Horregatik dabil bizkor gaztelera eta makal euskara: jendeak berealdiko gauza pila egiten dituelako euskararen alde, salbu eta beharrezkoa den bakarra: hitz egin. BERNARDO ATXAGA Alese e teu d’ar ...
Talaroù tour Añjev Diaes e vez deskiñ ha kelenn a-wechoù gant an trouzioù spontus e vez klevet en tu all d'an hent : goude tour Enez-Manav, ez eus bet distrujet daou savadur all, kendi foñs ...
Jack Johnson "If I had eyes" a zo kanet gant Jack Johnson ha tennet diwar ar bladenn Sleep trough the static, bet embannet e 2008 gant Universal Records. Un doare "pop" a zo gant ar sonerezh-mañ ...
Midi 20 "Midi 20" eo anv ar ganaouenn-se, bet embannet gant "Az" er bloavezh 2006. 3mn 38 e pad ar ganouenn, ha n'eo ket kanet kement-se peogwir eo slam doare ar sonerezh. Da lavaret eo ez eo ...
C'hoariva Max Jacob : un devezh c'hoariva 8 pezh-c'hoari, 4 skolaj, plijadur a zo bet, ha didrouz ar sal evit selaou krouidigezh ar re all. An abadenn ziwezhañ, renet gant Jakez ar Born, oa ...
Aela o respont da c'houlennoù Frederic Fonseca diwar-benn ar film "Tregont vloaz Ninnog" E Tregon, evit ar 6 vet gwech hon eus kemeret perzh e Clap à l'Ouest : 14 film gwelet, a bep seurt gant ...
Catherine Marc a zo deuet teir gwech e 5vet klas evit lakaat ac'hanomp da skrivañ gant gerioù skrivet gant ar c'hlasad e-pad daou viz ha lakaet e-barzh ur voest. Dizoloet eo bet ar gerioù ha ...
Tregont vloaz Ninnog. Setu hi o sellout ouzh un albom fotoioù kozh. Kiwa ha Ninnog Gwelet e vez ar skeudennoù a fiñv : pa oa bihan war porzh ar skol, e-pad ur gouel, pa oa er skolaj, karantez gant ...
Dibabet eo bet tem "Tregont vloaz Diwan" evit sevel 5 film. Setu ar re a vo kinniget deoc'h e Clap à l'Ouest e Tregon ha da-geñver 10 vloaz ar skolaj : 1- Logo Diwan : deuet da vezañ gwir ! 2- ...
Abadenn ar skolaj e Karaez : laouen an holl o welout labour skolaj Diwan Jakez Riou gant 23 skolajiad war al leurenn ! Da gentañ war al leurenn, Airelle Mendon, kalonek, hec'h-unan evit dañsal war ...
Un taol deuet eo bet ar Redadeg ! Gourc'hemennoù d'an holl berzhidi ! Ur c'hlaoustre kaset da benn vat a zigor hentoù a unaniezh hag a verzh evit amzer da zont hor yezh ! Un nozvezh kaer eo bet ...
"Krib an avelioù" (Chillida). Aet omp da San Sebastian / Donostia gant ar c´harr-boutin, 1 eurvezh hent. Pa ´z omp erruet, hon eus graet tro menez Urgull. En e veg ez eus ur mirdi. War-lerc´h omp ...
Degouezhet eo strollad skolajidi an trede klas gant Padrig ha Maelan abaoe dec'h da noz ha tremen a ra mat pep tra. Hiziv c´hoari dizoloiñ ar ger, c'hoari polotenn en talbenn ha gweladenniñ GOITB ...
Abaoe un nebeud mizioù omp boas da welout an dinozored houarn o tebriñ betoñs ar savadurioù e porzh Pikardi ha nevezik 'zo e traoñ straed Vañde. Eus tu sal sport lise Kerne ez eo bet digoret ar ...
Pezh-c'hoari gant Jean-Michel Ribes, ur pennad a zo bet c'hoariet dirak stajidi Kelenn, an embanner Delioù, Tony Foricheur (kevredigezh C'hoariva) d'ar gwener 28 er skolaj, er sal liesimplij : ...
Etre ar 17 hag an 21 a viz Meurzh e oa an dredeidi gant o fleustradoù. Micherioù liesdoare, war-dro an aozañ pe ar servij boued, war-dro ar c’hezeg, war-dro an dilhad... a bep seurt a zo bet. Ur ...
Evit pleustriñ war an tonioù a vo sonet ganeomp d’ar sadorn 3 a viz Mae pa zegouezho ar Redadeg e Karaez e-kreiz Gouel Diwan Tregont vloaz e oa bet aozet ur frapad d’ar yaou 27 a viz Meurzh goude ...
Setu ul luc'hskeudenn eus dalc'h 2008 ar reizhskrivadeg e Ti ar Vro Kemper. Ur gaer a abadenn a vod rummadoù tud evit plijadur ar yezh skrivet reizh. Skeudenn Ti ar Vro Kemper Da heul, testenn an ...
Aurtengo elkartrukea 6.da 23 ikasle etorri dira Leintz bailaratik Ana eta Peperekin . Bidai ona egin dute eta Ikasleak prest daude Bretoiekin harremanetan hasteko . Gant ar 6vet eskemm emaomp er ...
Dilun tremenet e oa deuet Dom Duff da Benharz d’ober un abadenn kan ha son evit skolaj Diwan Jakez Riou hag ar re o doa c’hoant dont. Startijenn ‘oa. An holl ‘oa o stlakañ ‘barzh o daouarn, o ...
Sal nevez leurenn Glenmor Degemeret e oa bet diriaou skolajidi trede klas pemp skolaj Diwan ha liseidi eil klas e sal nevez adleurenn Glenmor e Karaez. Un digorhed gwall blijus a dud a vicher a oa ...
Diriaou vintin e oa bet degemeret hon tredeidi gant lise Diwan. Degemeret ha degemeret mat. Hentet gant o c’henskolajidi gent a Gemper, kelaouet diwar-benn buhez an diabarzhidi gant Markus, ...
Soñj am eus e oan war-dro c’hwec’h vloaz. Un dibenn-sizhun eus miz Gwengolo e oa. Dont a raen a-benn da vont mat war ur marc’h-houarn div rod hepken. Ma c’hoar vihan a oa c’hoazh gant he ...
Evel e ti Leclerc e oa bet skrivet, ur pennad 'zo, an doare nevez da ebarzhiañ al levrioù. Setu eta war ar skeudenn an doare burzhudus da enrollañ al levrioù pep a god-barrenn dezho !
Prest evit ar gouelioù ! Un tammig sell dre skeudennoù war diwezh 2007. Pedet e oa bet skolajidi Diwan gant klub mell-droad an Oriant da vont da welout ar c’hrogad a-enep Sochaux. Ur match a-zoare ...
Nevez 'zo e oa Cathy Tymen ganeomp, kazetennerez eo en Telegramme ha mamm-baeron ar re bevare evit ar c'hlas-kelaouennerezh. Displeget he deus e-pad daou brantad al labour hag ar studioù graet ...
Stal gouloù-koarE Breizh-Veur on bet plijet gant ar stal gouloù-koar. Graet hon eus hon hini. Ret e oa lakaat ur vouchenn e-barzh ur pod koar ha goude lakaat en dour div eilenn. Ret e oa adkregiñ ...
Bodadeg a oa hiziv e Skolaj Max Jacob da zisplegañ mont war-raok al labourioù bras a zo boulc’het da adneveziñ ar c’harter. War an tres kevret e c’hellit gwelout ar c’hemmoù bras a c’hoarvezo er ...
Er mintin-mañ e oa deuet kelaouennerien da Di ar Vro Kemper da gejañ ouzh an arzourien o deus profet oberoù da Ziwan. Gwerzhet e vint war-gresk disul da deir eur e sal ar gwerzhioù Kemper. En holl ...
Teuliad sonerezhSeñorita, gant Justin TimberlakeDemat, emaon o vont da zielfennañ evidoc’h ar ganaouenn anvet Señorita, tennet eus an albom « Futuresex » bet embannet d’an 12 a viz Gwengolo 2006. ...
Teuliad sonerezhAr ganaouenn « Lollipop » ho peus selaouet, tennet eus pladenn Mika, « Life in Cartoon Motion » hec’h anv. Embannet eo bet d’ar 15 a viz C’hwevrer 2007, kenaozet gant Greg Wells ...
Estreget skrid ha damkan a ya d’ober labour-noz ar c’hwec’hvedidi avat. Diwar c’houlenn o c’helennerez war an istor-geo int bet diouzh o zu o weladenniñ maezioù ar vro, war roudoù greunvaenadoù ...
Dimeurzh, goude merenn, e oamp aet d’ar Gornigell war-droad evit kross ar skolaj. Pa oamp degouezhet e oa bet tu da cheñch dilhad e-barzh gwisklec’h an dachenn evit ar re ne oant ket prest adalek ...
"Classe presse" setu an avantur a vo bevet ar bloaz-mañ gant ar re bevare evit deskiñ bezañ lennerien kazetennoù da gentañ (pep skolajiad en do 4 c'hazetenn bep sizhun etre fin miz Du ha fin miz ...