Jeudi 14 mai 2009
4
14
/05
/Mai
/2009
12:03
Awen a zo gant hor re yaouank. Gourc'hemennoù da g-Quentin (4re klas) evit e gammedoù kentañ war hent ar
varzhoniezh !
An nevezamzer
Pa laosk an erc'h
plas d'an nevezamzer
e vez barradoù glav da zourañ
ar plant brasañ 'vel ar re vihanañ
ha pa ziskouez an heol beg e fri
e sav ur mousc'hoarzh war beg Mari.
Eürusoc'h c'hoazh e vez hi pa 'z erru ar vakañsoù
gant Pask hag e vioù.
Pa son ar c'hloc'h e vez ar c'hentañ tout
evit mont d'o zapout
ha d'ar c'hentañ a viz Mae ez a ar bihanig levenez ennañ
da werzhañ e louzaouennoù-hañv.
D'an eizh a viz Mae e vez an tad-kozh
war ar blasenn evit memor ar soudarded kozh.
Met gwelloc'h eget al lidoù
ez eo ar bleunioù kaer hag o frondoù.
En nevezamzer e vez buhez
e pep danvez.
Quentin Bleuzen
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Jeudi 14 mai 2009
4
14
/05
/Mai
/2009
11:45
Tennet eus ur skridaozadenn 4re klas diwar-benn an nevezamzer, gourc'hemennoù da Amélie evit he gouiziegezh hag he doare plijus da gontañ...
Evit ar C'hresianed e veze graet ar cheñchamantoù mareoù-bloaz gant an doueez Demeter hag he merc'h Persevon.
Un deiz ma oa Persevon o kutuilh bleunioù e-barzh ur jardin e voe gwelet gant Hades, doue an ifern. Hades a gavas ar plac'h brav hag a zivizas skrapañ anezhi. Neuze e teuas un toull war wel dindan
treid Persevon hag e kouezhas houmañ en ifern. Met ul lezenn a zo en ifern : neb a zebro an disterañ tamm boued a zeu eus an ifern a chomo en ifern. Neuze ne zebras Persevon tamm boued ebet.
E-keit-se, war an douar, he deus gwelet Demeter e oa aet Persevon diwar wel. Neuze e-pad eizh devezh e kerzhas en ur leñvañ. Met an natur a grogas da vervel. An dud, aon ganto da vervel gant an
naon, a yeas da gaout Zeus, roue an doueed. Zeus, goude bezañ klevet o istor, a lavaras da Zemeter da vont da welet Helios, doue an heol, a c'hell gwelout an holl draoù a vez o c'hoarvezout. Helios
a gontas petra oa c'hoarvezet. Neuze Zeus a c'houlennas digant Hades rentiñ Persevon. Persevon a oa ken laouen ma tivizas debriñ ur c'hreunenn ha chom a reas prizoniadez Hades.
Evit ma ne vije ket trist Demeter e tivizas Zeus lakaat Persevon da chom daou vare-bloaz en ifern (diskaramzer ha goañv) ha daou vare-bloaz gant he mamm (nevezamzer ha hañv). Neuze eo en nevezamzer
ma teu en-dro Persevon...
Amélie
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Mardi 10 mars 2009
2
10
/03
/Mars
/2009
21:33
Houmañ a zo anvet Koumoulenn
peogwir he deus ur vrizhenn
wenn e stumm ur goumoulenn war
he fenn.
Hounnezh a zo anvet Kanevedenn
peogwir eo liesliv ha ken brav
hag ur
ganevedenn.
Blanchette eo anv ma gavr, gwenn eo gant kerniel bras-tre. Ur c’havr-venez eo hi, he gouenn a zeu eus
Bro-Suis.
Ar mennoù-gavr zo ganet d’al lun 23 a viz C’hwevrer 2009 .
Kanevedenn ha Koumoulenn eo anvioù ar re vihan, gell-gris , gwenn ha du int. Evit ar poent n’ez eus nemet
Koumoulenn he deus kerniel bihan-tre (ne vez gwelet nemet bosoù).
Ar mennoù-gavr a chom e-pad 5 miz e kof o mamm, alies e vez daou anezho, ma vez tri eo ret magañ an trede gant ar
pod bronnek peogwir ne vefe ket a-walc’h a laezh evit an tri.
Plijus-tre eo sellet ouzh ar re vihan o lammat e pep lec’h met ober a reont kalz sotonioù evel, tremen etre
toulloù ar gloued, krapat ouzh ar mogerioù…
Loened kurius-tre int.
Sterenn
(Skridaozadenn 5vet klas diwar-benn o loen karetañ)
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Mardi 20 janvier 2009
2
20
/01
/Jan
/2009
17:40
Pa zigoris ma daoulagad en-dro ne oan ket mui e-barzh ar c’harr-tan met e-barzh ur gambr wenn, staget ma divrec’h
a bep tu ha kuzhet ma divesker e-barzh ur plastr bennak, en ospital e oan, ur bern medisined tro-dro din. Goulenn a ris ouzh unan anezho petra ‘oan oc’h ober aze, staget war ur gwele. Respont a
reas din em boa teir c’hostezenn dorret ha ma daou ufern torret ivez, hag ouzhpenn-se e vije ret din chom astennet aze hep fiñval e-pad tri miz !
Tri miz astennet war ur gwele ospital, gwenn ar mogerioù ha den ebet ganin evit tremen an amzer, me ‘lâr deoc’h,
n’eo ket brav ar vuhez bemdez.
Dihuniñ a raen bemdez tro-dro 9.30, debriñ an dijuni, gortoz kreisteiz, debriñ c’hoazh, ober ur c’houskig betek
5.00, gortoz debriñ koan ha kousket c’hoazh.
E-pad an amzer-se em eus bet amzer da soñjal ha merzet em eus em boa bet kalz a chañs memestra, ken buan e vijen
bet azezet e-barzh ur gador-ruilh a-hed ma buhez, pe memes lazhet, ‘benn ar fin tri miz n’eo ket kalz tra.
Adalek bremañ e tiwallin muioc’h war an hent. Pa vez riellet an hentoù gwelloc’h chom er gêr eget kemer
riskloù.
Sterenn, 5ved
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Jeudi 27 novembre 2008
4
27
/11
/Nov
/2008
23:12
Arroudennoù skridaozadennoù pevareidi
Sonerezh « listenn Shindler »
Kregiñ a ra ar sonerezh dousik ha tristik, ar pezh a welan eo emañ an dud o kregiñ d’ober un diforc’h etre ar Yuzevien hag an dud all. Penn-kentañ « harzadeg ar Yuzevien » eo. Kenderc’hel a ra
kreñvoc’h c’hoazh ar sonerezh. Gwelout a ran an dristidigezh a zo en dud, rak bremañ ez eo miliadoù a Yuzevien a vez harzet. Tristidigezh ar familhoù dispartiet. Laouenoc’h ha dousikoc’h e
kendalc’h ar sonerezh evel pa welje an dud ez eo kreñvoc’h ar vuhez eget an euzh...
Eloïse
Fotoioù Dasha Denyer
Evidon ez eo ar gened fotoioù Dasha Denyer, al luc’hskeudennerez rusian, anvet Onixa war internet, fotoioù bleunioù kemeret a dost, « macro » evel ma vez anvet gant al luc’hskeudennerien. Plijout a
ra din peogwir eo brav-eston ar fotoioù, kemeret int mat, brav-tre eo al livioù, hag addizoloet e vez alies ar bleunioù pa vezont gwelet a gen tost.
Nollaig
Ar C’honnemara
E foñs ar selledva, n’eus forzh pezeurt tu e vez sellet, ez eus menezioù. Menezioù kozh int ha bihan ouzhpenn, torgennoù bras, orañjez, glas, gris ha gwenn. Ar geot er plaenennoù a zo orañjez,
glas, hir ha fin. A-wechoù e vez pakadoù taouarc’h, didroc’het a skouergornegoù ha renket pe o sec’hiñ en heol. Ar reier war bord an hent a vez a-wechoù bras-kenañ. Da’m soñj int kouezhet diouzh ar
menezioù. Dour a zo e-leizh ivez. A-wechoù en em gaver gant inizi bihan hag elerc’h heñvel-mik ouzh bugale Lir...
Amélie
Nozvezhioù e kambr ar stered
A-wechoù hor bez ar chañs da welet stered-dared. Burzhudus eo. Evel ur gemennadenn o tont a-berzh tud all, pell ac’hann. Neuze e lavaran da’m breur sellout, ha chom a reomp da c’hortoz ar
stered-dared en ur gomz.
En hunva emañ va gwele stok ouzh ar voger hag ar prenestr just a-us. Neuze en nozioù digoumoul e kouskan ar penn
er stered !
Salomé
Stad Barcelona
N’eo ket nemet ur savadur da verniañ tud. Muioc’h eget se eo, evel degemeret e-barzh ez out, sachet out betek ar gouloù hag an trouz. Hag erruet e penn eo sachet da selloù war-zu ur seurt
skouergorneg glas-sklaer ha splann, an dachenn.
Quentin
Chaosonoù koroll
Ar chaosonoù-se a ro ar santimant da vezañ skañv.
Ijinet int bet evit ar c’horolloù romantel. Evel m’am eus lavaret un tammig a-raok ez eo kaer-meurbet ar chaosonoù-se gant ar satin roz-sklaer pe ruz-flamm a-wechoù.
Kenedus int muioc’h c’hoazh ur wech lakaet e treid an dañserien ha dañset e vez ganto evel pa vefe aes-kenañ ha skañv-tre.
Félicité
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0