Lundi 14 décembre 2009 1 14 /12 /2009 16:36

Kemeret e oa bet perzh e kross UNSS Penn ar Bed gant 4 skolajiad d'ar Merc'her 2 a viz Kerzu er Gornigell. Uhel-tre e oa live ar rederien ha bec'h a oa warno evit derc'hel gant al lusk betek ar fin.

Setu disoc'hoù hon skolajidi:

- Benjamin paotred 1: Ilan Le Roux: 205vet / 353

                                   Skipailh Kemper / ar Releg: 9vet / 51

- Benjamin merc'hed 1: Nolwenn Calvez: 63vet / 216

- Benjamin paotred 2: Noé Coatmeur: 18vet / 279

- Minim paotred 2: Glenn Le Roux: 133vet / 216 

GOURC'HEMENNOÙ D'AN HOLL!

Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Jeudi 10 décembre 2009 4 10 /12 /2009 18:56
Er mintin-mañ hon eus bet ar blijadur da zegemer Serj Moelo, aotrou Maer Silieg ha brezhoneger distagellet anezhañ, deuet da gontañ kaoz gant ar skolajidi diwar-benn ar film "Silieg, ur veaj da vro warc'hoazh". Ur film kaer savet gant Muriel ar Morvan ha Ronan Hirrien evit France 3 e 2007. Elen Rubin hor c'hevelerez a Zaoulagad Breizh a oa ganeomp ivez.

test 1362
Ya, ag ar choaz ez a an traoù e Silieg...

Danvez ar film, ar c'hammedoù estonus graet gant ur vourc'hadennig a 450 a dud war hent an diorren padus. Doujañ an natur, energiezhioù nevez gant an avel hag an heol, lodennaouegoù tiez savet ha difuet gant danvezioù ekologel, kreizenn puraat an dour, treuzdougerezh.

test 1360
Arvesterien war selaou...

Dedennet bras eo bet hor skolajidi gant hor Friburg breizhat. Prest eo lod da vont di diouzhtu da welout ha da gompren muioc'h. Danvez ur raktres da zont, piv 'oar ?
test 1361
Skolajidi 4re klas aketus...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Mercredi 9 décembre 2009 3 09 /12 /2009 23:39
IMGP4099


Nevez-deuet er skolaj an obererezh Yoga, e brezhoneg mar plij, kelennet gant Manu Mehu. Dilun e oa ar frapad kentañ. Tremen ugent a berzhidi, skolajidi ha tud gour. Kengreizañ an evezh war lodennoù ar c'horf tamm-ha-tamm... Un arsav er sizhunvezh da analañ frankoc'h, bep Lun da 5.00...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Dimanche 6 décembre 2009 7 06 /12 /2009 18:02


O tiskargañ dindan ar bratell

Disadorn vintin e oa bet penn-devezh kenskoazell evit sammañ arrebeuri, taolioù, kadorioù, burevioù e lise Kerne. Kinniget e oa bet kement-se deomp gant al lise a zo oc'h adneveziñ ul lodenn eus o savadurioù hag eus an arrebeuri a zo en diabarzh. Un digarez vrav da glokaat an arrebeuri hon eus ezhomm anezho er skolaj hag e skol Penharz ha da ginnig ar pep retañ da skolioù all a rouedad Diwan. Un dousennad bennak a dud a oa deuet ha tri c'harr-samm a oa degaset a embregerezhioù Paul Puech ha Philippe Gastoud. Trugarez d'an holl re o deus roet dorn !


Labourat gant plijadur a c'heller...


Kerent ha skolajiadez kalonek...



Serret darn eus an arrebeuri en un dastumlec'h...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Jeudi 3 décembre 2009 4 03 /12 /2009 23:31

 

An istrenn hag ar vreutaerien. Gant piv e yelo an tamm ?


Me 'zo sot gant ur wastell anvet : "gwastell sukr-teuz-chokolad". Me eo am eus roet an anv-se dezhi, peogwir ne oa anv ebet dezhi pa oa bet roet deomp ar rekipe.


Un tammig hir eo ober anezhi, un tammig torr-penn eo ivez, setu ma ya mat ar c'hrennlavar-mañ dezhi : "Gant ar boan hag an amzer, a-benn a bep tra e teuer."

Evit ober toaz ar wastell-se ez eus ezhomm :


120 grammad amann sall blot

180 grammad bleud

60 grammad sukr

un tammig goell


Meskit an amann gant ar sukr ha war-lerc'h lakait ar bleud hag ar goell. Grit ur voulenn gant an toaz. Diaes a-walc'h eo ober ur voulenn peogwir eo sec'h an toaz, met an amann a deuz en daouarn, neuze e c'heller ober memestra. Lakait ar voulenn er yenerez e-pad 20 munutenn. E-pad an amzer-se aozit ar sukr-teuz hag ar chokolad.


Evit ober ar sukr-teuz :


120 grammad amann

120 grammad sukr

400 grammad laezh kengreizet sukret (tamm pe damm 1 voestad)

2 loioad vras golden syrup. Kavout a reer deuzoutañ e "Carrefour" pe en ur stal-werzh iwerzhonat.


Lakait an hollad en ur gastelodenn da deuziñ en ur veskañ, betek ma vo liv war ar sukr-teuz.


Evit ober ar chokolad :


40 grammad chokolad du (gant an dregantad an uhelañ ar gwellañ a gakao)

2 loiad vras dienn fresk


Lakait ar chokolad da deuziñ e kibellad Mari. Tennit anezhañ hag ouzhpennit an dienn fresk.


Kemerit an toaz, ledit anezhañ en ur plad war baper keginañ. Pikit anezhañ gant ur fourchetez, met hep bruzunañ anezhañ. Poazhit er forn war 200° e-pad ur c'hard eur. War-lerc'h ledit ar sukr-teuz hag ar chokolad war-c'horre, met hep meskañ ar sukr-teuz hag ar chokolad.


Lakait ar wastell er yenerez ken na vo kalet.


Liza, 5ved glas

(Ar pezh n'eo ket bet lavaret en eztaoladenn-mañ eo he doa graet an aozerez ur wastell evit gellout profañ pep a damm da holl dud ar c'hlas... Ul lip-e-bav e oa, un teuzac'h evel ma lavar Douarneneziz ! Trugarez !)



Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés