• Toget pe didog ? (10/12/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Ur farsadenn : ar bikezig blev melen, Agathe, he deus kavet ul levr a oa skrivet eviti ... Met ret e oa kavout un tog ! A-raok ! Goude !
  • Erell, telennourez (10/12/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Dirak ar c'hlasad pevareidi Evit ober al liamm etre an heuliad testennoù c'hoariva hag hini testennoù barzhoniezh Breizh a studiomp e galleg he deus Erell degaset he zelenn (hag evit pleustriñ ...
  • DELWENNOÙ UR MIRDI ISKIS (29/11/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Kernioù, dornelloù, meilhoù-dorn dornataer ? Evit kregiñ gant ur prantad c'hoariva (pleustriñ a reomp war un abadennig 10 mn evit nozvezh an 19 a viz Kerzu e Plogastell), e vez graet a bep seurt ...
  • A thing of beauty is a joy for ever... (27/11/2008 publié dans : Teuliadoù )
    Arroudennoù skridaozadennoù pevareidi Sonerezh « listenn Shindler » Kregiñ a ra ar sonerezh dousik ha tristik, ar pezh a welan eo emañ an dud o kregiñ d’ober un diforc’h etre ar Yuzevien hag an ...
  • MARVAILHOU MIZ DU E PLOGASTELL (26/11/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Yann Guillamot Deuet e oa tri c'honter, Anjel Jacq, Yann Guillamot ha Loeiz Klec'h, a-drugarez da Di ar Vro Kemper, da Blogastell-Sant-Jermen evit kontan marvailhoù d'ar skolajidi ha d'an 20 den ...
  • Skeudenniñ lavarioù (26/11/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Emma, 3de klas Ur genstrivadeg skeudenniñ lavarioù a oa bet aozet er skolaj a-raok Gouel an Hollsent. Trugarez d'an holl skolajidi o deus graet tresadennoù. Nolwenn, 6vet klas Oréa, 3de
  • Kaelig gerioù-kroaz (12/11/2008 publié dans : Teuliadoù )
    Amañ dindan ur gael dizu prientet gant Tangui 6ved Melen. Roet e vo an disoc'h en ur vlogadenn bennak da zont. A-blaen : I - Kasaus, hegazus, kontrol d'ar c'hoant. II - Da saludiñ Kaezar. III - ...
  • Otello evit tredeidi (07/11/2008 )
    Kement-mañ a zo enrolladennoù da sikour an dredeidi da zeskiñ flour o ferzhioù. Kalon vat dezho ! Découvrez 2425816,Silan binim ar warizi,0,Troet gant Klerg,0,,4326399_jU75F4WH.mp3,0,1,0,0,0!
  • Medalenn arc'hant ! (05/11/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Prezegenner kendrec'hus hag arvesterien aketus... Hiziv eo bet Herve Larhant, tad ur skolajiad, er skolaj o tisplegañ d'ar skolajidi e droioù-kaer bageer dre lien e Bro-Sina. Arouez a drec'h ...
  • Mich Beyer, priz Langleiz (31/10/2008 publié dans : Teuliadoù )
    A gleiz da zehou : Mich Beyer, Yann-Fulub Dupuy ha Herve Latimier En dibenn-sizhun tremenet e oa bet roet priz Langleiz e Gouel Levrioù Karaez da Vich Beyer evit he romant "Etrezek an enez". Ur ...
  • DEVEZH NATUR KENTAÑ : GLAV, GLAV, GLAV ... (30/10/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Gwez kalonek ma bro, faou, kistin ha derv... Daoust d'ar glav a zo bet a-hed an deiz eo bet plijus an devezh natur e ti-feurm Skaer hag er greizenn-marc'hegañ "Ar Marc'h". Da vintin ez eus bet ur ...
  • WEBNOZ E TI AR VRO KEMPER (30/10/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Abadenn ar yaou 23 a viz Here 2008 Pedet e oamp bet teir sizhun 'zo gant Lionel Buannic da gemer perzh e Webnoz : "Mat e vefe deomp kaout yaouankizoù gouest da seniñ, ha tud o kinnig levrioù ha ...
  • Othello e c'hoariva Kerne (27/10/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Otello. Pebezh pezh-c'hoari ! Hir a-walc'h, met gant pennadoù dedennus-kenañ. Aesoc'h e vo deomp c'hoari hor perzh goude bezañ gwelet aktourien a feson. Siwazh, n'am eus ket kavet aktour Otello ...
  • Kiyoshi HARA (24/10/2008 )
    Klasad aketus, Thomas ouzh ar c'hamera Doktor war ar sokiologiezh graet gantañ e dezenn diwar-benn "an divizoù istorel evit ma treistvevfe ar brezhoneg". Kelenn a ra er skol-veur e Tokyo. Dont a ...
  • Beaj e MEDIOLANVM hag e VESUNNA (23/10/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Nann, va zud vat, n'eo ket ur strollad rock ! Liammañ yezh ha sevenadur. Setu a zo bet graet gant ur strollad latinegourien eus ar skolaj en ur veaj tri devezh aozet gant o c'helennerez Katalin ha ...
  • Diwanva Penharz (23/10/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Dilun e oa bet tennet poltred skolidi, skolajidi, studierien hag implijidi skol, skolaj hag ensavadur-stummañ Diwan, Kelenn, e Penharz. Kenober ha kendalc'hidigezh eta !
  • Kanadeg Mouezh Paotred Breizh (12/10/2008 )
    Dindan blenierezh akuit Jean-Marie Airault Bremaik en iliz Sant-Vazhev e Kemper hon eus bet ur ganadeg fromus gant Mouezh Paotred Breizh. Souezhet omp bet holl gant deroù an abadenn, O Keltia ...
  • Vilded ha braventez e Geotenn ar Werc'hez (06/10/2008 publié dans : Teuliadoù )
    E Geotenn ar Werc'hez ez eus kalz a vraventez. Skeudennoù an natur, taolennadur an dud, o c'harantez e-keñver tud all... ar frazennoù zoken a zo brav. E fin an istor en em sant kablus an tad. ...
  • Mouezh Paotred Breizh (29/09/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Pleustradeg gant 6vedidi ha 5vedidi hiziv. D'ar sul 12 a viz Here da 4.00 g.m. en iliz Sant-Vazhev e Kemper e vo ur ganadeg gant Mouezh Paotred Breizh hag ul lodenn eus hor skolajidi. Danvez un ...
  • Paeroniañ (26/09/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Ober anaoudegezh hag en em harpañ. Sikour ar re nevez-degouezhet d'ober o c'hammedoù kentañ e buhez ar skolaj ha kement-se holl e brezhoneg, evel just ! Er bloaz-mañ c'hoazh ez eus bet roet tro ...
  • Souezhadennoù c'hwec'hvedadezed c'hoazh ! (12/09/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Ar souezhusañ evidon eo bet kemer ar bus, peogwir evit mont d'ar skolaj e kemeran ar bus, hag a-wechoù e tisoñjan pegoulz mont kuit. Met paseet eo mat-tre ar bus diouzh ar mintin ha diouzh an ...
  • Santadoù distro-skol 6ved (12/09/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Ar souezhusañ evidon eo bet kaout kalz a gelennerien ha peogwir e oa brasoc'h ar skolaj eget ar skol. E-barzh ar self n'eo ket e-giz e-barzh ar c'hantin, peogwir e vez choazet ar pezh a vez ...
  • Distro-skol ar c'hwec'hvedidi (02/09/2008 )
    Er stal-kanañ Hiziv, meurzh 2 a viz Gwengolo, e oa an distro-skol evit ar 6vedidi. Un deroù hollflour ha kompez. Degemer ar familhoù, prezegenn ar rener diwar-benn ar brezhoneg yezh a vuhez er ...
  • Dilojadeg Kuzon-Plogastell (02/09/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Ar simidi a-zevri ganti ! Disadorn e oa deuet kalzik kerent da reiñ dorn gant an dilojadeg eus Kuzon da Blogastell Sant-Jermen. Diframmañ ar gweleoù, sammañ ar matalasennoù, kargañ pep tra er ...
  • Gouel 10 vloaz Skolaj Diwan Jakez Riou (06/07/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    PREZEGENN 10 VLOAZ SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU Un devezh gouel eo hiziv, gouel 10 vloaz hor skolaj Diwan, Skolaj Diwan Jakez Riou. Gouel un embregadeg tud evit skoliata tud. Gouel kelennerien, ...
  • Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale (06/07/2008 publié dans : Teuliadoù )
    Priz ar Yaouankiz 6ved/5ved 1- Lomig Boulomig (Youenn Brenn) 2- Ur vleunienn war askell an avel (Mai-Ewen) Diougan Ketzacoal (Jakez-Erwan Mouton) Priz ar Yaouankiz 4re/3de/lise 1- Galv an Oy ...
  • Ur vleunienn war askell an avel (06/07/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Deuet eo Mai Ewen div wech da welout ar re 6 vet, ur wech e Koadloc'h, nepell diouzh loj ar saboterien evit displegañ penaos he doa savet he romant : hedadoù Mai Ewen a laboure kredapl er ...
  • Gouel ar sonerezh e Kemper hag e Konk-Kerne (06/07/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    E Kemper e oa ar rapourien war leurenn "rock ha rap" da 6 eur noz, 250 a dud, abadenn degemeret mat gant an dud hag aozet mat-tre gant ti-kêr Kemper ha Rachid. E Konk Kerne da 9.30 e oa Pauline ...
  • Un eñvorenn a-raok kuitaat ar skolaj... (29/06/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Ma vefe ret din dibab un eñvorenn eus va bloavezhioù skolaj e-touez tout ar re all, e tibabfen ar mareoù em eus tremenet war an draezhenn en Enez-Tudi, a-raok ma kouezhfe an noz. Ar gwir hor beze ...
  • Kraperezh... (27/06/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Uhel pintet... E miz Mezheven 2008 o deus an dredeidi pleustret war ar c’hraperezh ouzh Moger Kraperezh sal Penharz. Krapat a zo bet gellet bennozh da skolaj "La Tour d'Auvergne" en doa prestet ...
  • Un devezh kaer e Skaer... (27/06/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Aketus ouzh displegadennoù Anne... D'al lun 23 a viz Even e oa pevare devezh staj Natur ar re 6vet. Dizoleiñ ar c'hoad gant Anne Lejeune, buhezourez Natur er Chapel-Nevez, goro ar saout gant Gi ...
  • Stajoù micher pevareidi... (24/06/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Skolajiadez en ur stal vandennoù-treset E derou ar sizhun-mañ emañ ar bevareidi gant o stajoù-micher. Danvez dizoleiñ ha dont darevoc'h ...
  • O prientiñ gouel ar skolaj... (23/06/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    Lucy, a-zevri ganti ! Hiziv eo deuet an arzourez, Lucy Morrow, da zanzen gouel ar skolaj gant hor skolajidi. Dre zidroc'hañ ha pegañ o deus gant degadoù a zremmoù aozet dremm ar skolaj. Tamm ha ...
  • Gouel an trec'h er Vro-Bagan... (21/06/2008 )
    Kendoniañ ar skipailh a-barzh kregiñ... Diriaou e oa bodet e Skolaj Diwan Gwiseni skolajidi 5vet ha 4re klas pemp skolaj Diwan : ar Releg, Gwiseni, Jakez Riou, Plijidi ha Gwened. War zaou hanter e ...
  • Kizellañ e trede klas (18/06/2008 publié dans : Buhez ar skolaj )
    A-hed ar bloavezh-skol ez eus bet savet a bep seurt traoù e-pad ar c'hentelioù arzoù ar gweled (sed aze an anv nevez, echu eo gant "arzoù-kaer"!). Evel-just eo a-bouez bezañ gouest da dresañ, da ...
  • Un dro e Fouenant... (17/06/2008 )
    An ekodibab Setu fotoioù an droiad a oa bet dec'h 1- ecotri (Ekodibab) : hentet omp bet gant daou zen o deus diskouezet deomp labour ar c'hant den a labour amañ e Fouenant : dibab, renkañ, ...
  • Gala 2008 (17/06/2008 )
    Olier, Gael, Marine, Anna-Vari, Yann... a-zevri o servij boued ! Fenoz e oa gala ar skolaj. Kaer ha dous an amzer. Plijus an dud. Roadeg ar prizioù war ar porzh, fent ha stlakadeg daouarn. ...
  • Hor rapourien war al leurenn ! (15/06/2008 )
    Lakaet o deus an tan ! Goude Karaez, setu hor rapourien o kanañ dindan deltenn vras Kervoazan digwener paseet. Startijenn a oa, pezh 'zo sur, pep hini en deus graet e seizh gwellañ. Pleustret o ...
  • A.K.E.D. 2008 (15/06/2008 )
    An AKED, pe "Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan" a zo un arnodenn a dremen an holl skolajidi a zo e 3de klas e skolajoù Diwan. Krouet eo bet e 1992 gant ar pal da reiñ tro d'ar skolajidi da ziskouez o ...
  • Trugarez Goulwena... (11/06/2008 )
    Un displegerez(h) eus ar c'hentañ ! Demat Goulwena, trugarekaat a reomp ac’hanout evit an displegadennoù diwar-benn Kentuch’ ha bed an tele, bremañ e ouzomp perak eo anvet “kentuch” an abadenn-se ...
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés