Mercredi 26 novembre 2008 3 26 /11 /Nov /2008 09:48

Emma, 3de klas


Ur genstrivadeg skeudenniñ lavarioù a oa bet aozet er skolaj a-raok Gouel an Hollsent. Trugarez d'an holl skolajidi o deus graet tresadennoù.


Nolwenn, 6vet klas






Oréa, 3de

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 12 novembre 2008 3 12 /11 /Nov /2008 11:47
Amañ dindan ur gael dizu prientet gant Tangui 6ved Melen.
Roet e vo an disoc'h en ur vlogadenn bennak da zont.




A-blaen :

I     -     Kasaus, hegazus, kontrol d'ar c'hoant.

II    -     Da saludiñ Kaezar.
III   -     Div evit bale.

A-serzh :

1    -      Brav eo al loar ... ar stered ivez.
2    -      Anv plac'h.
3    -      E ........ pe war ar maez emaoc'h o chom ?
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires
Vendredi 7 novembre 2008 5 07 /11 /Nov /2008 14:51
Kement-mañ a zo enrolladennoù da sikour an dredeidi da zeskiñ flour o ferzhioù. Kalon vat dezho !







Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 5 novembre 2008 3 05 /11 /Nov /2008 21:19
Prezegenner kendrec'hus hag arvesterien aketus...

Hiziv eo bet Herve Larhant, tad ur skolajiad, er skolaj o tisplegañ d'ar skolajidi e droioù-kaer bageer dre lien e Bro-Sina.

Arouez a drec'h hirc'hortozet...

War vourzh ur sonar e oa dibabet o ekipaj er c'hoarioù paraolimpek e Beijing e fin an hañv. Ekipad e oa gant Bruno Jourdren, sturier, ha Nicolas Vimont-Vicary, paotr ar fok. Deuet eo ar vedalenn arc'hant ganto ha war-bouez ur fok diroget e vije deuet ar maout ganto ! Un disoc'h kaer n'eus forzh penaos ha gourc'hemennoù dezho da vezañ bet trec'h d'o namm ha d'o eneberien ken kalonek all !

Ar vedalenn a-dostik-tost...

Dedennet-bras eo bet hor skolajidi gant an danevell ha gant ar pennadoù video diskouezet. Hoalet koulz gant ar c'hurioù sportel ha gant an arallvro ma 'z eo Bro-Sina evito.

Ur siner laouen e-touez e harperien...

Da glozañ an abadenn eo bet diskouezet ar vedalenn d'ar skolajidi ha laouen-bras int bet o kaout sinadur ar medalennad gwenn-ha-du !


Ha ni en anv ar skolaj kemend-all !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 31 octobre 2008 5 31 /10 /Oct /2008 14:26
A gleiz da zehou : Mich Beyer, Yann-Fulub Dupuy ha Herve Latimier

En dibenn-sizhun tremenet e oa bet roet priz Langleiz e Gouel Levrioù Karaez da Vich Beyer evit he romant "Etrezek an enez". Ur romant leun a esmae, a from hag a gizidigezh...

Goude skridvarnadenn peurc'hoveliet Yann-Fulup Dupuy he deus
an aozerez trugarekaet  ha broudet ar vrezhonegerien yaouank da skrivañ, da skrivañ ingal bemdez, evel ma oa bet hi broudet d'ober gant Per denez pa oa studierez...

Bep bloaz e vez enoret skrivagner pe skrivagnerez gant familh an arzour Zavier Langleiz.

Anavezet eo Mich Beyer gant al lennerien yaouank evit he fennoù koltar e Menez Are pe war an enez hag evit "an dervenn" a vez studiet er bloaz-mañ e 4re klas e skolajoù Diwan.

Gourc'hemennoù d'ar skrivagnerez !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés