Buhez ar skolaj

Dimanche 21 novembre 2010 7 21 /11 /Nov /2010 12:43

 

 

Pluguen B

 

 

Taoliad krenn da-geñver saloñs Pluguen diwar-benn al lennegezh vrezhonek evit ar vugale hag ar re yaouank (Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz). Valérie Treffles, Jakez-Erwan Mouton, Fanny Chauffin, Denise Lefranc, Gwenvred Latimier-Kervella, Moran Dipode ha Muriel Morvan.

 

Amañ dindan skridoù a zo bet loreet e Pluguen

 


 

ACROSTICHES – SALOÑS PLUGUEN 2010

5ved glas

 

Parler en anglais

Aller se reposer

Rire avec la famille

Traverser Chester avec le car

Inventer un animal pour jouer

Râler parce que le voyage est fini.   Kynan

 

Pa gomzer e saozneg

Ar repoz a ranker kemer

Ral a wech ne vez ket c'hoarzhet

Treuziñ Chester gant ar c'harr-boutin

Ijinañ ul loen evit c'hoari

Ragachiñ, rebech rak echu eo ar veaj dija ...

 

 

Papa et moi on est à Venise

Arrivé là-bas, aucune voiture

Rien que des piétons et des bateaux

Tout autour de nous, de l'eau

Ici dans les boutiques

Rien que de très beaux masques.   Louliya

 

Pa oamp Tadig ha me e Venezia

Erruet ahont, karr-tan ebet

Rak ne oa nemet tud war droad ha bigi

Tro-dro deomp, an dour

Int-i, e-barzh ar stalioù

 

Re vrav ar maskloù !

 

 

Partir loin

Avion pour Haïti

Rire avec les autres

Tourner en rond

Isolés du

Reste du monde.   Alan le Guillou

 

Pell, pell-tre e loc'homp kuit

A-dreñv Haiti gant ar c'harr-niij

Re fentus gant ar re all

Treiñ tro-dro

Istrogelled, er-maez eus peurrest ar bed

Rak ar voulenn-douar a dro, evel boaz.

 

 

 

 

ACROSTICHES – SALONS PLUGUEN 2010

5ved Melen

 

 

Partir vers l'infini et l'au-delà

Angleterre, nous voilà

Rigolades et amusements

Tempêtes et beau temps

Isaac qui ne fait que chanter

Rien que pour m'énerver !     Margot

 

Mont kuit tramor war-zu an divent

Breizh-Veur, erru omp !

C'hoarzhadegoù ha dudioù

Barradoù avel hag amzer vrav

Isaac ne baouez ket a ganañ

Tra ken nemet evit lakaat ac'hanon

Da fuloriñ.

 

 

Partir loin, c'est comme

Aspirer un air nouveau

Ratatiner les devoirs

Tout emmener sauf l'essentiel

Imaginer son retour

Rentrer, retrouver son lapinou et ne plus le quitter.    Julia

 

Mont kuit pell, se zo evel

Analañ un aer nevez

Flastrañ al labour noz

Kas pep tra ha disoñjal ar pep pouezusañ

Ijinañ an distro

Adkavout he lapin ha chom gantañ da vat.

 

 

Petite promenade en bus scolaire

Avec notre chauffeur Jean-Luc, il

Rate toutes les sorties de la voie express

Traverse Quimper avec difficulté

Il réfléchit alors, trouve la solution :

Rester calme !          Gwion

 

Pourmenadenn vihan gant bus ar skol

Gant ar blenier Jean-Luc

Faziañ a ra hent meur a wech

Treuziñ a ra Kemper gant diaesterioù

Preder a zo gantañ, kavet en deus penaos ober :

Chom sioul !

   

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 18 novembre 2010 4 18 /11 /Nov /2010 18:28

 

7alc'houez

 

 

 

Hiziv eo bet Mikael Baudu o kinnig d'hon tredeidi danvez ur c'hoari skinwel nevez evit ar grennarded. Dre skipailh e vo dav digodañ, kaout penn da gevrinoù, tennañ gant ar wareg, sachañ war ar fun ha me 'oar... Kalz a dredeidi ha tredeadezed a zo bet dedennet. Bremañ eo ret sevel ur skipailh evit ar skolaj, ennañ 7 pe 8 a dud, paotred ha merc'hed ha mont da souten o c'hrog pa vo deuet ar poent !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 8 novembre 2010 1 08 /11 /Nov /2010 21:52

Miz-Gouere-2010 1552

 

Sachañ an evezh ha digeriñ ar gaoz gant ar re yaouank...

 

Hiziv eo bet degemeret Bastian Gwilhou er skolaj. Deuet eo da gontañ kaoz gant skolajidi an daou drede klas diwar-benn e film war greanti Tilly e Gwerliskin. Founnus eo bet ar gaoz etre ar saver-filmoù hag hor re yaouank. Ar perag, ar penaoz, al lazhdioù yer er vro hag ar bedelaat. Un digor spered war gudennoù sokial ha kudennoù bro. Un alberz hon eus bet ivez eus danvez e deulfilm nevez diwar-bouez Marsel Gwilhouz, mestr kan-ha-diskan brudet Larruen Gozh !

 

Bennozh da Zaoulagad Breizh ha da Elen Rubin a oa ganeomp er mintin-mañ ez a war-raok an darempredoù etre ar skolajidi hag ar re a grou e brezhoneg e Breizh !

 

Miz-Gouere-2010 1548-copie-1

 

Da vad en e vleud !

 

Miz-Gouere-2010 1554

 

Bamet an arvesterien !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 5 novembre 2010 5 05 /11 /Nov /2010 00:35

3de Mirdi an Departamant 4 a viz Du

 

 

3de klas : gweladenn an diskouezadeg war an arzoù kinklañ e Mirdi an departamant

 

Ha setu adkroget mat goude vakañsoù an Hollsent : e-keit ha ma oa ar skolajidi all gant o fenn devezh plijadur e brezhoneg eo bet an daou glasad 3de o welout an diskouezadeg diwar-benn an arzoù kinklañ a ginniger er mare-mañ e Mirdi an departamant.

Klotañ a ra mat-tre dodenn an diskouezadeg gant hor programmoù : lakaat war-wel sevenadur Breizh hag ar pezh a veze krouet amañ, ha reiñ deskadurezh ivez evit a sell ouzh istor an arzoù. Liammañ an daou a c'haller ober ivez : d'ar mare ma oa Roparz Hemon ha skipailh Gwalarn o lakaat al lennegezh vrezhonek da vezañ evel lennegezhioù all ar bed, e veze arzourien evel skipailh ar Seizh Breur o lakaat ar c'hrouiñ breizhat da vont war vodernaat : skritelloù, asiedoù, listri, pezhioù-arrebeuri...

A bep seurt o deus gwelet ar skolajidi. Kinniget e oa an diskouezadeg e brezhoneg gant Annaig Loisel hag ambrouget e oa ar skolajidi gant Padrig, Gael ha Ronan. Berzh bras a ra an diskouezadeg : raktreset e oa bet e padfe betek kreiz miz Ebrel, hag a-benn ar fin e vo kinniget betek miz Kerzu 2011.

 

Penn bigoudenn

 

Hon tikedoù mont-tre :

 

Dantelerezed yaouank  Bigoudenn azezet,  Maouez eus ar C'hab,  Bigoudenn 

Beuzeg-Konk,                plastr                       pri poazh                       gant he labour

eoullivadur                    gant René                gant Le Jan                    eoullivadur

gant Alfred Delobbe     Quillivic                                                           gant Henri Guinier

                                       

                                      

       


 

Tikedoù mirdi

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 21 octobre 2010 4 21 /10 /Oct /2010 23:59

 

 

Land Art, petra eo? Da lavarout buan an traoù, e talvez kement ha sevel oberennoù arzel en diavaez. Krouet eo bet al luskad er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1960. Labourat a rae an arzourien gant danvezioù naturel (traezh, douar, koad, maen...). A-wel d'an holl emañ an oberennoù, hag a vez savet in situ, ha peurliesañ e vez dav tennañ poltredoù anezho peogwir ne badont ket, hag e cheñchont (pa ra glav, pa vez avel hag all). Un doare da guitaat bed ar mirdioù eo ivez, ha da ziskouez oberennoù arzel d'an holl.

 

Setu unan eus an oberennoù brudetañ : Spiral Jetty gant Robert Morris (miz Ebrel 1970, 450m hirder X 4m ledander), Great Salt Lake, Utah

 

Spiral-jetty

 

Ha setu ar pezh he deus savet Alice (3de melen). Deuet eo brav ganti!

 

landart5

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés