• BREVED 2009 (08/07/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Gourc'hemennoù d'hon tredeidi. Degemeret int holl er Breved ! An disoc'hoù evel m'o c'haver ez ofisiel. 4 meneg mat-tre, 12 meneg mat, 3 meneg mat a-walc'h ha 6 degemeret. Gourc'hemennoù ha ...
  • PRED PLIJADUR (27/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Merenn blijadur e kêr evit enoriñ ar re o deus roet ar muiañ a lañs d'ar brezhoneg er skolaj er bloaz-mañ. Gourc'hemennoù deoc'h, merc'hed, met... petra 'ra ar baotred ?
  • AVALOÙ VLEAGO : TREDE LEURENN ! (27/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Pedet e oa bet, devezh diwezhañ ar skol, skolidi Skol Diwan Penharz da zont da welout "Avaloù liorzh Vleago". Pegen plijus e oa gwelout ar re vihan bamet dirak Kaou hag an Erer bras (Kaou hag Ewen) !
  • DISOC'HOÙ AKED 2009 (25/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    An AKED, pe "Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan" a zo un arnodenn a dremen an holl skolajidi a zo e 3de klas e skolajoù Diwan. Krouet eo bet e 1992 gant ar pal da reiñ tro d'ar skolajidi da ziskouez o ...
  • KIMIAD AN DREDEIDI (24/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Met petra ar bed e oa an dredeidi oc'h ober dirak ar C'heili dimeurzh da greisteiz hanter ?
  • GALA 2009 (24/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Dilun e oa nozvezh gala er skolaj. Adalek 5.00 diouzh an abardaez eo bet stank an traoù. Ingaladeg ofisiel skridoù-testeni an AKED d'an dredeidi, prizioù Kan ar Bobl aet gant 3 strollad kanerien ...
  • ABADENN C'HOARIVA DIBENN BLOAVEZH-SKOL (20/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Deuet e oa Goulc'han Kervella dilun ha dimeurzh da reiñ dorn d'an dredeidi gant o ferzhioù en Otello. Penaos enkorfañ an tudennoù, mont ha dont war al leurenn, yezh ar c'horf ha doareoù ar ...
  • C'HOARIVA : A-BENN DIRIAOU (14/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Mousc'hoarzhioù 5vedadezed... A-benn diriaou e sal Ti an Holl Penharz adalek 8.15 diouzh an noz e vo c'hoariet labour ar bloaz gant klasadoù ar skolaj. Kroget e vo gant labour ar re 6vet (Avaloù ...
  • TREDE DEVEZH NATUR EVIT AR RE 6VET (06/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Ha n'eus ket bet un dakennig c'hlav, nemet e Kastellin, pa oamp er c'harr-boutin o tistreiñ d'ar skolaj ! Devezh brav en un endro dispar : Kraozon-Morgad. Ermaeziadeg e Tahiti ? Danvez mistri ...
  • Botoù skolaj... (02/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Echuiñ gant an trede a zo evel...paouez da lakaat ur re votoù. Plijet out bet kalz gant ar re votoù-mañ. Baleet 'peus ganto, graet 'peus sport ganto, c'hoarzhet 'peus ganto. A-wechoù o deus graet ...
  • Kimiad skolajidi yaouank... (02/06/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Echuiñ gant an 3de klas a zo un tammig evel paouez gant un dra a blije din; e-lec'h ma oan anavezet; e-lec'h em boa desket ur bern traoù gant tud 'zo na adwelin, da'm soñj, james. Echuiñ gant an ...
  • CLAP A L'OUEST : STANDING OVATION ! (31/05/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Pegen aes e oa da skipailh TV Diwan Penharz dont war al leurenn evit c'hoari ur sketch gant Erell deuet da vezañ Charlotte Gainsbourg ! Ha da c'houde o tisplegañ d'ar sal penaos o doa graet evit ...
  • Barzhoneg nevezamzer (14/05/2009 publié dans : Teuliadoù )
    Awen a zo gant hor re yaouank. Gourc'hemennoù da g-Quentin (4re klas) evit e gammedoù kentañ war hent ar varzhoniezh ! An nevezamzer Pa laosk an erc'h plas d'an nevezamzer e vez barradoù glav da ...
  • Nevezamzer er vitologiezh c'hresian (14/05/2009 publié dans : Teuliadoù )
    Tennet eus ur skridaozadenn 4re klas diwar-benn an nevezamzer, gourc'hemennoù da Amélie evit he gouiziegezh hag he doare plijus da gontañ... Evit ar C'hresianed e veze graet ar cheñchamantoù ...
  • WAR-RAOK GANT PEZHIOÙ-C'HOARI AR 6vedidi (07/05/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    D'ar Gwener 24 a viz Ebrel a-hed an devezh, leun a dud o virviñ er sal liesimpij : gwiskamantoù, testennoù adwelet buan, ha Bob Simon deuet da gejañ gant ar strollad. Ur boelladenn evit komz ...
  • DREIST AR STAJ VIDEO ! (07/05/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Tri skipailh pevare klas ar skolaj. 5 den gwelet gant ar skipailh atersadennoù : rener Ti an holl Penharz, Rachid Ben Rahal, Ewen Berthou, Andre Calvez, ha Denise, a gelenn galleg, gant tout ur ...
  • A.K.E.D. dre gomz (07/05/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Dec'h e oa bet an dredeidi e Skolaj Diwan Gwened o tremen lodenn dre gomz an A.K.E.D. (arnodenn kreiz an eil derez). Ouzhpenn ar brezhoneg e oa ret d'ar skolajidi dibab pep a zaou zanvez all. ...
  • Porzh-houarn Bourdel Sant-Yann (07/05/2009 )
    Manet e oa diembann ar skeudenn-mañ eus an distro ag ar Vro-Vask. Harp ar strollad eta en ti-gar e zisglavenn hag e horolajoù ramzel.
  • Er Vro-Vask II (27/04/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    D'ar merc'her e oamp bet e Mirdi ar Peoc'h e Gernika hag e Mirdi Guggenheim e Bilbao. Un tamm diskuizh... Lestr meur ar Guggenheim hag ar pont ruz D'ar Yaou vintin e oamp harpet e Mirdi ar ...
  • Tredeidi er Vro-Vask (21/04/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Degouezhet eo an ugent skolajiad gant o ambrougerien : Padrig ha Ninnog. Hir a veaj digudenn gant an tren hag ar c'harr-boutin. Er c'harr-boutin Er mintin-mañ e oa sirius ar gaoz ha dedennus-kenañ ...
  • Gweladenn an 3de klas e Mirdi Arzoù-kaer Kemper (04/04/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    D'ar Gwener 3 a viz Ebrel eo bet kaset ar c'hlasad 3de da sellout ouzh an diskouezadeg « Gauguin – La Vision du sermon » a vez kinniget er mare-mañ e Mirdi Arzoù-kaer Kemper. Un diskouezadeg a ...
  • Erc'h Ebrel (02/04/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Un nebeud skeudennoù eus foñs ar boutog... e koun an devezh ma oa chomet stanket hon diabarzhidi e Plogastell... Sioul ha diroll... Krogad sirius... Arabat direnkañ... Mik ! Treuz bigoudenn pe ...
  • 8vet eskemm Arizmendi Ikastola/Diwan Jakez Riou (29/03/2009 )
    Digwener vintin e oa degouezhet ur strollad 21 a skolajidi eus Leintz-Bailara, ambrouget gant Ana ha Pepe, kelennerien, er skolaj evit an eskemm bloaziek. Goude un nozvezh karr-boutin o doa ezhomm ...
  • Kanerezed ar skolaj : penaos bezañ prest e Pondi ? (20/03/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Deuet e oa Gi Penseg dilun evit lakaat ar strollad kanerezed da bleustriñ. Penaos kanañ gwelloc'h ar gavotenn ? En em lakaat e-barzh, kaout plijadur o kanañ, fiñval, reiñ nerzh : setu danvez ar ...
  • Tv Diwan Penharz : kroget eo ! (20/03/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Ar re bevare o deus kroget da labourat : tri strollad, unan gant Stephane Philippe evit gallout kinnig filmoù berr gant tresadennoù levezonet gant fotoioù niverel ar c'harter o cheñch penn, ur ...
  • Alebrijes : Beaj e straedoù Mec'hiko (12/03/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Pep hini a-zevri ganti Goude Ecuador gant Riobamba ha kêrioù Indian tro-dro, setu tro Mec'hiko da vezañ dizoloet gant ar skolajidi. Krista Rios, liseadez Diwan ar bloaz paseet a zo bet tri miz e ...
  • Skrivadeg 2009 e Ti ar Vro Kemper (12/03/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Daou skrid a oa er bloaz-mañ. "Gouel" bet skrivet gant Mich Beyer evit ar re yaouankañ ha "friko zo da gaout" gant Herve Bihan evit an dud deuet. 39 den o deus kemeret perzh : AL LOREIDI : 1 CE : ...
  • Kan ar Bobl e Tregon (10/03/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    AN TRI STROLLAD A YELO DA BONDI Enora ha Marine a-zevri gant o mazurka E Tregon, d'ar Sadorn 7 a viz Meurzh, ur sal leun-chouk gant tud skolidi Tregon, Konk- Kerne, Ploveur, Douarnenez. 9 c'haner ...
  • Ma gavr hag he re vihan (10/03/2009 publié dans : Teuliadoù )
    Houmañ a zo anvet Koumoulenn peogwir he deus ur vrizhenn wenn e stumm ur goumoulenn war he fenn. Hounnezh a zo anvet Kanevedenn peogwir eo liesliv ha ken brav hag ur ganevedenn. Blanchette eo anv ...
  • War-zu Su Amerika (04/03/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Kroget eo bet mizvezh "War-zu Su Amerika" gant ar skolaj. Gallout a reer gwelout un diskouezadeg gouestlet d'an Indianed Kechua a zo o vevañ en Ecuador el levraoueg hag er raksal-debriñ. Eric ...
  • Beaj en dazont (01/03/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Bet eo tredeidi holl skolajoù DIWAN o weladenniñ al lise a zegemero lod anezho ar bloaz a zeu al Lun 2 eus ar miz-mañ. Setu amañ penaos eo tremenet an devezh ispisial-se evit klasad trede skolaj ...
  • Roue an harzoù hag ar pevar mab Hemon (12/02/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    ABADENN C'HOARIVA E PLOGASTELL : PLIJADUR A ZO BET ! Roue an harzoù Marie-Hélène ha Sylvain Kant ugent a dud, pevar-ugent skolajiad ha daou-ugent den eus an diavaez (tud eus Karaez, eus ar ...
  • War-zu Kan ar Bobl... (05/02/2009 )
    Kanerezed ar skolaj hag Anne-Marie Penaos kanañ mat gavotenn an Aven (pemp blank al lur hag an hini gozh) hag ar bal (pa breger din eus ma dimeziñ) ? Setu Anne-Marie o tisplegañ deomp an doare ...
  • Un devezh erc'h... (03/02/2009 publié dans : Buhez ar skolaj )
    N’eus ket keit-se ‘zo e oa bet ur skridaozadenn diwar-benn « kaerderioù ar goañv ». Hiziv, avat, e oamp a-blom e-barzh ! Hogos diskolajidi er mintin-mañ gant hon diabarzhidi stanket e ti-annez ...
  • Haika Taol-kurun (28/01/2009 )
    Al loreidi. A-gleiz, Eve, 6vet klas, tapet ganti maout an haika brezhonek evit ar vugale ! Gourc'hemennoù d'ar 5 skolajiad a zo bet trec'h evit konkour haiku Taol Kurun 2009 ! 253 haiku resevet ...
  • Ur gwallzarvoud abalamour d'an amzer yen. (20/01/2009 publié dans : Teuliadoù )
    Pa zigoris ma daoulagad en-dro ne oan ket mui e-barzh ar c’harr-tan met e-barzh ur gambr wenn, staget ma divrec’h a bep tu ha kuzhet ma divesker e-barzh ur plastr bennak, en ospital e oan, ur bern ...
  • Piv a zo kablus eus marv Desdemona ? (05/01/2009 )
    Amañ da heul div zarn skridaozadennoù gant tredeadezed war ar sujed-se en Otello, pezh-c'hoari gant Shakespeare a studiomp hevlene. Goude ur pennadig eürusted etre an daou bried e kas Yago Otello ...
  • Gwellañ hetoù ! (22/12/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Nedeleg laouen ha Bloavezh mat da holl lennerien hor blog ha gourc'hemennoù da Vaëlle, 6ved klas, evit al livadenn gaer he deus graet !
  • Nedeleg 2008 e Plogastell (22/12/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Puilhentez a zonezonoù. Setu marteze eus petra e vo dalc'het soñj ar muiañ goude an nozvezh kaer-mañ e Plogastell. Plijadur o tañsal, plijadur o kanañ, plijadur o rapiñ, plijadur o seniñ... ha ...
  • STROLLAD PLONEIZ E PLOGASTELL (13/12/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    C'hoarzhadegoù e-leizh gant Strollad Ploneiz Pegen plijus eo bet ar veilhadeg sketchoù kinniget gant strollad Ploneiz en hunva Plogastell ! Ur skinwel iskis gant bruderezh, meteo, kentel ...
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés