Mardi 1 mai 2007 2 01 /05 /2007 12:42


Dec’h e oa bet un devezh labour evit kelennerien, kasourien, sekretourezed eil derez Diwan e lise Diwan Karaez. Prientadur an AKED, labour stroll evit al lise, yezhoù, soubidigezh, heñcherezh-skol, Deskadurezh Korf ha Sport, kasouriezh, setu lod eus ar bodadoù labour a zo bet. Un dro vat ivez d’en em gavout asambles ha d’ober anaoudegezh gant an dud nevez degouezhet e Diwan !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Mardi 1 mai 2007 2 01 /05 /2007 11:09



 Pauline

Benn nebeut e vo skignet filmoù graet gant ar re
bevare, 6ved hag ar c'hleub video. Amañ emañ
Pauline o kinnig un abadenn TV.

pub

Hag eveljust, war TV ar skolaj e vez gwelet ivez
bruderezh gant klipoù ha kanaouennoù ijinet gant
Chloe, Aela, ha tout ar skipailh.

Goulc'han

Deuet eo div wech dija hag amañ emañ o lakaat ar re 6vet
da bleustriñ war "an tri skourr impinad", ur
gontadenn dastumet gant Fanch an Uhel ha lakaet dindan stumm
ur pezh-c'hoari gantañ. Al levr implijet a zo bet
embannet gant TES.

 Bob

Gantañ e vez graet c'hoarioù a bep seurt hag
amañ e c'hoariomp "ar suner-gwad". Farsus-tre eo,
ha lakaat a ra pep hini ac’hanomp da vevañ tu al
lazher, ha tu an den lazhet.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires - Recommander
Vendredi 27 avril 2007 5 27 /04 /2007 17:10
 Rentañ-kont ma staj micherel en ur stal-gilhevardon e Plouhineg


Digoradur :


E penn-kentañ ne ouien ket re pelec’h ober ma staj. Diaes e oa kavout ul lec'h plijus ha dedennus. Dre ma'z on plijet bras gant ar c'heginañ em eus heuliet alioù ma zud hag on aet d'ober ma staj micherel e ti Henri Peuziat, en e gilhevardonerezh BIO peogwir e anaveze ma zud anezhañ.


Diverradenn ma staj :


Lun :


Erruet on e ti Henri Peuziat da 8e30.
E penn-kentan em eus sikouret anezhañ da lakaat tri femoc'h e-barzh e garr-samm, evit kas anezho da di lazhañ Pont-e-Kroaz. Ne oa ket pell an ti-lazhañ eus ti Henri , met kemeret hon eus memestra ur c'hard-eur evit mont di, ret e oa mont goustadik evit ar moc'h.
En ti-lazhañ em eus sellet penaos e veze lazhet ar moc'h peogwir e rae Henri e-unan al labour evit paeañ nebeutoc'h.
Evit kregiñ e vez lakaet ur seurt piñsetenn vras elektrek war o chouk evit lazhañ anezho. Goude e vezent diwadet ha dalc'het e veze ar gwad evit ober gwadegennoù du da c'houde. Goude-se e veze lakaet ar moc'h e-barzh dour tomm evit tennañ aesoc'h ar reun da c'houde gant ur mekanik a droe buan.
War-lerc'h e veze digoret ar moc'h ha tennet ar flugezennoù. Evit echuiñ e veze troc'het ar moc'h e pevar.
Da greisteiz em eus debret  gant Henri ha gant e wreg, anvet Catherine.
War-lerc'h ar pred em eus diblusket kignen hag ognon evit ober formajoù.
Goude-se on aet e laboratouer Henri ha lakaet em eus ur saro gwenn peogwir eo ret gant al lezennoù. Goude em eus naetaet broziou a-raok lakaat anezho war ar formaj rous evit gwareziñ anezho eus tommder ar forn.
War-lerc'h em eus graet gwadegennoù du gant Henri, displeget en deus din penaos e vez graet ; gant gwad ar moc'h , gant pennoù ar moc'h moulet fin ha gant perisilh.





Meurzh :


E penn-kentañ on aet da glask gant Henri e dri femoc'h troc'het e pevar a oa chomet e-barzh kambr yen an ti-lazhañ e-pad an nozvezh.
Goude em eus graet silzigennoù disheñvel; silzigennoù natur, silzigennoù graet gant bezhin, silzigennoù graet gant spisoù peogwir ne oa ket mui e stok. Adalek 10eur em eus gwerzhet gant Catherine el laboratouer.
War-lerc'h ar pred em eus sikouret anezho da lakaat tammoù ur pemoc'h a-bezh
e-barzh seier e plastik ha skrivet em eus warno anvioù pep tamm resis e stilo bic peogwir e oa ur goulenn bras.
Goude-se em eus diblusket ognon ha kignen evit ober kraslard da c'houde. Evit echuiñ an devezh em eus sikouret Catherine da naetaat al laboratouer.

Merc'her :


Diouzh ar mintin em eus adc’hraet silzigennoù gant ar mekanik ispisial peogwir ne oa ket mui abalamour d'ar goulenn bras a oa bet en devezh a-raok. Goude em eus gwerzhet c'hoazh.
Goude-se on aet da sikour Catherine da reiñ boued d'ar moc'h. Ar moc'h a zebr edoù malet fin. Roet em eus ivez dezho pluskad an ognon ha pluskad legumaj an ti.
En abardaevezh em eus diblusket kignen evit ober sisonnoù graet gant kignen.
Evit echuiñ an devezh on aet da weladenniñ parkoù Henri peogwir e ra e-unan e edoù evit boueta e voc'h.

Istor an embregerezh :


1984: Savet e vez ganto al laboratouer.
1988: Gwerzhañ a reont ar c'hilhevardon dre ar munud.
2000: E embregerezh a zeu da vezan BIO.

Sifroù :

- daou zen o labourat (Henri ha Catherine).
- 34 ha.
- 90 hoc'h.
- 3 pe 4 femoc'h lazhet bep sizhun.
- div forn.
- lazhet e vez ar moc'h pa  bouezont dre vras 120 Kg.
- ur gambr yen.
- daou garr-samm yenerez.
- div armel yenerez.


Klozadur :

Plijet on bet gant ar staj peogwir e plij din keginañ . Dizoloet em eus penaos e vez tremenet eus ar moc'h d'ar formaj. Dizoloet em eus ar produadur, an obererezh ha penaos e vez gwerzhet.
Gwelet em eus un heuliad klok. Hag ouzhpenn em eus tañvet  kilhevardonoù mat-tre. Ne vefen ket chalet oc’h ober ar vicher-se pa 'vin brasoc'h.

                Corentin, 4re klas
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Samedi 14 avril 2007 6 14 /04 /2007 11:25

Bloaz 'zo edo Lanig Kervareg ganeomp e Kroashent Diwan ar Micherioù e Karaez, ur pezh fouge ennañ o welout kemend-all a vrezhonegerien yaouank war hon tro e leurenn Glenmor. Deuet e oa da gomz ouzh ar re yaouank diwar-benn e vicher e stal "ar Marc'had Bio" e Karaez ha, sur, n'o doa ket hor skolidi kavet hir o amzer ouzh e selaou.

Un den laouen e oa, entan en e galon evit e bobl, e yezh, e vro. Brezhoneger ampart, karout a rae brezhoneg ar bobl ha dont a rae brav gantañ. Stag a-viskoazh ouzh an natur a gare a-greiz e galon hag a anaveze ken mat e oa deuet dre-se d'ar stourmadoù ekologel ha betek ober e vicher eus ar c'henwerzh bio.

Ur stourmer hag un den a galon aet kalz re abred diouzhomp.

Kenavo, Lanig !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Mercredi 4 avril 2007 3 04 /04 /2007 00:20

Etre an 19 hag ar 25 a viz Meurzh omp bet en Arrasate, e kreisteiz ar Vro-Vask, 21 skoliad ha 2 gelenner.

Daoust d’an amzer da vezañ lous hon eus tremenet ur sizhunvezh a zoare etre dudi ha deskiñ. D’ar meurzh e oa bet gweladennet kêr Arrasate. Diouzh ar mintin ALECOP, ur c’heveldi ma labour ar studierien hanter-amzer evel micherourien hag hanter-amzer o studiañ. Kement-se a ro dezho ur gopr evit bastañ d’o ezhommoù bevañ ha studiañ. Produet e vez funioù eno, darnoù evit greanterezh ar c’hirri-tan hag a bep seurt mekanikoù elektronek evit an deskiñ er skolioù.

Bet omp o welout skinwel Arrasate hag an tro-war-droioù, Arrasate Telebista e anv. Tro o deus bet ar skolidi da arnodiñ binvioù ha da ijinañ e oant tud vrudet war ar skinwel.
En hevelep savadur emañ ar skingomz lec’hel ha Goienkaria, ar gelaouenn sizhuniek evit an tolead. Koulz skinwel, skingomz ha kelaouenn a zo holleuskarek.

D’ar merc’her e oa Mirdi ar Peoc’h e Gernika diouzh ar mintin ha Mirdi Guggenheim e Bilbo goude kreisteiz. Ken fall e oa an amzer, avat, erc’h war an hent, erc’h oc’h ober, ma oamp chomet boud un eurvezh hanter p’edomp o klask dont er-maez eus ar gourhent. Harpet ar c’hirri-samm, lod a-dreuz difiñv-kaer, ur gwallzarvoud bennak, tourterien dierc’hañ… A-benn ar fin hor boa gellet gweladenniñ Mirdi ar Peoc’h hag advevañ en ur sal aergelc’h devezh bombezadeg Gernika, d’ar 26 a viz Ebrel 1937, gant kirri-nij alaman al legion Condor. Diwar o istor kriz int o-unan int deut a-benn da sevel mirdi ar peoc’h er bed dre vras ha fromus-kenañ eo bet ar weladeg.

Diouzh an enderv e oa gweladeg Mirden Guggenheim Bilbo, lestr arnevez e lec’h ma saved listri gwechall. En traoñ kizelladurioù bras Richard Serra a laka o c’hildroioù an dud da vezevenniñ. En trede solieradur an diskouezadeg diwar-benn Pablo Palazuelo gant e arz a-vremañ linennek. Daou strollad a oa bet graet ganeomp, an eil dreist-holl merc’hed ennañ hag egile paotred n’o deus ket bet an hevelep doare da welout al lec’h nag an diskouezadeg. Bezet a vezo eo plijet d’an darn vrasañ ar savadur a zo oberenn arz a-walc’h diouti hec’h-unan.

D’ar yaou edomp e Donostia gant kenskriverien euskarat hor skolidi ambrouget gant Pepe hag Ana. Un devezh a zoare da welout ar C’hontxa, ar gêr gozh, ar marc’hadoù, ar garidoù kenwerzhel nevez ha goude ur hir a bourmenadeg dirak ar mor da echuiñ en tu kleiz dirak oberenn vrudet Chillida Krib an Avelioù. Tro a voe en devezh-se d’hor skolajidi da vezañ ambrouget gant Euskariz ha d’ober gwelloc’h anaoudegezh ganto.

D’ar gwener, daoust ma oa dousaet an amzer e chome erc’h er menezioù ha war hentoù ar menezioù. Chomet omp tost da Arrasate, un dro en Oñati ha betek santual Arantzazu (Itron Varia ar Spern Du).
 Eno e oa nevez dierc’het an hent ha ne oa ket adkrog an daremprederezh touristel. Ur gêrig dindan erc’h, kollet e peoc’h ar menezioù…

D’ar gwener da noz e tremene redadeg vras an euskareg, ar C’horrika, dre Arrasate da 1 eur diouzh ar mintin. Aozet e oa bet ur giton gant ar skolidi ha douget e oa bet gant rederien galonek. Daoust d’ar glav e oa kantadoù a rederien o treuziñ kêr Arrasate e-kreiz an noz gant lañs ha lusk da heul ar sammorell a zigore an hent. Unnek devezh e talc’h ar redadeg da vont noz-deiz, gant festoù a bep seurt war an hent, hag ur mell abadenn e penn an hent.  Gouel, brudadeg, dastum arc’hant, kas ar yezh war-raok gant plijadur …
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés