Jeudi 12 mars 2009 4 12 /03 /Mars /2009 22:25

















Pep hini a-zevri ganti

Goude Ecuador gant Riobamba ha kêrioù Indian
tro-dro, setu tro Mec'hiko da vezañ dizoloet gant ar skolajidi. Krista Rios, liseadez Diwan ar bloaz paseet a zo bet tri miz e Mec'hiko evit ober anaoudegezh gant bugale a vev er straedoù. Meur a dra he deus  graet du-se : sikour krennarded drammet en ur c'hlañvdi, mont da glask boued evit familhoù Indian a c'houlenne groñs ur skol en o yezh abaoe 2 vloaz (chom a reont da gousket dirak ur savadur ofisiel evit diskouez int prest da vont betek penn), kejañ gant tud skol-veur Mec'hiko ...


 












Un arz poblek

Ha graet he deus meur a wech "alebrijes" gant ar
vugale, er-maez, o tegas pep tra dezho war ar straed. An arz-mañ a zo mil anavezet gant tud Mec'hiko : bleud, dour, un orjalenn houarn ha paper kazetennoù, ha dao, setu poupinelloù, erevent, kezeg, naered, loened iskis ha liesliv ganet dindan bizied hor skolajidi Trugarez da Grista evit ar veaj-mañ. Pa oa pep hini o labourat, he deus kontet ur bern traoù dezho : un doare all da zeskiñ !

























Keginerien evezhiek
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 12 mars 2009 4 12 /03 /Mars /2009 21:52
Daou skrid a oa er bloaz-mañ. "Gouel" bet skrivet gant Mich Beyer evit ar re yaouankañ ha "friko zo da gaout" gant Herve Bihan evit an dud deuet.

39 den o deus kemeret perzh :

AL LOREIDI :
1            CE : 1 – Klervi Rouyer
2            CM : 1 – Mael Feray
3            Oadourien o teskiñ : 1 – Loig Philippon
4            Skolaj : 1 – Marine Laisement
5            Oadourien live etre : 1 – Le Don Yveline
6            Oadourien barrek : 1 – Huguette Gaudart
7            Oadourien ampart ha lise : 1 – Pascal Boccou
8            Oadourien live uhel : 1 – Gwenael Emelyanoff

Dibabet int da vont d'ar gourfenn e Roazhon d'ar 16 a viz Mae 2009.

Trugarez d'an holl skolajidi o deus kemeret perzh ha gourc'hemennoù ispisial da Varine 3de klas a zo aet ar maout ganti ha da Liza 6ved klas, deuet da eil ha bet roet dezhi ur priz kalonekaat.


























Ar re yaouankañ ha tud gour o teskiñ





























An dud gour





























Laouen an holl gant o frizioù


An div destenn :

GOUEL


Sadorn zo. E kreiskêr emañ an holl, o c'hortoz digoradur Meurlarjez. Er straedoù e weler lapined bihan o lammat, boudigoù koant ha priñsezed o redek, tasmantoù gwenn o tañsal, maskloù skrijus o c'hoarzhin. Emañ an Den Paolig o tont !
(fin reizhskrivadeg ar CE)


Du eo plasenn ar marc'had gant an dud. Du n'eo ket ! Leun a livioù laouen ar gwiskamantoù ne lavaran ket ! Glav munut zo oc'h ober, met den ne ra van. Gouel nemetañ ar goañvezh eo hag an holl, ar re vras hag ar re vihan, a fell dezho kemer perzh ennañ. Betek ar Merc'her e pado rak ur gouel evit tud kalonek eo !
(fin reizhskrivadeg ar CM)


Erru eo ar sonerien dreuzwisket hag an traktour kozh, warnañ ar boulom bras koad ha kartoñs. Leuniet eo bet e gof gant plouz ha danvez-tarzh. Bep bloaz e vez dibasiant an arvesterien o c'hortoz gwelout e benn ! Emaint bremañ o sellout ouzh ar wazed a ispilh an delwenn farsus ouzh talbenn ar c'hoc'hu. Pa vo bet staliet e stago an dud da ganañ ha da youc'hal. Evel-se e vez roet lañs d'ar gouel.
(fin reizhskrivadeg an dud gour o teskiñ)


Antronoz e vo miliadoù a dud e kêr, digoret e vo ar stalioù madigoù, bignez, fritez, krampouezh... Taget e vo ar fronelloù gant frondoù liesseurt, e-touesk ur cholori bouzarus a vinvioù skiltr, a c'harmadegoù, a stlakadegoù daouarn.
(fin reizhskrivadeg ar skolaj)


MICH BEYER

FRIKO ZO DA GAOUT


War wel emañ ar jiboez gwellañ, ouzh krogoù a-us d'an taolioù : klujiri, kefeleged, yarezed-gouez, ha kement zo, o c'hortoz bezañ displuet. Ar wenaerien o kas ar chas o deus degaset kig all ivez : daou bemoc'h-gouez, ur yourc'h, ur pezh pikol karv.
Emañ bremañ ar geginerien hag ar varmitoned ouzh ar fornigelloù tomm-gor. Tinell vat a vo. Kastelodennoù, kaoterioù, pilligoù o stekiñ ouzh an tan hag o lakaat an ognon, ar c'hignon, ar sivolez da gejañ gant ar gwin ruz tev evel gwad ha da ezteurel c'hwezh vat ar c'hig-sall rouzet en amann.
(fin reizhskrivadeg an dud gour a live etre)


N'eus den etre daou, ret eo kas ar gefalenn betek penn. Lore, tim, perisilh o lammat er chidhouarn.
Emañ fronelloù an holl war atiz argadennoù an temzoù, ar c'hwezh vat, an aezhennoù frondus. Glaour a zeu da bep hini.
Pep hini zo e c'hwez : ret d'ar boued bezañ aozet e koulz, hag ar geusteurenn n'eo ket pare c'hoazh. Friko bras zo da gaout. Mennet kement hini zo ouzh ar c'hlavier da gas e gefridi da benn.
(fin reizhskrivadeg an dud gour varrek)


Huchadennoù ar pennkeginer, c'hoarzhadegoù e voused, urzhioù mestrez an ti. N'eo deuet c'hoazh "Ouzh taol !" burzhudus, pell a vezañ. Kiañ ha kiañ c'hoazh. E-keit-se ec'h eo bet digoret an istri ha taolet o dour kentañ, ec'h eo bet dreset ar grilhed-traezh war o fladoù ha fardet ar mayonez lipous ac'h aio gante. Ambrouget e vint gant kregin Sant-Jakez tomm o tislonkañ o amann melen-rous hag o tispakañ vertuzioù ar c'hignon bet lakaet gante.
(fin reizhskrivadeg al liseidi hag an dud gour ampart)


Kaer e vo an dimeziñ etre ar mor hag an douar : ar paotr hag ar plac'h nevez zo gante argouroù leun a bromesaoù frondus.
Met fennet zo ur gastelodennad chaous. Naetaat hag adkregiñ e-barzh. Stourm ouzh an amzer. An Itron, mestrez an ti, eo duoc'h-duañ he selloù. E pred hag e kentel e ranker bezañ.
Klevet e vez ar sonetez o tintal. Ar gouvidi gentañ o tont. N'eus ket da dortañ ken.
(fin reizhskrivadeg an dud gour a live uhel)


HERVE BIHAN

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 10 mars 2009 2 10 /03 /Mars /2009 21:59
AN TRI STROLLAD A YELO DA BONDI

Enora ha Marine a-zevri gant o mazurka

E Tregon, d'ar Sadorn 7 a viz Meurzh, ur sal leun-chouk gant tud skolidi Tregon, Konk- Kerne, Ploveur, Douarnenez. 9 c'haner e-touez an dud deuet. Ha tri strollad deuet eus ar skolaj. Ar rapourien o deus graet berzh, ha tout ar saliad a oa laouen-kenañ. Evit ar merc'hed, kanet o deus brav ha morse n'o deus kanet ken kaer ! Neuze tapet ganto ur bilhed evit Pondi, 'benn ur miz. Ret e vo pleustriñ c'hoazh evit bezañ a-live gant ar skolajoù all !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 10 mars 2009 2 10 /03 /Mars /2009 21:33



Houmañ a zo anvet Koumoulenn
peogwir he deus ur vrizhenn
wenn e stumm ur goumoulenn war
he fenn.
                                                                                                                                           
                                        
Hounnezh a zo anvet Kanevedenn
peogwir eo liesliv ha ken brav
hag ur ganevedenn.               

                                                  

Blanchette eo anv ma gavr, gwenn eo gant kerniel bras-tre. Ur c’havr-venez eo hi, he gouenn a zeu eus Bro-Suis.
Ar mennoù-gavr zo ganet d’al lun 23 a viz C’hwevrer 2009 .
Kanevedenn ha Koumoulenn eo anvioù ar re vihan, gell-gris , gwenn ha du int. Evit ar poent n’ez eus nemet Koumoulenn he deus kerniel bihan-tre (ne vez gwelet nemet bosoù).
Ar mennoù-gavr a chom e-pad 5 miz e kof o mamm, alies e vez daou anezho, ma vez tri eo ret magañ an trede gant ar pod bronnek peogwir ne vefe ket a-walc’h a laezh evit an tri.
Plijus-tre eo sellet ouzh ar re vihan o lammat e pep lec’h met ober a reont kalz sotonioù evel, tremen etre toulloù ar gloued, krapat  ouzh ar mogerioù…
Loened kurius-tre int.
Sterenn

(Skridaozadenn 5vet klas diwar-benn o loen karetañ)



                                                       
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 4 mars 2009 3 04 /03 /Mars /2009 19:23


Kroget eo bet mizvezh "War-zu Su Amerika" gant ar skolaj. Gallout a reer gwelout un diskouezadeg gouestlet d'an Indianed Kechua a zo o vevañ en Ecuador el levraoueg hag er raksal-debriñ.



Eric Robin a zo deuet da zisplegañ d'ar re 6vet penaos en doa graet evit lakaat 6 Indian Kechua (2 blac'h 20 hag 50 vloaz, ha 4 faotr) da zeskiñ penaos e vez kemeret fotoioù. Laosket ez eus bet dezho binvioù-foto ha kemeret o deus 4 film fotoioù gwenn ha du diwar-benn buhez al labourerien douar du-hont. E-lec'h kaout fotoioù liesliv Bro-Berou gant roz, ruz, livioù flamm-flimin, setu fotoioù n'int ket kemeret gant touristed, met gant tud ar vro, ha gwelet e vez o doare da vevañ, ar vugale, al loened ...

Eric Robin

Aketus ha dedennet oa ar re 6vet. Souezhet int bet o welout e oa ar baotred yaouank gant kasketennoù rap, hag ar merc'hed alies gant togoù feltr, ha dilhad hengounel. Er skol e komzont kechua (ar yezh indian ar muiañ komzet en Amerika) ha kastilhaneg. Ne c'hellont ket mont d'ar skol e-pad pell : ar skolajoù publik a vez serret alies (ne vez ket paeet ar gelennerien gant ar Stad hag e reont harz-labour), neuze eo ret bout pinvidik evit gallout heuliañ studioù e skolajoù ha liseoù prevez.

Siriusted hag aked

En uhelder a 3 000 metrad e teuont a-benn da c'hounit legumaj a bep seurt : avaloù douar, tomatez, maiz ruz, melen ha du, ... Hag a-wechoù e vez gwerzhet legumaj evit prenañ toazennoù e kêr, ar pezh a zo kalz falloc'h evit o yec'hed ! A-benn ar fin eo heñvel buhez an Indianed Kechua ouzh hini labourerien-douar Breizh er bloavezhioù 1950, traktor ebet, nebeut a dra prenet en diavaez, met tud n'int ket trist memestra. Gant ur vaouez eo bet lavaret da Eric Robin : "tud a lavar on paour, met ne ouien ket e oan paour a-raok ma vije lavaret din !!!!".


Danvez kazetennerezed...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés