Buhez ar skolaj

Samedi 11 juin 2011 6 11 /06 /Juin /2011 11:42

 

 GOUEL TREIZHERIEN SOÑJOÙ 2011 E LAZ

 

Dec'h e oa dalc'het ar gouel e sal-dañs ar "Point de vue". C'hwec'h-kant bennak a berzhidi, adalek bugale skol-vamm betek tud-kozh. Deuet e oa 5vedidi ar skolaj o deus pleustret war ar c'hoariva hag ar c'hontadennoù, kanerezed ha kaner klub ar c'han ha diskan ha skolajidi ar yoga.

 

IMGP0511

A-raok pignat gant an diri...

 

Trugarez da Fanny evit bezañ kaset ar raktresoù da benn vat ha d'an dud deuet da reiñ micher d'hor skolajidi : Louise Ebrel evit ar c'han ha diskan, Tomaz Kloareg evit ar c'hoariva, Jean Floc'h ha Kristian Duro evit ar c'hontadennoù. Trugarez ivez da Vanu Méhu en deus lakaet skolajidi ha tud gour da bleustriñ war ar yoga bep Lun da noz.

 

IMGP0523

Ur pezh saliad...

 

Aozet mat e oa an abadenn gant Pauline Kerskaven. Tro-ha-tro filmoù, kanaouennoù, c'hoari, sonerezh ha kan gant Krismenn, profoù evit ar strolladoù, merenn vihan evit an holl ha pep a brofig d'an dud da vont d'ar gêr.

 

IMGP0525

Hor c'hanerezed hag hor c'haner

 

Soñj a vo dalc'het da skouer eus ar berzh graet gant hor c'hanerien kan-ha-diskan, deuet kaer-tre o c'hanaouennoù ganto (pachpi a feson, gavotenn en enor da Louise Ebrel...), eus an degemer kalonek graet da Grismenn gant e vekanik son azlavarus, e rap e brezhoneg yac'h hag e veatbox. Eus ar c'haerañ evel oberenn a-stroll e oa dañs ront Skol Diwan Kastell-Paol, kan ganto e-barzh an dañs, ha lusket holl a-unan.

 

IMGP0527

 

An diaesañ, moarvat, reiñ un tañva eus ar pezh a zo bet graet e pep skol, skolaj hag all dre filmoù. Re alies ne vez ket intentet ar c'homzoù dre ma 'z eo fall ar son ha ne gomprener ket ar pezh a c'hoarvez dre ma n'eus displegadenn ebet ha n'eo ket frammet an heuliad. Setu ne servij, peurvuiañ, nemet d'ar re o deus kemeret perzh da estlammañ ouzh ar skeudennoù oc'h anavezout an dud pe o kaout soñj a eñvorioù plijus. Dipitus !


IMGP0528

Maela a oa bet paket e c'hoari an delwennoù difiñv...

 

Evit an darempredoù etre ar re vihan pe ar re yaouank hag ar re gozh e seblant bezañ ar gwellañ, pa c'heller, ober, sevel un dra bennak asambles (liorzhañ, paneriñ, pleustriñ war ar c'hoarioù hengounel...) ha kaout un darempred ma tegas ar re ziwezhañ-mañ o skiant prenet d'ar re yaouankañ !

 

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 10 juin 2011 5 10 /06 /Juin /2011 20:23

IMGP0487

 

Ewen, da vat gant e albomoù eured...

 

IMGP0488

 

Plakenn ar stal e zegemere

 

IMGP0489

 

Héloïse en he bleud o renkañ dilhad

 

 

Amañ dindan peder dezrevell pleustradoù micher. Trugarez d'an dezrevellourien. Skeudennoù a vo klasket lakaat da heul...

 

 

 

STAJ MICHER E ABATI DAOULAZ

 

 

Etre an 30 hag an 31 a viz Mae on bet oc'h ober ur staj micher e Abati Daoulaz. An den a oa e karg ac'hanon a oa anvet Régine, sekretourez eo. Kalzik micherioù am eus gwelet, teir micher o deus plijet din kalzik : infografour, buhezour ha liorzhour.

 

Infografour

 

Bet on gant un infografourez anvet Elodie. E karg emañ eus bruderezh "Hent ar glad". "Hent ar glad" a zo ur strollder lec'hioù a bouez e Penn-ar-Bed. En o zouez emañ Abati Daoulaz, Kastell Keryann, Kastell Trevarez ha Maner Kernod. Neuze, ganti em eus savet ur bruderezh evit lakaat war ul lec'hienn internet. Plijet on bet gant ar vicher-se peogwir e plij din ar stlenn.

 

Liorzhour

 

Bet on gant liorzhourezed anvet Morgane ha Virginie. E karg emaint eus liorzh ar plant-louzoù hag eus ar park. Bouetaet em eus deñved eus Enez-Eusa, lakaet em eus e plas tikedennoù ma oa skrivet warno anvioù ar plant e brezhoneg, dilouzaouet em eus er park ha desket em eus ober glec'hiadurioù gant plant-louzoù. Plijet on bet peogwir e plij din ar plant ha desket em eus kalz traoù diwar o fenn.

 

Buhezour

 

Bet on gant buhezourezed anvet Yolenn hag Elodie (un eil). Divyezhek e oa Elodie. Savet em eus ganto un abadenn diwar-benn c'hwezh ar plant. Anvet e oa an abadenn "ar boestoù c'hwesha". Ur weladenn am eus graet eus liorzh ar plant-louzoù gant ur skolaj hag ur weladenn eus an diskouezadeg diwar-benn Victor Segalen ha Polinezia, ma-unan e oan. Plijet on bet peogwir em eus desket kalz traoù.

 

Kalz traoù am eus desket e-pad ar staj-mañ. Plijet on bet gant ar skipailh. Met bremañ ez eo gwashoc'h evit dibab ur vicher !

 

Enora, 4re Glas

 

E TI UL LEGUMAJER BIO

 

Etre al Lun 30 hag ar Merc'her 1añ a viz Mezheven am eus graet ur staj micher e feurm Jean-Paul Madec a zo staliet e Gwiskri.

 

Ul legumajer bio, da lavaret eo ne implij na produioù kimiek na temzoù kimiek. Mont a ra da werzhañ anezho war bemp marc'had bep sizhun.


Pemp hektar douar en deus en e feurm ha prestiñ a ra ur prad d'e amezeg a zo desaver saout bio. An amezeg a droc'h ar geot evit ober foenn da reiñ d'e saout, en eskemm da deil e saout, a servijo da binvidikaat an douar.

 

Eizh ti-gwer a zo en e feurm : unan anezho a servij da lakaat plant da greskiñ evit gwerzhañ anezho, hag ar seizh a chom a servij da lakaat da greskiñ frouezh pe legumaj en tommder, da skouer tomatez pe meloñs. Produiñ a ra tamm pe damm hanter-kant seurt frouezh pe legumaj. Tout ar plant pe ar greun a zo produet war al lec'h.

Labourat a ra gant e wreg.

 

Pa oan eno am eus desket anvioù frouezh pe lugumaj ha bet on o werzhañ war zaou varc'had : hini Rostrenenn ha hini Banaleg. Plijus-tre e oa !

 

N'ouzon ket hag-eñ am eus c'hoant d'ober ar vicher-se pa vin bras, peogwir eus un tu e plij din ober war-dro legumaj ha mont da werzhañ anezho war marc'hadoù ; met ma holl amzer a vefe implijet gant  se.

 

Gounidus a-walc'h eo ar vicher-se, met ret eo kregiñ e-barzh, ha kaout c'hoant d'ober.

Evit ober ar vicher-se eo ret bezañ ur gwerzher mat ha gouzout mat labourat an douar.

 

Liza, 4re Glas

 

APOTIKEREZH AN OSPITAL

 

D'al Lun 30, d'ar Meurzh 31 ha d'ar Merc'her 1añ a viz Even on bet evit ar wech kentañ en ma buhez e apotikerezh ospital Kemper, "Ospital Laënnec". Souezhet on bet gant ment apotikerezh an ospital e-keñver an apotikerezh a zo e kreiz-kêr da skouer. Da'm soñj eo pemp gwech brasoc'h eget un apotikerezh kêr. Souezhet on bet ivez gant an niver a louzoù a zo (war-dro ur milion a louzoù disheñvel a zo). An holl louzoù a zo renket dre urzh lizherennek evit mont buanoc'h da zastum ha da renkañ anezho.

 

Desket am eus kalz a draoù, bez ez eus div vicher disheñvel d'an nebeutañ e apotikerezh an ospital : bez emañ an aozerien hag an apotikerien. An aozerien a fard louzoù evel gelulennoù hag an apotikerien a renk hag a zastum al louzoù evit ar servijoù disheñvel a zo en ospital. Diaes eo dastum al louzoù mat buan ha goude eo ret lakaat anezho e-barzh kombodoù evit an holl glañvourien (ur c'hombod = ur c'hlañvour) ha ret eo renkañ al louzoù dre amzer (mintin, kreisteiz, abardaez, noz). Desket am eus ivez e vez gwerzhet louzoù d'an dud a zeu en ospital just evit prenañ o louzoù. Al louzoù-se ne vezont kavet ha gwerzhet nemet en ospital peogwir int louzoù ker-tre ha ral-tre (war-dro 400 € ul louzaouenn). Ne bae ket ar glañvourien al louzoù.

 

Desket am eus ivez e oa ret leuskel ur blakennad louzoù d'an nebeutañ er stok. Da skouer ma vez goulennet gant ur servij pevar fakad strinkerezioù ha ne chom nemet pevar e vo ret leuskel ur pakad d'an nebeutañ evit ar vallusted.

 

Gwelet am eus ivez an drammoù. Renket int e-barzh un armel vras gant ur c'hod peogwir eo dañjerus. Da skouer, ma 'z eus ur medisin drammet e c'hell kemer e-barzh an armel. Ret eo gouzout e c'hell bezañ dañjerus al louzoù-se ma vez kemeret re. Dont a ra al louzoù da vezañ dramm.

 

Plijus e oa ar staj met n'am eus ket c'hoant ober ar vicher-se. C'hoant am eus da vezañ medisinez peogwir e vez gwelet traoù ha tud disheñvel bemdez en ur chom gant ar c'hleñvedoù hag al louzoù. Emichañs e vo kavet gant an apotikourien louzoù a-enep ar Sida, an holl grignoù-bev...

 

Agathe, 4re Melen

 

STAJ E "Gédéz'ailes"

 

E-pad tri devezh on bet en un embregerezh infografouriezh anvet "Gédezel".

 

E-pad an tri devezh-se em eus labouret gant Christian, ur stajiad a oa eno e-pad ur miz pe muioc'h.

 

Desket 'm eus kalz a draoù en ur labourat war albomoù eured evel implij photoshop ha meziantoù all.

 

Met al labour infografour n'eo ket nemet albomoù eured, graet em eus ivez ur follenn-bleg evit "ad star" ha traouigoù all.

 

E-pad an tri devezh-se n'em eus ket desket tout, ar pezh a zo reizh. Hag evit lavaret tout ez eus kalz a skourroù er vicher-se ha n'eo ket an hini am eus c'hoant d'ober met tost eo memestra.

 

Ewen Berthou, 4re Glas

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 20 mai 2011 5 20 /05 /Mai /2011 11:29

IMGP0485

Krismenn o tiskontañ...

 

D'ar Meurzh 10 a viz Mae etre 3eur25 ha 5 eur hor boa sellet, ni, skolajidi a bevare Glas ha Melen, ouzh ur filmig (26 munutenn) anvet Before Bach, bet sevenet gant Rolland Tepot. Ar filmig a gont istor ur strollad tud yaouank deuet e-barzh ur skol ispisial : Kreiz Breizh Akademi.

 

IMGP0480

 

Kreiz Breizh Akademi a zo ganet e-barzh penn ur c'haner anavezet, Erik Marchand.

Ober a reomp anaoudegezh gant 16 muzisian, deuet da zizoloiñ, deskiñ ha beajiñ gant Erik Marchand. Deuet int e penn-kentañ da reiñ cheñchamantoù d'o binviji ha da c'hoari sonerezh mozel, pe da ganañ gant ur sonerezh mozel.

 

Christophe le Menn, lavaret bremañ Krismenn, a gemere perzh e-barzh ar skipailh 16 muzisian, met kanañ a rae. Pedet e oa bet er skolaj evit kontañ deomp penaos en doa eñ bevet an dra-se.

 

Krismenn a zo kelenner kan-ha-diskan e lise Diwan e Karaez met ivez kasour. Met Krismenn n'eo ket nemet ur paotr en deus bevet daou vloavezh plijus gant Erik Marchand hag a zo bremañ kelenner ha kasour el lise.

 

Goude ar filmig dedennus hor boa gwelet e oa droad da sevel goulennoù outañ ha d'ober eskemmoù.

 

Diskouezet en doa deomp ur pennad Beatbox hag...iskis-tre e oa !!

 

Selaouet hor boa anezhañ ivez o kanañ ur ganaouenn RAP en doa krouet... peogwir, ouzhpenn-se, eo Krismenn kaner RAP !

 

IMGP0483

 

Displeget en doa ivez deomp perak e oa bet dibabet gant ar strollad an anv "Norkst".

Un devezh e oa bet goulennet gant Krismenn ouzh un den :

-            Penaos e lavarez un "orchestre" e brezhoneg ?

-            Ur bagad.

-            Met, n'ez eus ket un dra all.

-            Ba, lavarout a reomp ivez un orkst !

Setu m'eo bet anvet NORKST ar strollad.

 

Plijet on bet kalz gant an abadenn-se :

 

Krismenn a oa plijus ha fentus ha komz a rae mat brezhoneg !

Kontant e vijen bet da welout Erik Marchand !!

 

Eve

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 15 mai 2011 7 15 /05 /Mai /2011 22:24

keryz

Kêr-Iz

 

 

Daou zevezh staj gant ar re 5vet asambles gant Tomaz Kloareg. Labouret o deus hardizh war an destenn, al leurenniañ, al labour a-stroll. Graet o deus araokadennoù bras, a-drugarez d'al leurennier a vicher. Penaos leurenniañ un aerouant gant breur Maelduina en diabarzh ? Penaos ober trouzioù ur vag a ya d'ar strad ? Penaos lakaat an dud da c'hoarzhin gant un iskis a destenn evel hini Gwilhou Kergourlez ? Brav eo an disoc'h, chom a ra dezho pleustriñ, peurlipat, a-raok an abadenn a vo d'ar Yaou 23  a viz Even e

sal an Dachenn Wenn, e Penharz, da 3 eur30 ha da 8e15.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 15 mai 2011 7 15 /05 /Mai /2011 21:59

Ur c'haer a bennad a oa bet skrivet gant Ronan Larvor en Télégramme pa oa deuet ar vreudeur Morvan d'ar skolaj. Gant aotre ar c'helaouenner, trugarez dezhañ, ez embannomp ar skeudenn gaer a oa gant ar pennad gallek "filozofiezh ar c'hasketennoù".

 

MORVAN1

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés