Vendredi 27 juin 2008
5
27
/06
/Juin
/2008
10:32
Aketus ouzh displegadennoù Anne...
D'al lun 23 a viz Even e oa pevare devezh staj Natur ar re 6vet. Dizoleiñ ar c'hoad gant Anne Lejeune, buhezourez Natur er
Chapel-Nevez, goro ar saout gant Gi Peñseg, dizoleiñ loj ar saboterien ha labour ar c’hlaouaerien, hag ar Stêr-Gozh.
Brulu...
Ar Stêr-Gozh
Pevar devezh eo ret kaout evit sevel ul loj saboter ken bras, skipailh Pierre Le Cras, o chom e-tal ar c'hoad, en deus bodet 10 den tro-dro dezhañ evit adsevel al loj, ‘giz e veze gwechall.
O kensevel al loj...
Ur vuhez start, evel e vez displeget deomp gant Pierre Le Cras war ar video :
http://www.dailymotion.com/blogjakezriou/video/x5w15k_un-devezh-e-koadloch_lifestyle9
Bleuñv kurun, brulu, ha piz toutou he deus kavet Airelle.
Hag evit echuiñ an devezh, un dro war c’hlann ar Ster-Gozh, brav ken ken gant nadozioù-aer o nijal, dour fresk ha raden-dour e-leizh !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Mardi 24 juin 2008
2
24
/06
/Juin
/2008
23:11
Skolajiadez en ur stal vandennoù-treset
E derou ar sizhun-mañ emañ ar bevareidi gant o stajoù-micher. Danvez dizoleiñ ha dont darevoc'h ...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Lundi 23 juin 2008
1
23
/06
/Juin
/2008
23:50
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
Samedi 21 juin 2008
6
21
/06
/Juin
/2008
23:07
Kendoniañ ar skipailh a-barzh kregiñ...
Diriaou e oa bodet e Skolaj Diwan Gwiseni skolajidi 5vet ha 4re klas pemp skolaj Diwan : ar Releg, Gwiseni, Jakez Riou, Plijidi ha Gwened.
War zaou hanter e oa aozadur an devezh, a bep eil war an aod hag er skolaj hag er vourc'h. War an aod ar sport hag er vourc'h ar eskemmoù hag ar c'hoarioù yezh.
Evit sachañ mat war ar fun e rank al lusk mont a-unan.
Un devezh kaer eo bet, aozet mat, ha plijadur 'forzh pegement hon eus bet o welout skolaj Gwiseni hag oc'h ober anaoudegezh gant yaouankizoù skolajoù all Diwan. Chañs ivez p'en doa an heol
dispaket mat e lagad en deiz-se, aesoc'h a-se eo bet d'ar c'hoarierien rugbi strobet en em sec'hiñ un tamm goude o splujadennoù e poulloù dour ar palioù... A-unan e oa re Gemper o lavarout e oa
staliet skolaj Gwiseni en un endro kaer dispar...
Pêr, tredeog aketus, rampet mat.
Redadeg mouchet war an aod...
Emgavioù prim ha prim, plijadur 'zo
bet...
Anavezout pennadoù sonerezh...
C'hoarioù aozet gant ar skolajidi o-unan,
dreist !
Estreget e salounioù an Teksas e c'hoarier
poker...
Displegerien varrek ur c'hrogad
mell-droad selaouet aketus gant Jil.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
0
Mercredi 18 juin 2008
3
18
/06
/Juin
/2008
22:17
A-hed ar bloavezh-skol ez eus bet savet a bep seurt traoù e-pad ar c'hentelioù arzoù ar gweled (sed aze an anv nevez, echu eo gant
"arzoù-kaer"!). Evel-just eo a-bouez bezañ gouest da dresañ, da livañ, da anavezout un nebeud luskadoù arzoù hag anvioù un nebeud arzourien. Evit echuiñ ar bloaz o deus gellet an 3deidi pleustriñ
war un obererezh diaes da vat : kizellañ an hini eo.
Bep a damm betoñs, binvioù liesseurt (morzhol, kizell, livn, paper-traezh, un heskenn zoken...) ... Ha bec'h dezhi! Da bep hini da glask sevel un dra a glote gant ar raktres en doa treset, da livañ
ar betoñs evit ar re a fell dezho. Trouz a zo bet er sal, poultrenn o nijal e pep lec'h met deuet eo brav gant lod brasañ an dud.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0