Samedi 12 janvier 2008
6
12
/01
/Jan
/2008
14:52
Evel e ti Leclerc e oa bet skrivet, ur pennad 'zo, an doare nevez da ebarzhiañ al levrioù. Setu eta war ar skeudenn an doare burzhudus da enrollañ al levrioù pep a god-barrenn dezho !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Vendredi 28 décembre 2007
5
28
/12
/Déc
/2007
18:51
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
1
Vendredi 28 décembre 2007
5
28
/12
/Déc
/2007
18:13
Nevez 'zo e oa Cathy Tymen ganeomp, kazetennerez eo en Telegramme ha mamm-baeron ar re bevare evit ar c'hlas-kelaouennerezh. Displeget he deus e-pad daou brantad al labour hag ar studioù graet ganti, penaos e vez graet ur gazetenn, ar c’hudennoù pemdeziek a vez, pegen pouezus ez eo gwiriekaat atav ar c'heloù a-raok embann anezho. Goulennoù a bep seurt a zo bet savet gant ar skolajidi, plijus ha kentelius eo bet ar gejadenn-mañ.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0
Mercredi 5 décembre 2007
3
05
/12
/Déc
/2007
15:42
Stal gouloù-koar
E Breizh-Veur on bet plijet gant ar stal gouloù-koar. Graet hon eus hon hini. Ret e oa lakaat ur vouchenn e-barzh ur pod koar ha goude lakaat en dour div eilenn. Ret e oa adkregiñ dek gwech da nebeutañ. Goude e oa ret lakaat unan eus an daou damm mouchenn en ur pod gant koar ha liv mesket, teir gwech da heul. Hag ober ar memestra gant an tu all (eus ar vouchenn). Ret e oa gortoz un tammig ha kemer traoñ ar c'houlaouenn-goar, gant an dorn all an nec'h ha treiñ. Er fin, ar c'houlaouenn-goar a oa dav livañ ha treiñ. Brav-tre e oant. Ha plijus e oa ober un dra evidomp e saozneg penn-da-benn. Gweladennet hon eus ar stal ivez. Kalz a c'houlaouennoù-koar a oa, gant an holl livioù hag an holl stummoù. C'hwezh a oa gant reoù zo. Bez e oa ur vaouez er stal o klinkañ ur c'houlaouenn-goar dirazomp. Ar c'houlaouenn he doa meur a wiskad livioù. Gant ur gontell e tidroc'he laonennoùigoù hag e adplege en ur seurt ront. Me ’gave e oa evel ur wezenn. Al laonennoùigoù a oa brankoù. Brav-tre !
Ar zoo
Gweladennet hon eus zoo Chester ivez. Bras-tre eo neuze n'hon eus ket bet amzer a-walc'h evit sellet ouzh an holl loened. Graet hon eus tri skipailh : hini Ninnog, hini Olier hag hini Fañch. Gant Fañch e oan ha setu ar pezh hon eus graet :
Gwelet hon eus pred ar chas-dour. Gwelet hon eus ivez leoned, tigred, jirafenned, laboused eus ar broioù tomm, kalz a varmoused, naered, olifanted, kezeg ha kalz a loened all. Bez e oa loened bihan (30-40 cm) rous en ur park bihan gant geot nemetken. Farsus-tre e oant ha n'ouzon ket o anv ! Dindan ar park e oa ribouloù. Tu oa mont e-barzh hag er beg e oa ur glogorenn, a-us d'an douar. Gwelet e vezent tro-dro deomp ! Ar ribouloù ne oant nemet evit ar vugale peogwir ne oa ket uhel a-walc'h ar glogorenn evit an dud vras. Nolwenn ha me a zo aet memestra e-barzh hag hon eus gwelet anezho o tebriñ karotez.
Beaj plijus-tre hag oberiadennoù dedennus ha plijus !
Salomé (5vet klas)
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
1
Vendredi 30 novembre 2007
5
30
/11
/Nov
/2007
21:28
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
0