Mercredi 12 novembre 2008
3
12
/11
/Nov
/2008
11:47
Amañ dindan ur gael dizu prientet gant Tangui 6ved Melen.
Roet e vo an disoc'h en ur vlogadenn bennak da zont.
A-blaen :
I - Kasaus, hegazus, kontrol d'ar c'hoant.
II - Da saludiñ
Kaezar.
III - Div evit bale.
A-serzh :
1 - Brav eo al loar ... ar stered ivez.
2 - Anv plac'h.
3 - E ........ pe war ar maez emaoc'h o chom ?
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
1
Vendredi 31 octobre 2008
5
31
/10
/Oct
/2008
14:26
A gleiz da zehou : Mich Beyer, Yann-Fulub Dupuy ha Herve Latimier
En dibenn-sizhun tremenet e oa bet roet priz Langleiz e Gouel Levrioù Karaez da Vich Beyer evit he romant "Etrezek an enez". Ur romant leun a esmae, a from hag a gizidigezh...
Goude skridvarnadenn peurc'hoveliet Yann-Fulup Dupuy he deus an aozerez trugarekaet ha broudet ar vrezhonegerien yaouank da skrivañ, da skrivañ ingal bemdez, evel ma oa bet hi broudet d'ober
gant Per denez pa oa studierez...
Bep bloaz e vez enoret skrivagner pe skrivagnerez gant familh an arzour Zavier Langleiz.
Anavezet eo Mich Beyer gant al lennerien yaouank evit he fennoù koltar e Menez Are pe war an enez hag evit "an dervenn" a vez studiet er bloaz-mañ e 4re klas e skolajoù Diwan.
Gourc'hemennoù d'ar skrivagnerez !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Lundi 6 octobre 2008
1
06
/10
/Oct
/2008
15:05
E Geotenn ar Werc'hez ez eus kalz a vraventez. Skeudennoù an natur, taolennadur an dud, o c'harantez e-keñver tud all... ar frazennoù zoken a zo brav. E fin an istor
en em sant kablus an tad. Diskouez a ra e kare e verc'h... Kavet 'vez braventez e-leizh en destenn-mañ. Ar fed zoken e vefe skrivet en deus Pêr an Trilonk dilezet tout ar pezh en doa evit gallout
pareañ e verc'h a zo brav.
.............................................................................................
En ur bed ken brav, ha ken sioul, ez eus e gwirionez ur boan bevañ gant an dud, tristidigezh, traoù kuzhet ouzh ar selloù estren... Tu 'vefe d'an tad pareañ e verc'h, rak en ur labourat marteze un
tammig muioc'h en defe arc'hant a-walc'h, met ar fed en deus an tad da zibab etre an arc'hant hag e verc'h a zo vil, mezhus...
Anna, trede
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
2
Dimanche 6 juillet 2008
7
06
/07
/Juil
/2008
11:56
Priz ar Yaouankiz 6ved/5ved
1- Lomig Boulomig (Youenn Brenn)
2- Ur vleunienn war askell an avel (Mai-Ewen)
Diougan Ketzacoal (Jakez-Erwan Mouton)
Priz ar Yaouankiz 4re/3de/lise
1- Galv an Oy (Yann-Fañch Jacq)
2- An dervenn (Mich Beyer)
Fulennoù war skubellennoù (Yann Gerven)
Priz ar vugale
1- Ronan ar c'horrigan (Pierre-Emmanuel Marais)
2- C'hoari Tavarn (Youenn Brenn)
Me ha Titaw (Mai-Ewen)
Un dorn da reiñ (Yann-Fanch Jacq)
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Lundi 14 janvier 2008
1
14
/01
/Jan
/2008
22:52
Soñj am eus e oan war-dro c’hwec’h vloaz. Un dibenn-sizhun eus miz Gwengolo e oa. Dont a raen a-benn da vont mat war ur marc’h-houarn div rod hepken. Ma c’hoar vihan a oa c’hoazh gant he marc’h-houarn teir rod.
Divizet hor boa mont d’ober un dro vihan en un dachenn e-kichen an ti. Ma zad en doa profet din ur marc’h-houarn brav div rod un devezh a-raok. C’hoant em boa ober un dro warnañ.
En ur zegouezhout en dachenn hor boa gwelet kerkent e oa un diribin bras er foñs. Taolet em boa ur sell ouzh ma c’hoar : hi ivez he doa c’hoant mont gant an diribin-se. Ha gouzout a rit n’ez a ket buan-tre ur marc’h-houarn gant teir rod...
Ma mamm a oa a-du, ha neuze hor boa redet diouzhtu betek an diribin. Ma c’hoar a oa pignet war he marc’h-houarn bihan ha me war ma marc’h-houarn nevez-flamm. Kroget eo ma c’hoar vihan da ziskenn gant an diribin. N’ez ae ket buan-tre. Me, ne c’hellen ket gortoz pelloc’h. Seblantout a rae ken plijus diskenn evel-se ! Ne ouien ket ober mat gant ma marc’h-houarn, met, hep soñjal na hep gortoz e vije echu gant ma c’hoar vihan diskenn, aet on kuit en diribin en ur huchal.
Klevout a raen ma mamm o lavarout din gwaskañ war ar starderez, met me 'grede e oa hep dañjer mont ken buan ha se. En un taol em eus gwelet ne oan ket ken pell ha se ouzh ma c’hoar ha klasket em eus gwaskañ war ar starderez...
Ur marc’h-houarn nevez e oa, neuze e oa kalet ar starderez ! Ne ouien ket an dra-se, ha stardet em eus anezhi gant ma holl nerzh... ha savet eo ar rod a-dreñv !
Kouezhet on diwar ma marc’h-houarn, kredet em eus nijal ! Eüruzamant n’eo ket bet gloazet ma c’hoar ! Padal, me a zo erruet war al leur, fri da gentañ ! Bet em eus muioc’h a aon eget a boan ! Ma fri a-bezh a oa o wadañ, avat !
Goude un dro gaer evel-se n’em eus ket bet c’hoant adkregiñ.
Anna, 4re klas.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
1