Dimanche 6 juillet 2008 7 06 /07 /Juil /2008 11:56


Priz ar Yaouankiz 6ved/5ved

1- Lomig Boulomig (Youenn Brenn)
2- Ur vleunienn war askell an avel (Mai-Ewen)
Diougan Ketzacoal (Jakez-Erwan Mouton)

Priz ar Yaouankiz 4re/3de/lise

1- Galv an Oy (Yann-Fañch Jacq)
2- An dervenn (Mich Beyer)
Fulennoù war skubellennoù (Yann Gerven)
     

 
 Priz ar vugale

1- Ronan ar c'horrigan (Pierre-Emmanuel Marais)
2-  C'hoari Tavarn (Youenn Brenn)
Me ha Titaw (Mai-Ewen)
Un dorn da reiñ (Yann-Fanch Jacq)

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 6 juillet 2008 7 06 /07 /Juil /2008 11:44


Deuet eo Mai Ewen div wech da welout ar re 6 vet, ur wech e Koadloc'h, nepell diouzh loj ar saboterien evit displegañ penaos he doa savet he romant : hedadoù Mai Ewen a laboure kredapl er c'hoad-mañ, ha pa oa bihan e oa ur saboter a bromete dezhi botoù koad ruz, met ne felle ket dezhi al liv ruz, liv an diaoul ! (ar pennad a zo bet lakaet en he levr, pajenn 19). Mod all, loj ar saboter treset el levr ne oa ket heñvel ouzh an hini savet gant tud Skaer er c'hoad !



Antronoz, da 2 eur e oa Mai Ewen e sal liesimplij ar skolaj dirak 50 a vugae 6ved ha 5ved. Sioul ha digomz e oa an holl evit klevout mouezh vunut Mai Ewen a responte gant fent d'ar goulennoù savet gant Sten : perak e oa ken trist ar fin ? Petra eo deuet Veig da vezañ ? Petra oa ar pep pouezusañ : taolenniñ mare an dukez Anna, pe kontañ istor ur  plac'h yaouank kaezh kaset da Naoned ?

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 6 juillet 2008 7 06 /07 /Juil /2008 11:37


E Kemper e oa ar rapourien war leurenn "rock ha rap" da 6 eur  noz, 250 a dud, abadenn degemeret mat gant an dud hag aozet mat-tre gant ti-kêr Kemper ha Rachid.



E Konk Kerne da 9.30 e oa Pauline war al leurenn er gêr gloz evit un abadenn "dañs eus ar sav-heol" hag ar strollad Prim o seniñ a-dreñv ar c'hoc'hu. Louri, Glenn Piriou a sone gant Malo Adeux ha Meven Cabon. Ha da 10 eur e oa Krista o rapiñ war al leurenn "rap" e-kichen mogerioù difenn ar gêr gloz.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 29 juin 2008 7 29 /06 /Juin /2008 23:38


    Ma vefe ret din dibab un eñvorenn eus va bloavezhioù skolaj e-touez tout ar re all, e tibabfen ar mareoù em eus tremenet war an draezhenn en Enez-Tudi, a-raok ma kouezhfe an noz.

    Ar gwir hor beze da vont war an draezhenn pa veze brav an amzer. Mont a raen gant mignoned : Azenor, Mai, Fanny, Luc, Malo... Komzet ‘veze kalz ha c’hoarzhet muioc’h c’hoazh. C’hoari a raemp mell-droad, lenn a raen, mont a raemp da bourmen, hon treid en dour... Bez e veze kalz a draoù d’ober.

    E-pad an nevezhañv e veze atav brav an amzer. Bez e veze heol, nebeut-tre a avel ha nebeut-tre a goumoul. Klevet ‘veze ar gwagennoù oc’h ober o mont-ha-dont.

    Ar prantadoù-mañ ne vezent morse displijus. Heol, mignoned, ar mor... Petra goulenn muioc’h ?

    Marteze un tammig muioc’h a amzer ha nebeutoc’h a draezh e-barzh ar botoù !

    Ma ‘vefe tu din adtremen prantadoù evel-se ne cheñchfen netra. Tout an traoù a chomfe evel-se, evel 3 bloaz ‘zo.

    Met ha c’hoant em eus adtremen ar mareoù-se ?

       


Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 27 juin 2008 5 27 /06 /Juin /2008 12:40
Uhel pintet...

E miz Mezheven 2008 o deus an dredeidi pleustret war ar c’hraperezh ouzh Moger Kraperezh sal Penharz. Krapat a zo bet gellet bennozh da skolaj "La Tour d'Auvergne" en doa prestet deomp an dafar. Trugarez dezho !

An holl skolajidi o deus klasket ober hag o deus kemeret perzh. Ouzhpenn-se eo deuet Olivier Lhopiteau da sikour ac'hanomp evit deskiñ penaos e kraper an-unan.

Sportourez, neketa ?

Paotred ouesk...

War-grec'h...

Skeiñ d'ar c'hrec'h bepred...

Prientiñ mat pep tra...



Unan a vicher...


         

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés