Vendredi 6 novembre 2009 5 06 /11 /2009 16:31
"TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA"

Dec'h oa bet kinniget evit ar wech kentañ er bloaz-mañ ur film gant Daoulagad Breizh "TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA" d'hor skolajidi 6vet ha 5vet klas, diwar-benn labour Gi Joncour, mezeg-loened war ar maez. Dedennet-tre e oant o welet penaos pareañ ur vuoc'h pe ur c'hi, zoken ma oa skeudennoù un tammig start evit an daoulagad kizidik ! Degemeret oant bet e-barzh bed Gi Joncour a zo tost-tre ouzh an natur hag an endro.
Goude bezañ sellet ouzh ar film o doa gellet hor skolajidi kurius sevel goulennoù gant Gi Joncour evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar vicher hag al loened. Frouezhus-kenañ e oa bet an eskemm ha desket zo bet ur bern traoù ganto. Piv a oar, marteze e oa un danvez mezeg-loened en o zouez...



Gi Joncour gant marmouzed ar skolaj
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires - Recommander
Vendredi 23 octobre 2009 5 23 /10 /2009 16:58
Dec'h e oa kross ar skolaj war dachenn ar Gornigell, war c'hlann Stêr-Oded eta e-kichen porzh Kemper...Dre chañs e oa tavet glav pil polos ar mintin ha dispak an oabl ! Plijadur 'zo bet !

Trugarez da C'haëlle, da Varine o doa aozet brav an traoù gant skoazell Klaod, Anna-Vari... Gourc'hemennoù d'ar re o deus gounezet, evel-just, hogen ivez da gement hini en deus graet e/he seizh gwellañ war an dachenn. Ur skol vat a emstriv hag a gevezerezh yac'h...


Nag a youl hag a vennegezh !


Dalc'h mat, bez eus unan bras war da lerc'h !


Redek a c'heller gant plijadur !


Ha pouez krec'h, ouzhpenn-se !


Lusket ingal hag asur ...


Nepell diouzh an degouezh, dalc'h mat !


N'eo ket tapet an trec'h c'hoazh, koulskoude !

Disoc'hoù :

Redadeg 1 (merc'hed 6ved-5ved)
Kentañ : Maïna Mallejac (6ved melen)
Eil : Marilou Andro (6ved glas)
Trede : Yohanna Henrotel (5ved glas)
 
Redadeg 2 (paotred 6ved-5ved)
Kentañ : Noé Coatmeur (5ved melen)
Eil : Hoel Gourlay (5ved glas)
Trede : Ewen Jolfre (5ved glas)
 
Redadeg 3 (merc'hed 4re-3de)
Kentañ : Alice Kote-Poupon (4re melen)
Eil : Auregan Danze (4re glas)
Trede : Yuna Meynier (3de klas)
 
Redadeg 4 (paotred 4re-3de)
Kentañ : Quentin Bleuzen (3de klas)
Eil : Glenn Le Roux (4re melen)
Trede : Erwan Morzadec (4re glas)


Gourc'hemennoù d'al loreidi !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Samedi 10 octobre 2009 6 10 /10 /2009 19:55
Er mintin-mañ eo bet boulc'het al labour da gaout ur sal skiantoù  adnevezet. Tennet eo bet an arrebeuri kozh ha degaset ez eus bet re nevez. Er sizhunioù da zont e vo dalc'het ganti...
 
Nevez-flamm-flimmin



O vuzuliañ ervat...


Trugarez d'ar gerent ha d'ar gelennerien o deus kroget e-barzh ha glebiet o rochedoù...

Pa lavarer deoc'h glebiet o roched, n'eo ket gevier !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Lundi 28 septembre 2009 1 28 /09 /2009 18:10


Hiziv eo bet Mikael Baudu o tisplegañ d'hon tredeidi danvez ur gevezadeg c'hoari e brezhoneg evit skipailhoù tud yaouank. Danvez plijadur da gaout gant paintball ha gant c'hoarioù stroll korf ha spered all. Danvez abadennoù filmet a vo skignet war internet...

Ha soñjit 'ta, pasoù evit an Erer Kozh ha Penn-ar-Bed da c'hounit ! Dedennet-tre eo bet ar skolajidi. Klaoustre e vo savet skipailh ar c'hlasad hep dale !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Dimanche 27 septembre 2009 7 27 /09 /2009 23:00
Ur sebez pegen brav e teu hor yezh ganto. Taolit ur sell ouzh ar video-mañ :



Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires - Recommander
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés