Buhez ar skolaj

Lundi 20 décembre 2010 1 20 /12 /Déc /2010 22:43

Daoust da varradoù erc'h kentañ ar goañv ez eus bet gellet aozañ hor merenn vihan Nedeleg. Mare daremprederezh plijus etre skolajidi, kerent ha skipailh ar skolaj. Simpl ha bourrus . Mesk-ha-mesk : 5vedidi disko gant Marine, kanerezed Louise Ebrel, akordeonourien, diskouezadeg labourioù skolajidi, krampouezh, gwastilli, evajoù tomm, stand Nedeleg ar c'huzul-skoazell...Laouen an dud o klozañ gant un tennad skol hir hag o tañva un tamm eus bamerezh Gouel Nedeleg...

 

PC170017

Banne a zegemer mat ar c'huzul-skoazell

 

PC170018


Stand Nedeleg

 

PC170019

 

Marine gant he 5vedidi o pleustriñ war hentoù an disko

 

PC170022

 

Chom a ra startijenn !!!

 

PC170023

 

 

PC170026

 

En estaj ur sell ouzh labourioù ha kinkladurioù

 

PC170027

 

Lennerezed aketus...

 

Trugarez vras d'an holl dud o deus graet tra pe dra evit ar mareig plijus-mañ. Un darempred hag ur genskoazell blijus a zo bet, un tamm Nedeleg e oa !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires
Dimanche 12 décembre 2010 7 12 /12 /Déc /2010 16:20

SDanielou Skolaj 2

 

Ur gonterez a zoare, plijet o taremprediñ ar re yaouank, eo ivez Soazig Daniellou

 

Digwener e oa bet Soazig Daniellou er skolaj o tiskouez d'hor pempvedidi Erwan, un teulfilm graet ganti evit Frañs 3 diwar-benn Erwan Konk bet skolajiad er Releg ha lisead e lise Diwan Karaez un nebeudig bloavezhioù 'zo. Kement-mañ a oa an hini gentañ evit hor skolajidi 5ved eus an teir abadenn sinema dre live klas a vo dalc'het er skolaj er bloaz-mañ  dre berzh ar gevellañ sinet etre Daoulagad Breizh, ar C'huzul-meur hag ar skolaj. Evel bewech e oa deuet Elen Rubin en anv Daoulagad Breizh d'ober un darempred plijus etre den ar film hag ar skolaj. Plijet eo bet ar skolajidi gant ar film, fromet hag esmaeet ivez. Ur gentel a youl vevañ hag a blijadur da vont war-raok daoust d'ar c'hleñved, miopatiezh, daoust da bep skoilh, eo bet evito. Goulennoù a zo bet diwar-benn ar sport evit tud nammet, ar c'hampionadoù mell-droad war gadorioù-ruilh. N'en doa ket gellet Erwan bezañ ganeomp, siwazh, nemet spi bras hon eus e c'hello dont ur wech all, laouen e vimp ouzh e zegemer !

 

SDanielou Skolaj 4

 

Tro o deus bet ivez skolidi gozh skol Tregon oc'h adkavout ar sevenourez  he doa savet ur film ganto, Prad don e anv, diwar o fenn gant Anicet Furic en e atant... Eñvorioù bourrus-kenañ hag ar c'hoant da gemer perzh e filmoù all...

 

SDanielou Skolaj 3

Plijet an dud...

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 3 décembre 2010 5 03 /12 /Déc /2010 14:54

 Miz-Gouere-2010 1571

Ar gaoz gant Muriel Morvan goude ar film

 

Hiziv, d'ar Yaou 2 a viz Kerzu, eo bet pedet Muriel Morvan (sevenourez) hag Elen Rubin (implijadez e Daoulagad Breizh) gant Skolaj Diwan Jakez Riou evit diskouez ur film d'ar skolajidi diwar-benn an diorren padus.

 

Ar film a zo anvet "Silieg, ur veaj da vro warc'hoazh". An danvez anezhañ ur gumun anvet Silieg, e-kichen Pondi, e-lec'h ma vez doujet an natur. Serj Moelo, ar maer, a zispleg penaos e teuont a-benn da vezañ ur gumun ekologel. Savet ez eus bet ganto tourioù-avel, kreizennoù-puraat... Klask a reont bezañ an ekologelañ ar gwellañ, da skouer difuiñ an tiez gant ouat keluloz mesket gant pri, pe c'hoazh sevel ur greizenn vakañsoù 100 % ekologel. Evit sachañ evezh an dud war an diorren padus emaint o vont da gemer un ti-feurm kozh ha lakaat ur mirdi e-barzh. Ar maer a zo bet e Freiburg, e Bro-Alamagn, a-benn kaout mennozhioù evit e gêr.

 

Miz-Gouere-2010 1570

 

Aketus ar bevareidi, neketa ?

 

Neuze, lazhit ar gouleier pa n'ho pez ket ezhomm, ha diwallit ouzh ar bevezerezh

tredan !

 

 

Nolwenn, 4re klas

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 23 novembre 2010 2 23 /11 /Nov /2010 22:58

 

IMGP8216 - copie

 

Na kuñv o feur !

 

 

"Touch, gwelet, selaou, c'hwesha"...Dec'h e oa bet diskouezet dre hanterouriezh Daoulagad Breizh ar film-se d'hor skolajidi 6ved ha deuet e oa Guy Joncour da gontañ kaoz ganto. Deuet e oa krec'hin chas-dour gantañ. Blev kalet ha flour, lec'h d'an aer da dremen etrezo. Soñjit 'ta e talveze pep kroc'hen kement hag ur mizvezh labour devezhour gwechall pe c'hoazh priz ur marc'h-houarn ! Bremañ e talv kement hag ur mell tell-gastiz hag ur pennad amzer toull-bac'h da neb a vez tapet o vigriañ !

 

Start buhez ar vezeien-loened war ar maez. Sikour ar saout diaes dezho halañ, operiñ anezho, adlakaat stomog ur vuoc'h en e blas, tennañ un dorosenn-gig grignbevek diwar bav ur c'hi hag all, hag all... Un tammig diaes ha doñjerus a-wechoù da zaoulagad kizidik hor skolajidi yaouank. Evel ma oa da zaoulagad ar paotrig eizh vloaz a hunvree dont da vezañ mezeg-loened ! Displegadennoù an den a vicher a ra o zreuz avat, gwad ya, met saveteiñ al loened an hini eo a gont ! Labourat evit ar vuhez ha stourm ouzh ar boan !

 

Un hir a hent eo bet hini mezeg-loened Kallag, tremenet a zineizher da warezer natur... Mab-bihan boureller Plourac'h o wriat d'e dro war gig bev al loened an dro-mañ.Klask kompren ar bed ha talvoudegezh ar plant a reer loustonioù anezho, koulz hag al loened gouez a zo war an douar evit seveniñ pep a gefridi. Difenn kefeleged al lannoù, ar chas-dour, ur sevenadur, un doare bevañ, kreiz-Breizh hag ar vreudeur Morvan, kement-se holl eo kemennadenn ar medisin.

 

Hag ouzhpenn a zo ! N'eo ket aes dont da vezeg-loened, studioù start a zo. Koulskoude, mar fell deoc'h mont war ar vicher-se dre ma karit al loened, arabat digolonekaat morse. an huñvre hag ar strivoù d'en diraez an hini a gont. Arabat diskregiñ, strivit, barregezh a zo ennoc'h. Kaerañ kemennadenn evit hor skolajidi !

 

IMGP8218 - copie

 

Trugarez da Guy Joncour, da Elen Rubin a Zaoulagad Breizh, buhezek eo bet ar gaoz ha piv oar, marteze ez eus meur a hunvre e go ?

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 21 novembre 2010 7 21 /11 /Nov /2010 12:57

 

IMGP8135 - copie

 

Enora, Sterenn, Marine ha Manaly gant Louise Ebrel

 

Dreist an abadenn !

Daouzek kanerez a zo e kleub kan ha diskan. Pedet

e oa bet gant Louise Ebrel evit an abadenn "Taol

Kalon" e Kastell-Nevez-ar-Faou ur miz hanter'zo ar

merc'hed o doa c'hoant da vont da ganañ dirak 300 a

dud e-pad ar pred.

 

  Peder flac'h e-touez ar re goshañ hag ar re a oa

boas da vont war al leurenn (Kan ar Bobl,

Kanit'ta bugale, Webnoz, Sterenn, Marine hag

Enora trec'h e KAB 2009, Marine, Manaly, Sterenn

trede e 2010 evit Kanit'ta bugale) a zo aet

disadorn da sal brudet "Penn ar Pont". Savet

oa bet pozioù evit enoriñ Louise Ebrel, ha kanet

o deus an teir flac'h un heuliad round ha

"Dibidibidi", kan bro Douarnenez.

Souezhet oa ar ganerien brudet a oa aze, Iffig

Flatres, Kristian Rivoalen, Sylvie Rivoalen, An

Debrerezed Skouarn, Le Corre/Fustec, Jean-Claude

Talec ... ha gourc'hemennoù o deus bet. Bez e vint

e "Nevezamzer ar C'hastell-Nevez" d'ar 14 a viz Ebrel

2011,  evit unan eus ar festoù noz brudetañ a zo

er vro.

 

Ha distreiñ a raio Louise d'ar skolaj evit deskiñ

dezho penaos kanañ ar pachpi, un heuliad plin,

ha gwerzioù brav evel "Gavotenn an aeled".

Gourc'hemennoù neuze da Vanaly, Marine, Sterenn hag Enora !

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés