Mardi 20 janvier 2009
2
20
/01
/Jan
/2009
17:40
Pa zigoris ma daoulagad en-dro ne oan ket mui e-barzh ar c’harr-tan met e-barzh ur gambr wenn, staget ma divrec’h
a bep tu ha kuzhet ma divesker e-barzh ur plastr bennak, en ospital e oan, ur bern medisined tro-dro din. Goulenn a ris ouzh unan anezho petra ‘oan oc’h ober aze, staget war ur gwele. Respont a
reas din em boa teir c’hostezenn dorret ha ma daou ufern torret ivez, hag ouzhpenn-se e vije ret din chom astennet aze hep fiñval e-pad tri miz !
Tri miz astennet war ur gwele ospital, gwenn ar mogerioù ha den ebet ganin evit tremen an amzer, me ‘lâr deoc’h,
n’eo ket brav ar vuhez bemdez.
Dihuniñ a raen bemdez tro-dro 9.30, debriñ an dijuni, gortoz kreisteiz, debriñ c’hoazh, ober ur c’houskig betek
5.00, gortoz debriñ koan ha kousket c’hoazh.
E-pad an amzer-se em eus bet amzer da soñjal ha merzet em eus em boa bet kalz a chañs memestra, ken buan e vijen
bet azezet e-barzh ur gador-ruilh a-hed ma buhez, pe memes lazhet, ‘benn ar fin tri miz n’eo ket kalz tra.
Adalek bremañ e tiwallin muioc’h war an hent. Pa vez riellet an hentoù gwelloc’h chom er gêr eget kemer
riskloù.
Sterenn, 5ved
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Lundi 5 janvier 2009
1
05
/01
/Jan
/2009
17:25
Amañ da heul div zarn skridaozadennoù gant tredeadezed war ar sujed-se en Otello, pezh-c'hoari gant Shakespeare a
studiomp hevlene.
Goude ur pennadig eürusted etre an daou bried e kas Yago Otello war hent
ar warizi : Da gentañ e ro dezhañ da gompren n'en deus ket eñ fiziañs e Kasio. Da eil e lak e vestr da verzout eo bet touellet Brabansio gant Desdemona ha ne vefe ket diaes dezhi e dromplañ d'e
dro.
Ken fin ez eo Yago ken e teu a-benn da lakat fealded Desdemona en arvar hep lakat e fealded dezhañ en arvar. Deuet
eo a-benn da gas Otello war hent ar warizi met chom a ra hemañ anaoudek-bras e-keñver Yago. Touellet eo penn-da-benn.
Enora
Er pezh-c'hoari "Otello" eo bet tromplet Desdemona hag Otello gant Yago. Hadet en deus hemañ an douetañs e kalon
Otello o lakaat anezhañ da grediñ e oa aet Desdemona, e wreg, gant Kasio.
Yago a zo un den fall, leun a warizi hag a gasoni. Savet en deus en a-raok steuñv an taol fall-se. Gouzout a ouie penaos e tremenje an traoù. Rak, evel-just, en deus kredet Otello holl istorioù
Yago. Implijet en deus Yago e wreg, Emilia, evit gallout ober un taol evel-se.
Laeret he deus homañ mouchouer Desdemona. Ar mouchouer-se a oa ur prof prizius-tre graet dezhi gant Otello.
Anna
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
0
Lundi 22 décembre 2008
1
22
/12
/Déc
/2008
22:06
Nedeleg laouen ha Bloavezh mat da holl lennerien hor blog ha gourc'hemennoù da Vaëlle, 6ved klas, evit al livadenn
gaer he deus graet !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Lundi 22 décembre 2008
1
22
/12
/Déc
/2008
19:25
Puilhentez a zonezonoù. Setu marteze eus petra e vo dalc'het soñj ar muiañ goude an nozvezh kaer-mañ e Plogastell.
Plijadur o tañsal, plijadur o kanañ, plijadur o rapiñ, plijadur o seniñ... ha plijadur o kontañ kaoz e-ser debriñ un tamm hag evañ ur banne. Trugarez da Fanny evit an abadenn-mañ, da Louise, da
Youenn, d'ar c'huzul-skoazell... d'an itron Maerez hag he gwaz a oa deuet da welout an abadenn.
Ha ma vefe lakaet da bal sevel ur gwir laz-kanañ gant hon holl skolajidi ha sevel hor fest-noz hon-unan gant hon
dañserien, hor c'hanerezed ha marteze kanerien, hor sonerien, hor muzisianed ? Evel-se e c'hellfed unaniñ an holl, keta ?
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Samedi 13 décembre 2008
6
13
/12
/Déc
/2008
11:32
C'hoarzhadegoù e-leizh gant Strollad Ploneiz
Pegen plijus eo bet ar veilhadeg sketchoù kinniget gant strollad Ploneiz en hunva
Plogastell ! Ur skinwel iskis gant bruderezh, meteo, kentel vrezhoneg, redadeg ar vezh, hag evit echuiñ ur seurt mekanik gant tud ne baouezent ket da lavarout atav ar memes frazenn !
Skolajidi bet e skol Diwan Tregon oa laouen oc’h adwelout Marie-Christine, o skolaerez CM2, deuet da vezañ ur gelennerez brezhoneg droch ha farsus ken ken ! 10 c'hoarier mennet, renet gant Lou
Millour. Gortoz a reomp an eil abadenn emaint o prientiñ, sur a-walc'h e tistroint da ziskouez o labour deomp !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0