Lundi 16 novembre 2009 1 16 /11 /2009 14:30











Un ti brav en deus ar miliner...

Un anv-lec'h a gavit brav...

Kavout a ran brav al lec'h anvet "milin ar Roc'h", peogwir ez eus ur stêr e-kichen, ur vilin, koadoù hag un dachenn evit ober mountainboard. Ne dro ket mui ar vilin, met tud eus ur gevredigezh a zo oc'h ober war he zro en ur gempenn anezhi (tud yaouank eus ur bern broioù o deus adsavet ar mogerioù gant pri. Graet hon eus ur fest-noz evit ober ul leurenn nevez hag ul lec'h plijus eo evit aozañ gouelioù.)

Hoel, 5ved Glas
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Jeudi 12 novembre 2009 4 12 /11 /2009 18:53
E-pad ar veaj e Bro-Saoz on bet plijet da gentañ tout gant an nozvezh er c'harr-boutin. Plijus e oa kousket gant tout ar re 5vet, plijus e oa klevout an trouz bihan a rae pep hini.

War-lerc'h on bet plijet pa oamp er c'harr-boutin hag e oa ar familhoù o c'hortoz ac'hanomp er-maez, peogwir e oa gwasket tout an dud ! (Ne lavaran ket ne oan ket gwasket, me !)

Plijet on bet kalz en devezh m'omp bet er stal "The Cheshire Workshop" evit ober gouloù-koar. Fentus e oa gwelout ar fiselenn o tont koar war he zro.

Plijet on bet ivez (evel tout an dud, da'm soñj) gant ar shopping ! Fentus e oa : tout an dud a rede e pep lec'h evit kavout an dra a glaskent ! Ouzhpenn-se, war-lerc'h an tri c'hard eur he doa roet Ninnog deomp evit ar shopping he deus roet un hanter eur pe ur c'hard eur muioc'h !

Plijet-tre on bet ivez en devezh m'omp bet er skol (The Victorian School of the 3 R's). Rak ar gelennerez a oa ganeomp a rae mat-tre ar gelennerez strizh-kenañ ha tout. Met un dra na oa ket re vat e oa em boa disoñjet ma lunedoù. Ha dre faot se ne welen ket mat ar pezh a oa skrivet ouzh an daolenn.

Mod-all on bet plijet gant ar zoo ivez. Plijet on bet peogwir e oan en ur skipailh mat ha fentus hag ivez peogwir ne oan ket bet en ur zoo abaoe pell, pell a oa.

Setu ar pezh en deus plijet kalz din. En em rentañ a ran kont on bet plijet gant un tammig tout, met mat. Met disoñjet em eus un dra : Plijet on bet kalz gant ar familh he deus graet war ma zro peogwir e oant jentil-tre hag e komprenen mat-tre ar pezh a lavarent.

Eve, 5ved Glas
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Mercredi 11 novembre 2009 3 11 /11 /2009 11:01


Ar strollad pe ul lodenn kentoc'h war an uhel e Oxford.




Olifanted a-gevret. Arouez zoo Chester.



Yohanna e bro ar marmouzed bras.




O tont 'maez eus an ti lec'h ma oa bet ganet William Shakespeare.



Ha piv c'hallfe bezañ ? Johanne Shakespeare, marteze !



Hon eil blenier...unan a-feson eta !



Stal labour dorn...hastit tudoù gouleier zo ezhomm.




Tost prest ar c'houlaouenn bremañ, na kaer.


In the wax, out the wax, DRIP, DRIP, DRIp and again.



Karr-tan he hunvreoù me 'lavar deoc'h.



Diroll evel an holl. Trugarez evit an holl brofoù.




Degemer mat e 1890. Prest evit ar gentel?



Ar re vras ivez... SMILE.




Arthur hag Athur e ti ar minimoys.



Plijadour.






Number 5, the leaf, chicken walk... pe vez dav gortoz, koulz c'hoari. Aet ar maout gant ar baotred... ha sikouret vefent bet gant Jean-Luc.



Paourkaezh merc'hed... kollet adarre.



Snake walk... War evezh Loeiza, bez prim.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Vendredi 6 novembre 2009 5 06 /11 /2009 17:49
Degemeret eo bet er mintin-mañ  dileuridi Bodadeg Etrerannvroel ar Yezhoù hag ar Sevenadurioù a zo gant o sizhuniad labour e Landerne. Tro dezho d'ober anaoudegezh gant buhez hor skolaj ha deomp da spurmantiñ dremmoù liesseurt an dileuridigezh.

60 dileuriad deuet a rannvroioù Bro-C'hall hag eus departamantoù tramor, Gwiana, Martinik, Réunion. Ganto skiant-prenet o broioù hag ar c'hoant da zizoloiñ stad an traoù en ur skolaj Diwan. Goulennoù resis ganto diwar-benn implij ar brezhoneg en hor c'helennadurezh hag e buhez ar skolaj. Peseurt statud a zo gant hoc'h implijidi ? Penaos e rit evit an dafar skol ? Peseurt istor a vez kelennet ganeoc'h d'ho skolajidi ? Digoret frank dor ur c'hendiviz a c'houlennfe kalz muioc'h a amzer. Dedennus-tre komzoù Elzasiz diwar-benn levrioù istor kenskrivet gant Bro-C'hall ha Bro-Alamagn, re un Oksitan diwar-benn istor ar Wisigothed a zo da adskrivañ ha re un dileuriad a Wiana diwar-benn an istor gwirion a zo da gelenn d'ar skolajidi ha n'eo ket an istor skrivet gant an drec'hourien... Lod o deus komzet eus ar bec'h a oa savet pa oa bet anv a embann ez ofisiel gounidoù an trevadennadur gall, lod all a rae anv a lakaat e pleustr diouzhtu ar vreudeuriezh en ur vro a embann ar frankiz hag an ingalded...


Teoget ar Vodadeg...

Ur weladennig eta m'o deus gellet ivez ar berzhidi klevout hor skolajidi o kanañ pe o c'hoari sketchoù. Trugarez da Sten ha da glasad ar 5ved Melen. Goude ar skolaj e oa tro skol Diwan Penharz ha KELENN. Ur banne kafe adnerzhekaat a oa kinniget d'an dileuridi a-raok adpignat er c'harr-boutin, penn ganto war di-kêr Kemper.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Vendredi 6 novembre 2009 5 06 /11 /2009 16:31
"TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA"

Dec'h oa bet kinniget evit ar wech kentañ er bloaz-mañ ur film gant Daoulagad Breizh "TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA" d'hor skolajidi 6vet ha 5vet klas, diwar-benn labour Gi Joncour, mezeg-loened war ar maez. Dedennet-tre e oant o welet penaos pareañ ur vuoc'h pe ur c'hi, zoken ma oa skeudennoù un tammig start evit an daoulagad kizidik ! Degemeret oant bet e-barzh bed Gi Joncour a zo tost-tre ouzh an natur hag an endro.
Goude bezañ sellet ouzh ar film o doa gellet hor skolajidi kurius sevel goulennoù gant Gi Joncour evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar vicher hag al loened. Frouezhus-kenañ e oa bet an eskemm ha desket zo bet ur bern traoù ganto. Piv a oar, marteze e oa un danvez mezeg-loened en o zouez...



Gi Joncour gant marmouzed ar skolaj
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires - Recommander
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés