Dimanche 8 juin 2008 7 08 /06 /Juin /2008 23:23
Horregatik dabil bizkor gaztelera eta makal euskara: jendeak berealdiko gauza pila egiten dituelako euskararen alde, salbu eta beharrezkoa den bakarra: hitz egin.

BERNARDO ATXAGA

Alese e teu d’ar c’hastilhaneg bezañ kreñv ha d’an euskareg bezañ gwan : dre ma ra an dud ur bern traoù dreistordinal evit an euskareg, nemet an dra nemetañ a zo ret-holl : komz anezhañ.

C’est à cause de cela que le castillan est fort et que le basque est faible : parce que les gens font un tas de choses extraordinaires pour la langue basque, sauf la seule chose indispensable : la parler.

Hag hor yezh eta ?
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 1 juin 2008 7 01 /06 /Juin /2008 15:25



 Talaroù tour Añjev

Diaes e vez deskiñ ha kelenn a-wechoù gant an trouzioù spontus e vez klevet en tu all d'an hent : goude tour Enez-Manav, ez eus bet distrujet daou savadur all, kendi foñs parklec'h Pikardi ha kendi traoñ straed Vañde. Bremañ eo deuet tro kendi Añjev a zo e-kichen ti an holl nevez.

Briatadennoù ramzed
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 1 juin 2008 7 01 /06 /Juin /2008 15:21




Jack Johnson

"If I had eyes" a zo kanet gant Jack Johnson ha tennet diwar ar bladenn Sleep trough the static, bet embannet e 2008 gant Universal Records. Un doare "pop" a zo gant ar sonerezh-mañ kentoc'h.           
               
               

4 mn 54 e pad ar ganaouenn. Gitar tredan, gitar boud ha taboulinoù a glever, ha mouezh ar c'haner Jack Johnson evel-just.

                       
                   


Plijout kalz a ra ar ganaouenn-se din, brav e kavan mouezh ar c'haner. Klotañ mat a ra al lusk gant e vouezh ouzhpenn.



Fanny Gourlay.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 1 juin 2008 7 01 /06 /Juin /2008 15:16


Midi 20




"Midi 20" eo anv ar ganaouenn-se, bet embannet gant "Az" er bloavezh 2006. 3mn 38 e pad ar ganouenn, ha n'eo ket kanet kement-se peogwir eo slam doare ar sonerezh. Da lavaret eo ez eo barzhoniezh arnevez gant binviji sonerezh oc'h harpañ, e-giz piano ha taboulinoù.

Plijout a ra ar ganaouenn-se din peogwir eo brav ar pozioù, kavet kaer eo ar sonerezh da vont da heul. Plijus eo mouezh boud ar c'haner ivez.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 28 mai 2008 3 28 /05 /Mai /2008 22:34

C'hoariva Max Jacob : un devezh c'hoariva
8 pezh-c'hoari, 4 skolaj, plijadur a zo bet, ha
didrouz ar sal evit selaou krouidigezh ar re all.
An abadenn ziwezhañ, renet gant Jakez ar Born, oa
plijus-kenañ ha c'hoariet brav-tre. Tout an dud o
deus graet o seizh gwellañ evit c'hoari.
Gourc'hemennoù d'an holl !

O c'hortoz digoradur ar sal


Strollad Gwiseni : pebezh abadenn ! Ur c'harr-nij pennfollet !


Ar c'hadi meur leurenniet gant Ar Releg


Strollad lesneven : daou bezh-c'hoari, unan
gant ur c'hazh hag ur beleg, egile gant ur c'hap
a lak an dud da vezañ laouen. Ul labour brav a zo
bet kaset ganto ivez.


Trot ha piltrot, c'hoariet gant ar re 6vet
melen. Silvain, ur vrav a briñsezig !


Nomenoe : gourc'hemennoù d'ar re 6vet o deus kanet,
dañset ha dibunet testenn Jakez Riou !


Ar c'hadi meur : c'hoariet gant ar re 5vet,
laouen da vezañ c'hoariet mat ur pezh-c'hoari
nevez skrivet pemp bloaz 'zo !


Mirdi, c'hoariet brav, hep Helena koulskoude a oa klañv !


Pik-nik e liorzh ar c'hoariva


Theo, laouen !


Strollad Ploneiz,
Loig Jadé en e c'hloria mundi !




Goulc'han Kervella, a-zevri gant e zisplegadenn !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés