Mardi 17 juin 2008 2 17 /06 /Juin /2008 22:00
An ekodibab

 Setu fotoioù an droiad a oa bet dec'h
1- ecotri (Ekodibab) : hentet omp bet gant daou zen o deus  diskouezet deomp labour ar c'hant den a labour amañ  e Fouenant : dibab, renkañ, flastrañ ha kas da bep  lec'h, e Bro-C'hall hag en Europa. Ar seier plastik  melen zoken a vez flastret evit adober seier all !



 2- war vord ar mor, e Mousterlein : goude bezañ  sellet ouzh al laboused mor, klasket kranked ha  traoù degaset gant an dud, setu an arzourien  oc'h ober landart gant ar pezh a zo bet dizoloet.


Enora, laouen...





Arvesterezed

Goude hon eus dizoloet an hent evit an dud nammet a zo e-kichen
Ti ar Geunioù gant Lulu, buhezourez Natur he deus desket
brezhoneg gant he mamm-gozh. Brezhoneg Fouenant neuze, met komprenet  gant an holl ! War-lerc'h hon eus selaouet al laboused hag e oa ur  bern deus outo ! Pintiged, brini, sparfelled bras, chif-chafed,
turzhunelled, pichoned....


Pennfoullig
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 17 juin 2008 2 17 /06 /Juin /2008 00:21
Olier, Gael, Marine, Anna-Vari, Yann... a-zevri o servij boued !

Fenoz e oa gala ar skolaj. Kaer ha dous an amzer. Plijus an dud. Roadeg ar prizioù war ar porzh, fent ha stlakadeg daouarn. Dañsadeg hardizh er sal liesimplij. Koan, fritez, sandwichoù, silzig, mergez...
Ur blaz hag ur c’hwezh vakañsoù war porzh ar skolaj... Skolajidi ha skolajiadezed en o c’haerañ, anez komz eus un nebeud treuzwiskidi mod an Ened e Kêr-Iz. Cheyeyyey...
Trugarez d'an dredeidi a zo deuet a-benn gant ur spered mat da aozañ ur gouel brav ha d'an dud eus ar skipailh a zo en em c'houestlet en abadenn, Olier ha Klaod da gentañ penn !


An dañsadeg e barr he gwrez...

An diskuizh sioul ha priziet.


Yann, e penn ar chadenn, o servij pep a vanne d'an dud.


Un aotrou, en e c'hourvez...


Ar saliad dañserien.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires
Dimanche 15 juin 2008 7 15 /06 /Juin /2008 22:36
Lakaet o deus an tan !


Goude Karaez, setu hor rapourien o kanañ dindan deltenn vras Kervoazan digwener paseet. Startijenn a oa, pezh 'zo sur, pep hini en deus graet e seizh gwellañ. Pleustret o doa div eurvezh gant Krista el Lokal muzik a-raok. Rapourien all a zo tremenet, eus Turkia, Maroko, yaouank-tre, daou-ha-daou, pe unan-hag-unan, met ur gwir strollad, gant kement a dud, ne oa nemet gant Diwan. Gourc'hemennoù dezho ha chañs vat evit an div leurenn a chom : gouel ar sonerezh e parklec'h an Ti-skorn "La Glacière" e Kemper, ha gouel 10 vloaz ar skolaj d'ar sadorn 28 a viz Even !



Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 15 juin 2008 7 15 /06 /Juin /2008 22:10


An AKED, pe "Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan" a zo un arnodenn a dremen an holl skolajidi a zo e 3de klas e skolajoù Diwan. Krouet eo bet e 1992 gant ar pal da reiñ tro d'ar skolajidi da ziskouez o barregezhioù liesseurt e brezhoneg, dre skrid ha dre gomz.
El lodenn dre skrid emañ ar brezhoneg, ar matematikoù hag an istor-geo. Tri danvez a ya d'ober an arnodenn dre gomz ; brezhoneg (yezh pemdez pe lennegezh) evit an holl mui daou zanvez all da zibab e-touez an holl zanvezioù kelennet e 3de klas.
En o skolajoù e tremen ar skolajidi o arnodennoù dre skrid hag evit al lodenn dre gomz e oa div greizenn arnodenniñ ar bloaz-mañ : e skolajoù Gwiseni evit skolidi Gwiseni, Ar Releg ha Plijidi ha Kemper evit skolidi Kemper ha Gwened.

War ar 139 skolajiad a zo e 3de klas e skolajoù Diwan ar bloaz-mañ eo 127 deusouto a zo bet dereziet d'an AKED, da lâret eo 91,4 %.
2 anezho zo bet degemeret gant meneg mat-tre ha gourc'hemennoù ar juri : Milien Dhorne eus skolaj Gwened ha Gwenn Menez eus skolaj Plijidi


Disoc'hoù skolajidi Kemper
24 eus ar 26 a oa o tremen an arnodenn zo bet degemeret (92,3 %)

Meneg mat : Azenor Bidault-Mellouet, Tifaine Coatmeur ha Cécile Gastoud

Meneg mat a-walc'h : Brieg Ar Floc'h, Brendan Colleter, Yuna Denez, Maiwenn Drevillon, Fanny Gourlay, Corentin Ar Berr, Metig Maleuvre-Gourmelon ha Malo Pennober

Un taol deuet, Yuna !

Degemeret : Brenda An Helgoualc'h, Loick Becam, Luc Bleuzen, Alexandre Burnel, Laury-Anne Duchampt, Tugdual Flegeo, Awena Gourlay, Simon Jade, Elvin Jegou, Gwenole Lamble, Marvin Moal, Maiwenn Riou ha Pierre-Henri Viaud

Brav, Luc !

Gourc'hemennoù dezho holl !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 11 juin 2008 3 11 /06 /Juin /2008 08:51



Un displegerez(h) eus ar c'hentañ !


Demat Goulwena,

trugarekaat a reomp ac’hanout evit an displegadennoù diwar-benn Kentuch’ ha bed an tele, bremañ e ouzomp perak eo anvet “kentuch” an abadenn-se ! Laouen omp bet o sellout ouzh ar sketchoù bet graet ganeoc’h, ha muioc’h c’hoazh gant an hini a oa diwar-benn an embregerezh-korf. Respontet ‘peus gant plijadur ha gant ur mousc’hoarzh brav. Ur veilhadeg plijus-tre e oa, ha dedennus-kenañ. Trugarez c’hoazh.

Anna, Maina hag Evi, 4re klas, en anv an holl re all.

Plijadur 'zo bet !


Hardizh !!!
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés