Jeudi 30 octobre 2008 4 30 /10 /Oct /2008 11:22

Gwez kalonek ma bro, faou, kistin ha derv...


Daoust d'ar glav a zo bet a-hed an deiz eo bet plijus an devezh natur e ti-feurm Skaer hag er greizenn-marc'hegañ "Ar Marc'h". Da vintin ez eus bet ur skipailh oc’h ober war-dro ar saout, o c’horo anezho goude bezañ selaouet displegadennoù Gi : Petra a zegas al laezh ? Petra  a zo e-barzh al laezh ? Pet derez evit temperadur ur vuoc'h ? Pe oad e c'hell ur vuoc'h bevañ? Pet leue a c'hell kaout ?

Gi Peñseg, leurenner...

Da greisteiz oa bet prientet ur pik-nik bio gant bara an Erge-Vras, amann ar vro,  kig moc'h eus CAT Skaer, ha pep tra , ar chips zoken a oa bet prenet en ur stal bio. Ne chome ket kalz boued war an daol da c'houde. Hag ar re 6vet da ganañ war-lerc'h "ar 6ved zo war ar maez a zo 6vet digourdi ..." war un ton gavotenn ...

Preder a-us d'an endalc'her...


Al lip a zo mat, met n'eo ket enorapl !

Al leue hag ar sailhad laezh...

O kas ar saout...

Mat da zebriñ pe bistrius ?

Kelennerien e skol ar maezioù

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 30 octobre 2008 4 30 /10 /Oct /2008 10:51
Abadenn ar yaou 23 a viz Here 2008

Pedet e oamp bet teir sizhun 'zo gant Lionel Buannic da gemer perzh  e Webnoz : "Mat e vefe deomp kaout yaouankizoù gouest da seniñ, ha tud o kinnig levrioù ha pladennoù".

Gousperoù ar raned mod nevez !

  Asantet o doa diouzhtu ar rapourien da vont war al leurenn, gant un ton anavezet; "tregont vloaz diwan" hag an eil "Gousperoù ar raned" kanet gant al laz-kanañ «Mouezh Paotred Breizh», met gant pozioù nevez Axel ha sonerezh kempennet gant
Rasheed (pennadoù Louise Ebrel, ha Denez Prigent 'vez kavet e-barzh).

Evit kinnig al levrioù, oa merc'hed Pevare klas prest da vont, da zizoleiñ bed ar skinwel, evel livourez an dremm a-vicher, ha labouret o deus kalzik gant Sten Charbonneau ha Frederique Huet evit dont a-benn da ginnig mat 3 levr : Lomig
Boulomig, ur vleunienn war askell an avel, ha Fascinations.

Danvez prezegerezed skinwel...

Degemeret e oamp bet mat-kenañ gant skipailh Webnoz, Corinne ar Mero ha Lionel. Diskouezet o doa deomp mont en-dro an abadenn, kemeret o doa amzer evit kalonekaat ar skipailh skolajidi.

A-zevri oc'h arguziñ...


Trugarez d'an holl o deus kemeret perzh . En hunva Plogastell, dirak ar skramm bras, e oa ar bevareidi hag an dredeidi  o sellout war eeun (a-drugarez da Glaod, Mathieu o doa staliet ar skramm, an urzhiataer hag ar videobanner diouzh ar
beure), ha plijadur oa !

M'ho peus c'hoant sellout ouzh an abadenn penn da benn, setu al liamm :
Webnoz Kemper
M'ho peus c'hoant sellout ouzh ar filmig graet gant fotoioù Lucy ha kamera
 ar skolaj : Webnoz film skolajidi

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 27 octobre 2008 1 27 /10 /Oct /2008 15:46


Otello. Pebezh pezh-c'hoari ! Hir a-walc'h, met gant pennadoù dedennus-kenañ. Aesoc'h e vo deomp c'hoari hor perzh goude bezañ gwelet aktourien a feson.

Siwazh, n'am eus ket kavet aktour Otello mat-kenañ, rak ne zistage ket mat a-walc'h. Aktour Yago eo em eus kavet an hini gwellañ peogwir e komze kreñv ha fraezh hag e oa en e berzh.

Gwechoù 'zo e troe an aktourien o c'heinoù ouzh an arvesterien...

Ar c'hinkladur a oa iskis, gant ur c'helc'h a fiñve e-kreiz al leurenn war al leur. Tu a oa da grediñ e oa Otello c'hoariet en dazont.

Dedennus-kenañ e oa ar pezh-c'hoari. Komprenet gwelloc'h eo, siwazh e oa e galleg, met eürusamant e vo c'hoariet e brezhoneg gant skolajidi 'zo eus Skolaj Diwan Jakez Riou.


Pauline, 3de klas.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 24 octobre 2008 5 24 /10 /Oct /2008 19:19
Klasad aketus, Thomas ouzh ar c'hamera

Doktor war ar sokiologiezh graet gantañ e dezenn diwar-benn "an divizoù istorel evit ma treistvevfe ar brezhoneg". Kelenn a ra er skol-veur e Tokyo. Dont a ra brav ar brezhoneg gantañ. Desket en deus hor yezh er bloavezhioù 1980, dreist-holl e skol-veur Roazhon. Da heul en deus desket ar yezhoù keltiek all...

Breizh e japaneg !

Deuet eo da Vreizh da dremen ur pennad amzer hag ar blijadur hon eus bet d'e zegemer e 4re ha 3de klas dec'h. Respontet en deus da c'houlennoù liesseurt hor skolajidi diwar-benn sevenadur Japaniz, ar re yaouank du-hont, doare Japaniz da welout Breizh, Bro-C'hall, Europa... Goulennoù dedennus-tre ha preder enno alies a vije bet ret mont da heuliañ kentelioù an ao. kelenner Skol-veur evit kaout respont dezho !

Meur a skritur o deus : sinaat, eeunaet, romanek.

Trugarez dezhañ evit e basianted hag e imor vat !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 23 octobre 2008 4 23 /10 /Oct /2008 18:17
Nann, va zud vat, n'eo ket ur strollad rock !


Liammañ yezh ha sevenadur. Setu a zo bet graet gant ur strollad latinegourien eus ar skolaj en ur veaj tri devezh aozet gant o c'helennerez Katalin ha Ronan, levraoueger er skolaj.

Germanici arcus

Studi ha dudi war roudoù sevenadur ar Romaned. Peadra da reiñ c'hoant d'an holl da zeskiñ latin, neketa ?

Amphiteatrum ha galianezed ?

Mediolani amphiteatrum

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés