Mercredi 10 décembre 2008 3 10 /12 /Déc /2008 10:33
Ur farsadenn : ar bikezig blev melen, Agathe, he deus kavet ul levr a oa skrivet eviti ... Met ret e oa kavout un tog !


A-raok !

Goude !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 10 décembre 2008 3 10 /12 /Déc /2008 10:25
Dirak ar c'hlasad pevareidi


 Evit ober al  liamm etre an heuliad testennoù c'hoariva hag hini testennoù barzhoniezh Breizh a studiomp e galleg he deus Erell degaset he zelenn (hag evit pleustriñ gant telennourezed all a-benn prientiñ an tonioù a vo sonet evit gouel ar skolaj d'ar gwener 19/12). Sonet he deus tonioù an telennour dall O Carolan, ha displeget he deus deomp e yae e fin ar XVIIet kantved da seniñ a di tud pinvidik da di tud an noblañs gant an delenn o tibuniñ barzhonegoù pa veze ivez  bannikerien ha komedianed o c'hoari pezh. Peseurt liamm gwelloc'h a c’helljemp bezañ bet ?

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 29 novembre 2008 6 29 /11 /Nov /2008 11:21


Kernioù, dornelloù, meilhoù-dorn dornataer ?


Evit kregiñ gant ur prantad c'hoariva (pleustriñ a reomp war un abadennig 10 mn evit nozvezh an 19 a viz Kerzu e Plogastell), e vez graet a bep seurt pleustradoù evit lakaat ar strollad da vezañ prest da c'hoari : kerzhout er sal, cheñch imor, koubladoù margodennerien ha margodennoù, kanañ, dañsal....

Stouadenn saludiñ ?


Neuze amañ e oa da bep koublad da ijinañ un delwenn o "kizellañ" korf ar re all, deuet da vezañ ur seurt "pod pri". Setu neuze delwennoù graet gant ar re 6vet glas ... Ha pep hini da ziskouez delwennoù ur mirdi iskis staliet er sal liesimplij evit ur pennadig.


Nec'hamant grasius...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 27 novembre 2008 4 27 /11 /Nov /2008 23:12

Arroudennoù skridaozadennoù pevareidi



Sonerezh « listenn Shindler »

Kregiñ a ra ar sonerezh dousik ha tristik, ar pezh a welan eo emañ an dud o kregiñ d’ober un diforc’h etre ar Yuzevien hag an dud all. Penn-kentañ « harzadeg ar Yuzevien » eo. Kenderc’hel a ra kreñvoc’h c’hoazh ar sonerezh. Gwelout a ran an dristidigezh a zo en dud, rak bremañ ez eo miliadoù a Yuzevien a vez harzet. Tristidigezh ar familhoù dispartiet. Laouenoc’h ha dousikoc’h e kendalc’h ar sonerezh evel pa welje an dud ez eo kreñvoc’h ar vuhez eget an euzh...

Eloïse

Fotoioù Dasha Denyer

Evidon ez eo ar gened fotoioù Dasha Denyer, al luc’hskeudennerez rusian, anvet Onixa war internet, fotoioù bleunioù kemeret a dost, « macro » evel ma vez anvet gant al luc’hskeudennerien. Plijout a ra din peogwir eo brav-eston ar fotoioù, kemeret int mat, brav-tre eo al livioù, hag addizoloet e vez alies ar bleunioù pa vezont gwelet a gen tost.

Nollaig

 Ar C’honnemara

E foñs ar selledva, n’eus forzh pezeurt tu e vez sellet, ez eus menezioù. Menezioù kozh int ha bihan ouzhpenn, torgennoù bras, orañjez, glas, gris ha gwenn. Ar geot er plaenennoù a zo orañjez, glas, hir ha fin. A-wechoù e vez pakadoù taouarc’h, didroc’het a skouergornegoù ha renket pe o sec’hiñ en heol. Ar reier war bord an hent a vez a-wechoù bras-kenañ. Da’m soñj int kouezhet diouzh ar menezioù. Dour a zo e-leizh ivez. A-wechoù en em gaver gant inizi bihan hag elerc’h heñvel-mik ouzh bugale Lir...

Amélie


Nozvezhioù e kambr ar stered

A-wechoù hor bez ar chañs da welet stered-dared. Burzhudus eo. Evel ur gemennadenn o tont a-berzh tud all, pell ac’hann. Neuze e lavaran da’m breur sellout, ha chom a reomp da c’hortoz ar stered-dared en ur gomz.


En hunva emañ va gwele stok ouzh ar voger hag ar prenestr just a-us. Neuze en nozioù digoumoul e kouskan ar penn er stered !

Salomé

Stad Barcelona


N’eo ket nemet ur savadur da verniañ tud. Muioc’h eget se eo, evel degemeret e-barzh ez out, sachet out betek ar gouloù hag an trouz. Hag erruet e penn eo sachet da selloù war-zu ur seurt skouergorneg glas-sklaer ha splann, an dachenn.

Quentin

Chaosonoù koroll

Ar chaosonoù-se a ro ar santimant da vezañ skañv.

Ijinet int bet evit ar c’horolloù romantel. Evel m’am eus lavaret un tammig a-raok ez eo kaer-meurbet ar chaosonoù-se gant ar satin roz-sklaer pe ruz-flamm a-wechoù.

Kenedus int muioc’h c’hoazh ur wech lakaet e treid an dañserien ha dañset e vez ganto evel pa vefe aes-kenañ ha skañv-tre.

Félicité




Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 26 novembre 2008 3 26 /11 /Nov /2008 18:28
Yann Guillamot


Deuet e oa tri c'honter, Anjel Jacq, Yann Guillamot ha Loeiz Klec'h, a-drugarez da Di ar Vro Kemper, da Blogastell-Sant-Jermen evit kontan marvailhoù d'ar skolajidi ha d'an 20 den deuet  d’o selaou d'ar yaou 20 a viz Du e salioù an Ulamir.
E 1995, pa oa bet embannet he levr gant France Empire, e oa bet goulennet gant Anjel Jacq kontañ kontadennoù Breizh en un dastumadeg evit Bro-C'hall a-bezh. Ha setu Anjel o klask kontadennoù, rimadelloù he mamm-gozh, hag o kontañ anezho e galleg da gentañ ha muioc'h-mui e brezhoneg bremañ. Tad-kozh Yann a gonte marvailhoù ivez, ha tamm ha tamm en deus desket kontañ istorioù kempennet gantañ. Da skouer hini an Transvigoudenn a gont penaos e oa an tren "birinig", hag an tren "karotez" a gase ar pesked eus ar Gelveneg betek Kemper o tremen dre Bont-‘n-Abad. Pe c'hoazh hini an arc'hael hag an diaoul e bae Gwaien, ijinet evit an abadenn " an diaoul a gan" ar bloaz paseet er Yeuc'h.


Loeiz Klec'h


Kontadennoù a bep seurt a zo bet : hir ha berr, farsus ha barzhoniel. Trugarez konterien, gant ma vo filajoù all mod-se e yezh saourus Bro-Vigoudenn

ha Landudal !



Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés