Teuliadoù

Lundi 1 février 2010 1 01 /02 /Fév /2010 14:15
O-seizh-posupl.jpg

E 1997 evit ar wech kentañ e kase ar gevredigezh Diwan skolidi d'ar vachelouriezh. Pep hini en deus toullet e hent abaoe. Tost da dregont vloaz int bremañ. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober gant ar yezh a zo bet fiziet enno ?

 

 

Ur film gant Soazig Daniellou.

 

 

 

E gwerzh 20€

e sekretourva ar skolaj.

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 16 novembre 2009 1 16 /11 /Nov /2009 14:30











Un ti brav en deus ar miliner...

Un anv-lec'h a gavit brav...

Kavout a ran brav al lec'h anvet "milin ar Roc'h", peogwir ez eus ur stêr e-kichen, ur vilin, koadoù hag un dachenn evit ober mountainboard. Ne dro ket mui ar vilin, met tud eus ur gevredigezh a zo oc'h ober war he zro en ur gempenn anezhi (tud yaouank eus ur bern broioù o deus adsavet ar mogerioù gant pri. Graet hon eus ur fest-noz evit ober ul leurenn nevez hag ul lec'h plijus eo evit aozañ gouelioù.)

Hoel, 5ved Glas
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 21 septembre 2009 1 21 /09 /Sep /2009 21:52
Bosenn Eliant

Kriz 'vije 'r galon na ouelje,
E bro Eliant, neb a vije :

Gwel't triwec'h karr 'tal ar vered
Ha triwec'h all eno 'tonet.

'Lec'h 'oa nav mab en un tïad,
Eent d'an douar en ur c'harrad,
Hag o mamm baour oc'h o charrat,

O zad a-dreñv o c'hwibanat :
Kollet gantañ e skïant vat.


Barzhaz Breizh.



Taolenn Louis Duveau

An ozhac'h kozh en em stleje d'ar gêr, mall warnañ degouezhout gant aon mankout en hent. Daeroù a zalle e zaoulagad hep gallout ruilhañ dreist ar malvennoù. Sellout a reas en-dro dezhañ, hag e kredas edo en un hent dianav. Ar gwez a oa uhelaet o ment, krommet o gwaregoù, kresket o skodennoù ha koshaet o oad, hag eñ en em gavas, en ur spontadenn, dizeriet ha diamzeriet. Delioù kras a fiñvas etre e dreid. En tu all d'ar c'hleuz un aneval a zaoulammas e strouezh ar foz hag a drouzas er c'helenn.
- Pemoc'h ! a lavaras ur vouezh.
Kefioù an targosoù a dridas war an oabl.
- Pemoc'h ! a hope an targosoù.
An avel a c'hwitellas en-dro dezhañ.
- Pemoc'h ! a c'hwitelle an avel.
Ar vein kizidik a skrijas da bep kammed dindan e dreid.
- Pemoc'h ! a skrije ar vein.
An hini kozh a yeas buanoc'h. Ar mouezhioù euzhus a rede d'e heul, a greske, a dregerne er parkeier, er c'hoadoù, a damalle, a vrude...
- Pemoc'h ! a c'harmas ur vouezh all.
An tad a zisac'has eus e sav e kreiz an hent. Klevet en doa fraezh e poull e galon mouezh e verc'h Lotea o tamall he marv d'e bizhoni.
Nann. Ene Lotea a oa pell diouzh ar safaroù douarel, pell diouzh hor c'harrhentoù...

Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 21 septembre 2009 1 21 /09 /Sep /2009 21:40
"Ouzh petra eo tomm kalon ar skrivagner en danevell Geotenn ar Werc'hez ?"

"Tomm eo e galon ouzh an dud a vez disprizet gant ar re all... Tomm eo kalon Jakez Riou ouzh ar plijadurioù simpl. Pa vez o skeudenniñ penaos e veze graet ar foenn, penaos e veze dornet an ed, penaos en em gavent asambles da labourat, da gaozeal... Se 'oa plijadurioù simpl gwechall, met traoù gwirion..."

Eloïse

"Met evidon ar pezh a blije ar muiañ da Jakez Riou a oa ar vuhez. Ya, ar vuhez, gant hec'h amzerioù vil hag hec'h amzerioù brav, ar vuhez a zo bet roet deomp pa'z omp ganet hag a zo bet kollet gant Lotea..."

Quentin Bleuzen

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 14 septembre 2009 1 14 /09 /Sep /2009 21:47
Amañ da heul pennadoù savet e kentelioù galleg Fanny gant hor skolajidi.

5VED MELEN

L'ILE DE RE




L'île de Ré, c'est une île dorée à raies. Rémi le philosophe était là, à vélo, sur le pont. Il
rêvait de raies et dorait au soleil pendant que sur le sable, les dunes, les fleurs et les pins, son grand-père philatéliste et ses ânes à piles (une réussite ! ) dorait des raies bien salées. Rémi et ses raies, il en riait.
Loeiza

     ---------------------------------
5VED GLAS

PARIS




Au poker j'ai parié une tour, un quartier, une usine, une ville, une bibliothèque, une capitale, mon poste de travail, mon restaurant, mon école, mon hôtel, une brebis, la ville de Paris, ma vie, un bistouri, une souris, un colis, une nuit, une mamie et une momie.
Léo

-------------------------------------

PEVARE GLAS

PARIS
À Paris, la grande capitale du roi papillon qui ne connaît pas le paradis de la Tour Eiffel, les Parisiens rigolos.Les parents connus partent en métro pour parler aux passionnés de casinos en patchwork et de patchouli pour rire de leur ridicule. À Paris, les passants papillonnent dans les boutiques de l'avenue des   Champs-Elysées.
Sterenn

LA MER (Penhors)


La laisse a laissé du goémon à la marée... Surfer, naviguer, voilà les priorités. Le marin
but la tasse en surfant dans la vague, c'était salé et amer. Ma mère prit un amer, navigua et fit la commère, elle remercia Homère le maire, pêcha un poisson : un merlu. Voilà pour le sommaire d'un été éphémère.

--------------------------------------

TREDE KLAS


TOULOUSE


Dans le Sud, Toulouse tourbillonne comme une toupie. Toujours avec son Capitole, ses touristes , toute la grande place tourne et glousse avec le métro. Un tour de shopping en vélo dans le rose des musées. C'est une fusée qui tousse dans la pelouse jalouse.
Yuna


RENNES


La reine américaine parlemente pendant son règne avec sa marraine de Cayenne à propos du métro qui amène de l'opéra à l'université. Le magasin de rênes de mon frère marche bien en semaine. A la place des appartements, il y a un train qui se promène avec un renne comme guide.
Nollaig



LA BAULE


Les gens marchent jusqu'aux grands bateaux, jusqu'aux magasins de luxe. Le vent sent
l'argent, les robes de bal. Les touristes en shorts et bobs, n'ont pas de bol, ils jouent au
football. Sur la plage, l'eau et le sable jouent à la balle. Le vent ? C'est le goal.
Louise

Brasparts, c'est le matin, du haut du mont St-Michel, mon regard au loin sur les Monts d'Arrée, le Yeun Elez, des cauchemars lors d'épais brouillards. A mes pieds, un lézard.


Là, quelques hangars, Ti Bleiz et ses renards, plus loin, la Ferme desartisans et ses korrigans. Quelque part, la Noce de pierres.


Direction le bourg : le Cercle de pierre des Druides, puis le bar, un Ricard, quelques racontars.


Vers midi un quart, la fête Pommes, Miel, Champignons, un chinchard, un bout de far.


Plus tard, chez Goavec-Pitrey, les compagnons tailleurs de pierres, avant leur largage d'amarres vers le Pont du Gard.


Le soir, la ferme de Gwern an Dour, ses fêtards, ses couche-tard, ses lève-tard, ses flemmards anar.

Un coup de barre.


Pierre Morvan


Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés