Jeudi 28 janvier 2010 4 28 /01 /2010 18:09
pennou pentur tres

A-benn disadorn kentañ, 30 a viz Genver eta, e vo c'hoariet ur frapad paintball e brezhoneg war an dachenn e-tal aerborzh Pluguen. Skipailh Jakez Riou a dalo ouzh hini lise Diwan er c'hoarioù filmet-se bet ijinet gant Mikael Baudu. C'hoarioù dreveziñ ha gouiziegezh a vo ivez. En holl ez eo eizh skipailh a vo bet lakaet da geveziñ abaoe deroù ar goañv, hanter gourfenn a vo da gaout goude ha gourfenn da echuiñ. Skignet e vo evel ur rummad heuliadoù war ar skinwel ha war internet. C'hoarioù bev ha plijus savet a-ratozh evit tud yaouank. Deuit da galonekaat Helena, Ewen, Pierre, Maxime ha Rosane war an dachenn paintball a-benn disadorn da 10.00 diouzh ar mintin !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Lundi 21 décembre 2009 1 21 /12 /2009 10:55
test 1384
N'eus tra par d'an imor vat evit aozañ an toaz...

Tremenet eo brav abardaevezh ar Gwener 18 er skolaj. En ti e Penharz e oa hor gouel. Standoù war ar porzh, soubenn domm ar c'huzul-skoazell, kanaouennoù, dañsoù, sonerien, akordeoñserien. En estaj e oa war ziskouez panelladoù labourioù skolajidi ha kaeradurioù pedagogel (trugarez Maela !). Un degemer a zoare a oa gant teir zelennerez o deus sonet brav tonioù kaer... Labouret o deus a-zevri an dredeidi da aozañ krampouezh a zo bet kavet mat hag a zo bet lipet kerkent... Gellet ez eus bet ivez diskouez war skramm bras blog ar skolaj ha displegañ penaos ez ae e-dro ha da betra e servije.

test 1395
Ha bec'h da fardañ ur bezeliad all !

test 1393
E, ya, dont a ra brav  gant paotred 'zo
ivez !

test 1397
O prientiñ un asiedad krampouezh da ginnig gant ur mousc'hoarzh d'ar gouvidi...

test 1399
Marine ha Glen, talabarderien aketus, kaset gant Yann hag eilet gant Youenn Chapalan, mar plij !

test 1405
Seniñ da zañsal !

test 1407
Un abadenn gaer a sonerezh telenn gant Erell, Eve hag Hélène !

100 3613 (640x480)
Maelan, Nolwenn hag Abel, hardizh o kas an dañs ! (Skeudenn : Lanig Jourdren)


Ur gouel tomm d'ar galon eta e kreizig-kreiz buhez hor skolaj.
(Ma 'z eus skeudennoù eus ar gouel ganeoc'h e c'hellit kas ar re vravañ dre bostel d'ar skolaj evit ma vint embannet war ar blog.)

Gouelioù laouen d'an holl !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Jeudi 17 décembre 2009 4 17 /12 /2009 17:52
test 1375
Komzoù ha jestroù a-unan

Deuet eo hiziv Yveline Méhat, konterez a vicher, da gontañ istorioù ha kontadennoù  e galleg d'ar skolajidi 5vet ha 6vet klas. Mil aketus e oant o selaou anezhi ha laouen ivez o kemer perzh en ur gontañ hag en ur ganañ ganti! Gant he gitar, ur tamm paper, ur re sizailhoù ha binvioù a bep seurt e kase ar vugale a vro da vro da gejañ gant tud ha loened digredus. Goude ur prantad kontadennoù e chome amzer gant ar skolajidi da sevel goulennoù ha da c'houzout hiroc'h diwar-benn Yveline hag he micher.


test 1376
Teogerezh...

Klotañ a rae mat-tre an abadenn-se gant ar programmoù ha prometet ez eus bet dija gant ar skolajidi kas dezhi o istorioù gwellañ, hag a vo, piv a oar, marteze, dibunet un deiz bennak gant Yveline war ul leurenn...

test 1378
Daouarnioù savet forzh pegement !

test 1381
Arz an ezteurel...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Jeudi 17 décembre 2009 4 17 /12 /2009 17:30
test 1365
Kelennerez ha diskiblez aketus...

test 1377
Paotred a-zevri ganti !

Evel gant ar bevareidi dimeurzh ez eus bet prientet hiziv gant ar skolajidi trede klas boestadoù chokolad a oa bet gourc'hemennet gant ar familhoù 6vet, 4re ha 3de klas un nebeud sizhunvezhioù zo. Ar boestadoù gwerzhet a zegaso arc'hant evit ar beajoù da Vro -Saoz, Alamagn hag Euskadi.

test 1369
Kevelerien ouzh o zaol labour

Ar pakerezh a zo bet aozet gant Natacha, ret e oa d'ar skolajidi digeriñ ar boestoù, lakaat ar chokolad enno en ur wiriekaat e oa ar pouez mat e pep hini. Da c'houde o deveze da serriñ anezho gant neud liv.
An holl o deus kemeret perzh gant youl ha plijadur, met diaes e oa memestra chom hep debriñ un tamm chokolad!

test 1370
Labourat gant ur mousc'hoarzh...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Lundi 14 décembre 2009 1 14 /12 /2009 16:36

Kemeret e oa bet perzh e kross UNSS Penn ar Bed gant 4 skolajiad d'ar Merc'her 2 a viz Kerzu er Gornigell. Uhel-tre e oa live ar rederien ha bec'h a oa warno evit derc'hel gant al lusk betek ar fin.

Setu disoc'hoù hon skolajidi:

- Benjamin paotred 1: Ilan Le Roux: 205vet / 353

                                   Skipailh Kemper / ar Releg: 9vet / 51

- Benjamin merc'hed 1: Nolwenn Calvez: 63vet / 216

- Benjamin paotred 2: Noé Coatmeur: 18vet / 279

- Minim paotred 2: Glenn Le Roux: 133vet / 216 

GOURC'HEMENNOÙ D'AN HOLL!

Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés