Dimanche 1 mars 2009
7
01
/03
/Mars
/2009
21:04
Bet eo tredeidi holl skolajoù DIWAN o weladenniñ al lise a zegemero lod anezho ar bloaz a zeu al Lun 2 eus ar
miz-mañ. Setu amañ penaos eo tremenet an devezh ispisial-se evit klasad trede skolaj Diwan Jakez Riou eus Kemper.
Loc’het ar c’harr-boutin
Goude ur pennad hent er c’harr-boutin en un aergec’h plijus eo erruet ar c’hlasad e Karaez. War al lec’h int bet degemeret gant un tamm lein hag ur brezegennig a-berzh ar renerien.
Gweladenniñ ul lec’h nevez
Da c’houde eo bet gweladennet al lec’h gant ar skolajidi , ur batis kalz brasoc’h eget o skolaj. Gwelet ez eus bet ivez un nebeud kambreier war tachenn Kerampuilh, kouskva al liseidi. Komzet ez eus
bet outo un tammig eus ar reolennoù pennañ hag eus ar gwirioù n’o deus ket er skolaj : kuitaat al lise da noz gant o mignoned da vont da zebriñ e kêr (gant aotre o zud evel-just)…
Un tañva eus ar c’hentelioù
Tro o deus bet da implijout ar sal skiantoù nevez a-drugarez d’ur gentelig SVD prientet ganto. Ar gentaidi a zo deuet da sikour anezho evit un taol-arnod, souezhet e oa an dredeidi o
wiskañ saroioù e-pad ar gentel.
Dizoloiñ o-unan
Da heul ur pred e self al lise o deus bet ur mare evit mont da welet liseidi pe skolajidi all anavezet ganto hag ober un droiad en tro-war-droioù.
Kuitaat ul lec’h hud
Kroget ez eus erc’h da gouezhañ pa oant o kuitaat Karaez. Ar pezh a zo ral-tre evit hor paourkaezh Kerneviz! Setu peadra da leuskel ur skeudenn vrav eus ul lise hep e bar e memor ar skolajidi
.
Enora, trede klas.
Ul lec’h anvet ar garotezenn gant al liseidi. Ur skeudenn vrav eus ul lise hep e
bar.
.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Jeudi 12 février 2009
4
12
/02
/Fév
/2009
11:16
ABADENN C'HOARIVA E PLOGASTELL : PLIJADUR A ZO BET !
Roue an
harzoù
Marie-Hélène ha Sylvain
Kant ugent a dud, pevar-ugent skolajiad ha daou-ugent den eus an diavaez (tud eus Karaez, eus ar
gevredigezh C'hoariva, eus Ti ar Vro, kerent diavaezidi ...), ha div abadenn disheñvel-tre.
Da
gentañ labour eizh plac'h, bet skoliataet e Gwened e trede hag a zo bremañ en eilvet klas. Labouret o doa ar bloaz paseet e-pad ur staj ur sizhunvezh war ur pezh-c'hoari skrivet gant ur
skrivagner eus Bro-Chile. Kendalc'het o deus ganti el lise, sikouret gant Tony Foricheur. Ur pezh-c'hoari fromus a gomz eus diasterioù pobloù Suamerika a glask tremen an harzoù evit gounit un
tamm arc'hant. Hag ar c'hoari e penn kentañ (daou vignon a zo, pep hini d'e dro, roue ha mevel, "Babaed", ha tamm ha tamm e teu da vezañ un dikatouriezh ...).
An eil pezh-c'hoari avat, ne oa ket ken sirius : c'hoarzhadegoù e-leizh, ha koulskoude e oa
klasel-kenañ an danvez : ar 4 mab Hemon, unan eus ar pezhioù-c'hoari kozh brudetañ e brezhoneg. Deuet Sylvain da ginig deomp ur pezh mell abadenn. Met ne erru ket ar c'hoarierien. Aet
d'an touflez ar c'harr-boutin abalamour d'ur gazeg aet da c'haloupat war an hent !
Neuze eo ret d'an den a oa o kinnig, Sylvain Botrel, ha da blac'h ar c'hempenn, Marie-Hélène Conan, kas war-raok
an abadenn, o kemer, e-touez an arvesterien, ar c'hoarierien...
Kavet ar c'hoarierien
Setu dibabet ar
gward Olier, ar roue Charlemagne hag ar ramz : Loic Jade.
Ar ramz o vont de'i !
Setu ar briñsez, Pauline hag ar mab Hemon, Lewellyn o tiskleriañ o c'harantez ... sikouret gant an daou c'hoarier
a ziskouez dezho penaos ober.
Ar vrientinien amourous
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Jeudi 5 février 2009
4
05
/02
/Fév
/2009
12:31
Kanerezed ar skolaj hag Anne-Marie
Penaos kanañ mat gavotenn an Aven (pemp blank al lur hag an hini gozh) hag ar bal (pa breger din eus ma dimeziñ)
? Setu Anne-Marie o tisplegañ deomp an doare dañsal, an doare kanañ. Kavet he deus e oa mouezhioù brav er skolaj ! Eve, Agathe ha Nolwenn a ra war-dro ar gavotenn, Loeiza ar bal, Sterenn ar
jimnaska (al labousig ba'r c'hoad). Marine hag Enora a vo ivez e Tregon d'ar 7 a viz Meurzh evit Kan ar Bobl 2009, met gant ur polka dastumet e bro Zouarnenez.
Gant ma vo brav an disoc'h !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
0
Mardi 3 février 2009
2
03
/02
/Fév
/2009
14:51
N’eus ket keit-se ‘zo e oa bet ur skridaozadenn diwar-benn « kaerderioù ar goañv ». Hiziv, avat, e oamp a-blom
e-barzh !
Hogos diskolajidi er mintin-mañ gant hon diabarzhidi stanket e ti-annez Plogastell. Laouen an ton memestra gant ar re a oa deuet. N’eus ken sellout outo war an nebeud skeudennoù da heul. Da
greisteiz hanter, avat, war an diskorn, e tegouezhe kirri-boutin Plogastell ha ganto ar c’hentelioù evel boaz...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Mercredi 28 janvier 2009
3
28
/01
/Jan
/2009
23:18
Al loreidi. A-gleiz, Eve, 6vet klas, tapet ganti maout an haika brezhonek evit ar vugale !
Gourc'hemennoù d'ar 5 skolajiad a zo bet trec'h evit konkour haiku Taol Kurun 2009 !
253 haiku resevet evit ar genstrivadeg, 4 skolaj (galloeg : Maoron, Merdrigneg, e brezhoneg : Lannarstêr, Diwan Jakez Riou Kemper). Kemeret o deus perzh tud eus Belgia, Roumania, Bro-ALamagn,
a-drugarez da Internet. Awenet int bet war a seblant gant an tem dibabet ar bloaz-mañ : an dorn. Dorn ur babig, ur plac'hig vihan, met ivez an dorn a ro ur flac'had, a vann ur c'hreunadenn
...
1/E GALLEG, GANT AR RE DEUET Trede priz: Ruisseau de montagne / avec mes mains j'ai puisé / le soleil couchant. Frans Terryn, Belgia Trede priz rampo: Foutue grenade/je m'étonne encore/devant ce
moignon. Christophe Baldy, Donaueschingen, Bro-Alamagn Eil priz : Sa main dans la mienne / tous les trois pas / une question. Philippe Quinta (Hanternoz Bro-C'hall) Priz kentañ: La main dans la
main / grosse voix petite robe / le chemin des mûres Malo Bouessel du Bourg, Perpignan.
2/ E GALLEG, GANT AR VUGALE Trede priz: Sur le bout des doigts / je cherche/ pour la première fois. Louisa, 11 vloaz, Ploveur Trede priz rampo: Un petit coupe-ongle / dix ongles ras /
comment me gratter ? Louis, 13 vloaz, Tregon Eil priz : Vent froid du matin / boule de neige / à la main. Pierre, Kemper, 13 vloaz Priz kentañ : Ma main se ferme / le caillour ricoche sur
l'eau / l'eau se réveille, Mathilde, 7 vloaz,Lokunole
3/E BREZHONEG GANT AR RE DEUET Trede priz Bev c'hoazh / ma loened daouarn / o fennoù bizied-yod. Padrig Drean, An Alre Eil priz Bugel soudard / en e zorn ur c'hreunadenn / dorn mui.
Mai-Ewen, Redene Priz kentañ Ar bouchig bihan / c'hwezhet en dornig goullo / deiz an distro-skol.
Malo Bouessel du Bourg, Perpignan. Petra 'vefe un Taol Kurun hep un haïku bennak d'e heul ? Un arnev hep luc'hed, ur c'hrouadur hep e c'hoarzhadenn, ur galon hep an dorn… Setu perak e vezan
ken laouen o kemer perzh er festival bep bloaz, dre gas ma zri haïku. Un doare da astenn ar vrec'h eus a-ziwar-dro Perpignan (m'emaon o chom) betek Kemperle, a-benn stardañ dorn ar Vretoned. Sed
kengred etre Katalaniz ha Breizhiz, kea ! Hetiñ a ran deoc'h Un Taol Kurun leun a luc'hedennoù. A wir galon Malo Bouëssel du Bourg
4/E BREZHONEG, BUGALE Trede priz Er c'hlas e oan / ma buhez a zo tremenet buan / gant ur flac'had. Theo, Kemper Eil priz Blev du ma jav / flouradenn ma dorn / lorc'h zo ennon. Marine
Leissen, Lann er stêr Priz kentañ En iliz e oan / ma dorn kleiz e dorn ma mamm / em dorn dehou ar gouloù koar. Eve, Tregon.
5/ E GALLOEG, SKOLAJIDI HA TUD DEUET Trede priz : Poque toute aridée /bage de noce trop larje / une vaille couéfe. Annie Maudet, Roazhon Eil priz : Menote dans la poque / l'éfant
saotiquhette/ benaese et sans peû. Annie Maudet, Roazhon Priz kentañ : Le partaije, huheu mot ? / don'ous la main et huchéz / soyons partaijous ! Frédéric Léo, 13 ans,
Maoron.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
0