Bro-Douarnenez, Monique Provost bet Maerez, aozadur ar besketaerien,  ar G.R.I.L., keneiled festoù, mignoned a g-Carcassonne, tud yaouank e familh, Diwan/ar Redadeg. Evit unaniñ an holl er memes lusk a eñvor vev ez eus bet dañset ur pezh gavotenn kaset en-dro gant Youenn Bihan ha Padrig Molard. Emañ hor mignon o repoz e bered kaer Treboul e-tal ar mor. Ra vezo skañv douar Breizh war e relegoù !

 

Prezegennig en anv Diwan hag ar Redadeg :

 

 

Pascal, kenavo !

 

Eizhtez 'zo e oas ganeomp e Ti ar Vro Karaez en emvod ar Redadeg, goude bezañ bet diouzh ar mintin e emvod Ofis ar brezhoneg...ha war da hent war-zu nozvezh ar gavotenn e Poullaouen, a-barzh mont en deiz war-lerc'h da Santez-Anna ar Palud...

 

Stourmer war bep tachenn, lañsus ha diziskuizh, a ouie liammañ yezh ha sevenadur, stourm ha plijadur.

 

Ur blijadur eo bet rannañ ganit mareoù emvodoù, gouelioù, frapadoù skoazell, dilojañ, adkempenn, charreat arrebeuri, gweleoù ha me 'oar-me, e Skolaj Diwan Kemper ma 'z out bet ezel eus ar c'huzul-merañ ha sikourer prest ingal da gregiñ e-barzh. Krediñ stourm en unaniezh ha gant fiziañs, an dra-se a drec'he war meur a hini eus ar skoilhoù niverus a veze war hon hent. En hon touez e oa heverk aozadur mat ha kenskoazell Douarneneziz, boas da labourat a-stroll.

 

Ar memes skoazell hon eus kavet en darempredoù ganit e diabarzh ar Redadeg, un avañtur un tamm foll a oa bet roet lañs dezhi war skouer Euskariz daou vloaz 'zo. Plijadur hon eus bet oc'h ober hent asambles, o lodenniñ karr da vont d'an emvodoù, gant Loig Jadé e vezemp alies, ha berr e veze kavet an hent gant ar gaoz o vont en-dro. Ur sell lemm, prim ha skiantek az poa war ar c'hudennoù da ziluziañ ha savboentoù start pa veze ret. En aozadur kreiz ar Redadeg, e karg ma oas eus al lodenn a Gonforzh da Gastellin ar wech-mañ, az peus degaset ul lodenn a bouez ha dreist-holl sebezet an holl gant al labour vat graet war an dachenn. Gwerzhañ kilometroù, kavout tud nevez prest da vont da zisplegañ an traoù d'an dud d'o zro, gwerzhañ Tshirtoù, sevel ur follenn bruderezh lec'hel cheuc'h ha brav, an holl draoù a seblante dont aes da vad ganit. A-benn e teues da welet an traoù war an tu mat ha kaeroc'h 'zo da reiñ ar fiziañs-se d'ar re all.  Tregerniñ a ra c'hoazh en hon eñvor tremen ar Redadeg dre greiz kêr Douarnenez, an entan, ar birvilh, an huchal er mikro, ar c'han hag an diskan, ar gavotenn war an hent gant da genseurt Gwennole. Engouestlañ, reiñ forzh pegement a ouies !

 

Evit kement-se holl, evit bezañ gouestlet da vuhez da reiñ buhez d'ur yezh ha d'ur sevenadur poblek a zo hon re, evit bezañ roet kalon ha fiziañs d'an dud ac'h eus karet kement, ra vi trugarekaet amañ e-touez da holl vignoned.

 

Chom a raio enlouc'het don ar roudoù ac'hanout en hor c'halonoù !

 

Pascal, kenavo !

 

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 8 juin 2010 2 08 /06 /Juin /2010 17:56

   Gouren a ra Lewellyn e Skol Gouren Kemperle abaoe un toullad bloavezhioù dija. Eus ar c'hentañ eo bet ar c'houlzad 2009/2010 evitañ.


   E kampionad Penn-ar-Bed, dalc'het e Gwitalmeze d'ar 25 a viz Ebrel , eo bet tapet gantañ an eil plas en e rummad (yaouaer nebeutoc'h evit 74 kg). Kadarnaet en deus Lewellyn an disoc'h brav-se div sizhun diwezhatoc'h da vare kampionad Breizh.

  

   E kreiz ar goañv e oa bet gwelloc'h c'hoazh an traoù evitañ! Aet e oa ar maout gantañ da geñver an daead hiniennel. Ar genstrivadeg-se, war dri devezh, a zo bet dalc'het e Plouzane, Sant-Brieg ha Pondi. Un doare kampionad eo, ma ya an trec'h gant ar gourener bet paket ar muiañ a boentoù e-kerzh an tri devezh (nav c'hrogad gouren en holl). Tri foent a baker pa c'hounezer ur c'hrogad, ha betek c'hwec'h ma lakaer ul lamm d'e genvreur. Gouest eo bet gourener barrekañ ar skolaj da rastellat 28 poent, o c'hounit a-enep gourenerien a oad gantañ, ha zoken a-enep tud gour!


   Ken brav eo bet ar jeu gant Lewellyn war palennoù Breizh 'pad ar goañv m'en do c'hoant da genderc'hel gant e lañs war  ar brenn-heskenn, bremañ ma'z eo erruet an amzer vrav. N'eo ket ar c'henstrivadegoù a vanko er vro e-pad an hañv!!!

 

Lewellyn 1

 

Pebezh gourener!

 

Lewellyn 2

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 17 avril 2010 6 17 /04 /Avr /2010 23:16

Hañvig-goañv betek Nedeleg,

hag ac'hano goañv kalet

ken na zeu ar bleuñv en haleg,

hag ac'hano goañv tenn

ken na zeu ar bleuñv er spern-gwenn,

hag ac'hano mui-ouzh-mui

ken na zeu ar bleuñv er spern-du.

 

test 1461

 

Bleuñv a zo en haleg, echu ar goañv kalet eta...

 

test 1465

 

Amañ, avat, n'emañ ket ar spern-gwenn en o bleuñv

 

 

test 1463

 

Padal eo gwisket kaer ar spern-du...

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 6 mars 2010 6 06 /03 /Mars /2010 19:50

DSCN6356

Nolwenn stag outi...


Ouzhpenn daou-ugent a berzhidi e sal gouelioù Douarnenez, un degemer c'hwek, un endervezh plijus eta.

 

Er bloaz-mañ e oa savet skrid ar reizhskrivadeg gant Mich Beyer. Lennet eo bet gant Nolwenn Korbell he deus c'hoariet ar vestrez-skol gant aked, plijadur ha fent war un dro...

 

DSCN6355

Perzhidi evezhiek

 

Adalek ar re vihanañ betek an dud gour o deus strivet an holl da skrivañ difazi ha da dremen hebiou d'un nebeud antelloù stignet gant ar skrivagnerez. Ur bourmenadeg er Plomarc'h ha merenn vihan a oa kinniget d'ar berzhidi da c'hortoz mare an disoc'hoù da 5.00. Daou loread a zo bet dibabet dre rummad, koulz evit ar re yaouank hag evit an dud deuet. Prizioù a oa evit al loreidi hag ar re all, plijadur gant an holl eta. Laouen o vezañ kemeret perzh. Kurius e oa gwelout skolajiadezed pe tud gour o tont da c'houlenn digant ar juri sellout ouzh o follennoù da welout penaos e oant deuet a-benn ! Un dae hag ur blijadur e c'hell bezañ ar skrivañ reizh pe da zevezh ar reizhskrivadeg pe ne vern e pe zegouezh !

 

DSCN6357

 Strivadeg voutin tud a bep oad

 

Trugarez da Bascal Boccou ha da Emglev Bro Douarnenez evit an abadenn-se ! Gourc'hemennoù d'an holl berzhidi ha stlakadeg daouarn d'al loreidi a-is :



1  CE :                                  1 -
Lomig Burel             2 - Iwan Le Bihan

2  CM :                                 1 -
Klervi Rouyer          2 - Kelig Le Boite

3  Skolaj :                             1 -  
Loeiza Alle              2 - Liza Rouyer

3  Tud gour o teskiñ  :       1 -
Albane Sinou           2 - Fabienne Lavigne

5  Tud gour live etre  :       1 -
Cedric Queffelec      2 - Jos Sicard Cras

6  Tud gour barrek  :         1 -
Aline Prigent            2 - Elen Rubin

7  Tud gour ampart ha lise  :    1 -
Marie Monchicourt   2 - Hannah Moal

8   Tud gour live uhel  :               1 -
Rafael Urien            2 - Tangi Louarn



 

 

 

DSCN6359

 Luc'hskeudenn goude ar profoù


Testenn ar Skrivadeg :

 

AN TASMANT

           

En ur c'hastell kozh e oa Jobig an tasmant o chom, e-kreiz ur c'hoad don. Uhel-spontus e oa ar gwez, ha ne wele morse al loar. Ne oa mignon ebet evit c'hoari gantañ, na labous, na loen ebet. Kavout a rae hir e amzer. Ne baoueze ket a ouelañ.

(dibenn evit CE ha tud gour o teskiñ)

 

Un deiz e tivizas mont kuit. Bale a reas e-pad pell, hag en em gavout e-tal ur maner. "Hopala, plijus eo an ti-mañ, deomp da welet." Siwazh, unan bennak, unan drouk, a oa o chom ennañ ! Pa dostaas e krogas an ibil diseven-se da deurel mein outañ. D'an daoulamm e rankas tec'hout kuit.

(dibenn evit CM ha tud gour live etre)

 

Goude devezhioù bale ez erruas e traoñ ur menez uhel. War-lein e welas ur c'hastell-kreñv bras-eston, seizh tour dezhañ ha prenistri diniver. "Hama, pegen kaer ! Diwar an tour-meur e welin ar mor marteze !" Kregiñ a reas da grapat laouen. Siwazh, sklas e oa ar menez, ken e tapas riv, e strevias, ha badadao...d'an traoñ. Ne gollas ket kalon hag e adstagas gant e hent.

(dibenn evit skolaj ha tud gour barrek)

 

Meur a savadur liesseurt a weladennas, e nouspet bro warn-ugent. Reoù distrantell, difaragoellet war an douar, damlosket, enno kevnid, eskell-kroc'hen, razhed, preñved, kinvi, netra dereat ouzh un tasmant a ouenn vat. Treuziñ ar mor a rankas, betek un enez ma veze, hervez kont, graet brav d'e genseurted. Kentañ kastell spurmantet diwar ur run geotek-meurbet a oa bamus e daladoù-moger serzh hag e doennoù lemm o velezouriñ en ul lenn boull he dourioù peurc'hlas.

(dibenn evit lise ha tud gour ampart)

 

"Youc'hou ! Hemañ zo din !" A-vec'h ma voe diskennet avat trema an ouf nesañ, e sailhas ur mell pikol aerouant tufer-tan. Anez e skaras a-dizh e vije bet pulluc'het. Dastum a reas e bilhoù. Keuz a zeuas dezhañ d'e annez kent. D'ar poent-se e tivorfilas, hilliget e skiantoù gant ur flouradenn dener. Dirak e zaoulagad, ur fulenn a dasmantez hoalus, ur berlezenn en he brasañ sked. Kuñvat hunvre...

(dibenn evit an dud gour a live uhel)

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés