Mardi 26 avril 2011 2 26 /04 /Avr /2011 11:46

Al lochoù

 

Miz-Gouere-2010 0700-copie-1

Aketus outi...

 

 E tekno hon eus graet lochoù evit ar c'haouenned bihan. E Kerne-Izel ne vez kavet ar c'haouenned-se nemet e bro Borzhe.  E pad ar vakansoù goañv omp bet en un ti-feurm e Kast, o staliañ div loch.  Staliet in bet en ul lec'h ma n'eus ket re a drouz, neuze ne vo ket direnket ar c'haouenned.  

 

P1010563

 

Abel, uhel bintet...

 

P1010582

 

Abel ha Dorian, staliet ganto al logell...

 

Marteze ne vo ket kaouenn ebet el lochou ar bloaz-mañ, ret e vo gortoz un nebeud bloavezhioù.  Bep bloaz e vo ret mont da sellet hag-eñ zo kaouenned enno.  

 

Abel ha Dorian

 

Evit an eil gwech o deus savet re 5vet ar Skolaj lochoù neizhiañ kaouenned bihan Athene noctua. E-pad kentelioù tekno Mathieu int bet savet gant boestoù gwin koad.

 

Miz-Gouere-2010 0707-copie-1

 

Gourc'hemennoù d'ar c'hlasad ha d'o c'helenner, Mathieu, hep disoñjal Klaod ha Ronan !

 

Sikouret en doa Klaod o raktroc'hañ tammoù koad ha korzennoù pvc a oa da vezañ staget. Labour ar re 5vet zo ul lodenn eus ul labour enklask ha gwareziñ al labousedigoù preizh noz-se kaset da-benn gant strollad Kerne-Izel ar Groupe Ornithologique Breton.


Ronan Debel

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 18 avril 2011 1 18 /04 /Avr /2011 17:55

      A-benn sevel ur rummad abadennoù nevez e oa deuet skipailh Mouchig-Dall (abadenn ar re yaouank skignet war France 3 d'ar Merc'her war dro 8e20) en darempred ganeomp evit kejañ ouzh skolajidi sot gant ur sport bennak ha prest da ziskouez ha da zisplegañ da Riwal (an animatour) ar penaoz hag ar perag.

 

     Setu ar rentañ-kont savet gant ar skolajidi:

 

D'al Lun 28 a viz C'hwevrer eo deuet Riwal hag e skipailh e kreizenn marc'hegañ Rosquerno e Pont-'n-Abad. Leïla, Erell ha Maëlenn o deus displeget dezhañ da gentañ penaos broustañ ur marc'h en ur ziskouez an dafar a zo ezhomm. Nag a basiantez gant Radja, marc'h Maëlenn! Ur wech war varc'h ne oa ket nemet rebechoù gant ar merc'hed, paourkaezh Riwal! Bezañ eeun, treiñ a-gleiz hag a-zehoù, mont war-raok zoken!

C'hoarzh, fent ha plijadur a zo bet en devezh-se, memes ar mikro a denne d'ur garotezenn vlevek ha hir! Iskis e oa bezañ filmet gant ur c'hamera ken bras!

Maëlenn, Leïla hag Erell (5vet Klas)

 

Vincent hag Ilan a zo bet war varc'h-houarn gant Riwal d'ar Merc'her 2 a viz Meurzh diouzh ar mintin. Evit an abadenn e oa an emgav e Krec'h Gwenn. C'hwec'h den a zo deuet: Mael Kernalegenn, Riwal, ul leurenner, un den evit ar c'hamera, unan all evit ar son, hag unan diwezhañ hag a zouge an trebez.

"Bet omp bet en ur Skate-Park e-kichen ar mor hag e-barzh Koad Keradeneg, teir eurvezh-pad en holl. Komzet hon eus diwar-benn ar mekanik gant Riwal ha ne ouie netra, hervezañ. Klasket hon eus deskiñ dezhañ mont war velo, fentus e oa! Koulskoude e ya Riwal war varc'h-houarn bep Sadorn..."

Vincent hag Ilan (5vet Klas) 

 

DIWALLIT!!!!!

SKIGNET E VO AN ABADENNOÙ-SE D'AN 18/05 HA D'AR 15/06 WAR FRANCE 3 WAR-DRO 8e20!!!!

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 9 avril 2011 6 09 /04 /Avr /2011 23:00

IMGP0319

 

Setu degouezhet fin bloavezh « Collège au cinéma » evit ar re 4re. Gwelet hon eus tri film, unan dre drimiziad. An hini kentañ a oa ur gomedienn sokial « Les Apprentis », istor daou zen yaouank kollet un tamm hag o klask ur ster evit o buhez. Unan eus rolloù gwellañ Guillaume Depardieu aet d'an anaon kalz re abred.

 

Cliché 2011-04-09 23-12-09

 

En eil trimiziad hon eus tañvaet bed Alfred Hitchcock gant « Rear Window », un istor polis ispisial. Tro hon eus bet da brederiañ war dem ar sellerezh. Betek pelec'h mont gant furchadegoù e buhez an dud hep mont re bell, a-enep al lezenn ? Sapre Hitch a c'hoari gant e bublik en ur vountañ anezhañ da vezañ dipitet ma ne c'hoarvezfe ket un torfed !

 

Cliché 2011-04-09 23-17-33

 Rear window

 

Hag evit echuiñ, « El Bola », kentañ film hir Achero Mañas (foto) eus Bro-Spagn a gont istor ur paotr 12 vloaz, Pablo, ur sekred pounner gantañ, hag a zeuio a-benn, a drugarez d'e vignon Alfredo, da zispakañ e gudennoù. Ur film efedus o komz eus ar feulster hep e ziskouez; un istor kreñv ha fromus hep ma vefe ur fromc'hoariva.

 

Cliché 2011-04-09 23-18-58

Achero Mañas

 

Cliché 2011-04-09 23-27-50

 

 

Cliché 2011-04-09 23-29-34


Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 4 avril 2011 1 04 /04 /Avr /2011 14:02

  IMGP0304

Fañch, Mathieu hag ar re all krog ganti...

 

Chantier a oa disadorn war ar plomerezh hag an tredan da gas da benn vat al labourioù e sal ar skiantoù. Labour vat a zo bet graet gant tud mennet. Chom a ra tammoù traoù met graet eo ar pep brasañ. Gant pep a urzhiataer dre daol e c'hello hor skolajidi kaout aozioù deskiñ gwellaet hag o c'helennerien ober o mad anezho. Trugarez d'ar gerent a youl vat ha d'ar gelennerien a zo deuet da labourat !

 

IMGP0307

A-zevri outi !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 30 mars 2011 3 30 /03 /Mars /2011 12:35

IMGP0286

E-pad ar film...

 

IMGP0293

Pep hini en e blas, er gaoz evel er c'han...

 

Dec'h e oa ar vreudeur Morvan ganeomp evit diskouez ar film "e skeud kanañ"  (Jérémy Véron, France 3) hag evit kontañ kaoz gant hor skolajidi 4re ha 3de klas. Tremenet eo eus ar c'hentañ. Un darempred eeun, gwirion gant an dud, jentil ha prest da reiñ kement ha da resev !

 

Goude ar fim ez eus bet kaoz diwar ar c'han, an dañs goude koan gwechall, ar festoù-noz o tont da vev... Tomm, a galon, eo bet an darempred etre ar skolajidi hag an daou vreur. Eeun ha frank eo bet ar goulennoù hag ar respontoù. Trugarekaet hardizh eo bet ar ganerien evit bezañ deuet betek ennomp hag evit holl ar pezh o deus roet deomp eus an hengoun bev e Breizh. An traoù-se a zo bet roet dezho ha kontant int d'o reiñ d'an holl d'o zro... Pe e Skolaj Diwan Jakez Riou pe dirak miliadoù a dud gant Taboulinoù ar Bronx en Erer Kozh... An holl o devo soñj ez int labourerien-douar a vicher ha n'eo ket kanerien a vicher hag ivez n'o deus morse lavaret nann pa vezent pedet da ganañ en tu pe du gant ma c'hellent ha gant ma oa e Breizh. D'ar Frañsizien o deus c'hoant da welout anezho dont da Vreizh ! Fromus ha kendrec'hus ivez o "n'eus ket a Vreizh hep brezhoneg" ha "dalc'hit mat gant hon yezh !" "Pep korn-bro en deus e stumm brezhoneg !" Dec'h, avat, eo bet komprenet aes ha mat an daou vreur gant hor skolajidi ha selaouet ha komprenet mat int bet ivez d'o zro.

 

IMGP0292

Kozh ha yaouank unanet gant ar c'han...

 

IMGP0294

Krog ganti...

 

Goude ar goulennoù un ton plin gant Marine, Sterenn ha Loeiza. Deuet brav, trugarez dezho. Tro ar vreudeur war-lerc'h gant Joli coucou. Poent diac'hubiñ ar sal, frankiz dezhi da zañsal plin, pachpi...Ur gwir blijadur !

 

IMGP0301

Dao de'i !


Da echuiñ abadenn sinañ follennoù koulz evit ar skolajidi hag an dud gour.

 

Trugarez da Herri, da Yvon, da Agnès a oa ganto ha da Elen eus Daoulagad Breizh bet prientet mat-tre an traoù ganti. Ha ken ur wech all bennak !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés