Jeudi 23 octobre 2008
4
23
/10
/Oct
/2008
18:09
Dilun e oa bet tennet poltred skolidi, skolajidi, studierien hag implijidi skol, skolaj hag ensavadur-stummañ Diwan, Kelenn, e Penharz. Kenober ha kendalc'hidigezh eta !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Dimanche 12 octobre 2008
7
12
/10
/Oct
/2008
22:03
Dindan blenierezh akuit Jean-Marie Airault
Bremaik en iliz Sant-Vazhev e Kemper hon eus bet ur ganadeg fromus gant Mouezh Paotred Breizh. Souezhet omp bet holl gant deroù an abadenn, O Keltia Glenmor, o tasseniñ eus pep korn an iliz,
leurenniet kaer ha dispaket tener kan ar barzh !
Kenganerien da vat ganti !
Div eurvezh abadenn gant kanaouennoù dreist-holl a Vreizh, met reoù ivez a Vro-Gembre hag a Vro-Skos.
Kemer perzh a rae hor skolajidi e div eus ar c'hanaouennoù, ur strollad tregont bennak a c'hwec'hvedidi ha pempvedidi o kenganañ "Noz vat, dousig" diwar ur ganaouenn hengounel a Vro-Skos.
Keneiliezh etre hengoun ha rap ?
Un taol-arnod deuet da vat etre hengoun ha nevezinti a oa gant Gousperoù ar Raned ma oa deuet hor strollad rapourien da eilañ ar ganerien gant o diskan rapet eus ar rannoù. Dimeziñ dibosupl, naren,
lusket brav ha deuet brav !
Da echuiñ an abadenn eo deuet ar Vro Gozh kanet gant al laz ha gant ar re eus ar skolajidi hag eus ar arvesterien a ouie ton ha pozioù...
Ur c'haer a daol-arnod en deus roet tro da adklevout gant plijadur Mouezh Paotred Breizh pe d'ober anaoudegezh ganto pe c'hoazh da gevreañ ul laz-kanañ brezhonek kaer ouzh hor skolajidi, da gaout
plijadur asambles o kanañ brav ha da zigeriñ irvi nevez evit an dazont !
Trugarez da Vaela, hor c'helennerez sonerezh he deus lakaet hor skolajidi d'ober ar paz a bouez-mañ, trugarez ivez d'hor c'huzul-skoazell da vezañ aozet an abadenn ha da vezañ degemeret mat ar
ganerien.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
0
Lundi 6 octobre 2008
1
06
/10
/Oct
/2008
15:05
E Geotenn ar Werc'hez ez eus kalz a vraventez. Skeudennoù an natur, taolennadur an dud, o c'harantez e-keñver tud all... ar frazennoù zoken a zo brav. E fin an istor
en em sant kablus an tad. Diskouez a ra e kare e verc'h... Kavet 'vez braventez e-leizh en destenn-mañ. Ar fed zoken e vefe skrivet en deus Pêr an Trilonk dilezet tout ar pezh en doa evit gallout
pareañ e verc'h a zo brav.
.............................................................................................
En ur bed ken brav, ha ken sioul, ez eus e gwirionez ur boan bevañ gant an dud, tristidigezh, traoù kuzhet ouzh ar selloù estren... Tu 'vefe d'an tad pareañ e verc'h, rak en ur labourat marteze un
tammig muioc'h en defe arc'hant a-walc'h, met ar fed en deus an tad da zibab etre an arc'hant hag e verc'h a zo vil, mezhus...
Anna, trede
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
2
Lundi 29 septembre 2008
1
29
/09
/Sep
/2008
21:49
Pleustradeg gant 6vedidi ha 5vedidi hiziv.
D'ar sul 12 a viz Here da 4.00 g.m. en iliz Sant-Vazhev e Kemper e vo ur ganadeg gant Mouezh Paotred Breizh hag ul lodenn eus hor skolajidi. Danvez un abadenn blijus a yelo ar gounid anezhi d'hor
skolaj !
Dindan luskerezh lañsus ar pennganer, Jean-Marie Airault.
Abaoe an distro-skol eo krog ar pleustriñ gant Maela, hor c'helennerez sonerezh, war donioù a vo kenganet gant al laz-kanañ brudet. Hor skolajidi 6ved ha 5ved eo a gano gant ar baotred. Un dra gaer
all a vo an dimeziñ etre hor rapourien hag al laz-kanañ en-dro da werz Gousperoù ar Raned...Un emgav kaer pa lavarer deoc'h. Deuit niverus !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Vendredi 26 septembre 2008
5
26
/09
/Sep
/2008
22:22
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0