Dimanche 27 février 2011 7 27 /02 /Fév /2011 11:53

IMGP0138

 

Kement ha klokaat un tamm war-lerc'h gweladenn al lise, setu div skeudenn eus an ti-annez nevez a zigoro a-benn un nebeud mizioù war dachenn Kerampuilh.Un dra gaer evit Karaez hag evit hol liseidi !

 

IMGP0136

Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 22 février 2011 2 22 /02 /Fév /2011 21:45

 

D'ar 14 a viz C'hwevrer o deus an holl 3deidi kaset an devezh a-bezh e Karaez, ha leun-chouk roll-amzer an devezh.

Diouzh ar mintin o deus gellet dizoloiñ lise Diwan Karaez, al lise hollvrezhonek nemetañ a zo e Breizh. Degemeret hag ambrouget int bet gant liseidi bet en hor skolaj.

 

IMGP0096

Salud stal ar skiantoù

IMGP0097

 

Lise Diwan Skiantoù

 

Lise Diwan Skiantoù 2

Kemeret o deus perzh en ur gentel skiantoù kaset gant Lomig Bosser, dizoloet o deus ar c'houskva asambles gant Markus Peres, ar penngasour, hag an henchañ el lise  a zo bet displeget dezho gant Paol Mingant. Goude pred kreisteiz o deus bet ur pennadig amzer vak m'o deus gellet kaozeal gant al liseidi.

 

IMGP0100

 

Ouzh taol e Kerampuilh ! Mat eo ar geusteurenn ?

 

IMGP0099

 

 Etre 1e30 ha 3e30 o deus gellet kejañ ouzh meur a zen gour a ginnige e vicher da-geñver 6vet Kroashent Diwan ar micherioù e leurenn Glenmor.

 

IMGP0113

 

IMGP0117

 

Aozer meur an devezh a chom uvel. Salud, Erwan !

 

IMGP0116

Morwenna, plijet-bras !

 

Dizagn, micherioù tost d'an natur, mezegiezh, micherioù ar c'hleweled ha micher

ioù ma reer gant ar brezhoneg a oa e-touez ar re  a zo bet kinniget... Ha pep tra e brezhoneg!  E-touez an dud er sal e oa Lea Toulgoat, pomperez, bet en hor skolaj, hag Owen Poho, dizagnour/grafour, bet kelenner en hor skolaj ivez.

 

Lez Pomperez Kroashent Karaez

 

Ur bomperez entanet gant he micher !

 

 

IMGP0106


 

 

IMGP0105


Ur vaouez eus Kreizenn Ditouriñ ha Heñchañ Karaez a oa war al lec'h ivez, da zisplegañ dezho war be dachenn mont, pe  e vefe goude an 3de klas, pe goude ar vachelouriezh zoken.

 

IMGP0108

 

Ezhomm a vo a gelennerezed en hor skolioù...

 

IMGP0111

 

IMGP0112

 

Owen, helavar gant e zispleg

 

IMGP0114

 

IMGP0115

 

IMGP0122

 

IMGP0119

 

IMGP0120

 

IMGP0121

 

 

 

IMGP0123

Preder hag adpreder !


Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 3 commentaires
Vendredi 18 février 2011 5 18 /02 /Fév /2011 16:12

Valentine's day - Ehouarn

Ehouarn (6ved)

 

 

Valentine's day

Par Skolaj Diwan Jakez Riou
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 17 février 2011 4 17 /02 /Fév /2011 18:44

1/Kuitaat a reomp Pariz d'ar 14 diouzh ar mintin evit degouezhout e Bamako d'ar 14 diouzh an noz. Degemeret omp bet e ti mignoned a zo o chom eno.


2/Pa oamp aet er-maez an deiz war-lerc'h e oamp holl souezhet gant tout an traoù a c'hellemp gwelet. Otoioù o vont e pep lec'h, skouterioù o tremen forzh pelec'h, leun stank ar straedoù gant ar boblañs ha dreist-holl ur bern saotradur war al leur hag en aer. Ur cheñchamant krenn e oa.

 

SDC10156 

Bamako

 

SDC10084

       Ur straed eus Bamako war vord an hent. 

 

3/Bamako (Kêr-benn ar Mali) 'zo ur gêr 1 809 106 annezad. Kresket eo kalz ar boblañs met n'en deus ket heuliet an isframm ken buan, ha merzet e vez e-kreiz kêr dre ma 'z eo stanket e pep lec'h gant otoioù ( abalamour d'an hentoù re strizh...) Bez 'zo lec'hioù 'zo n'eus ket tu tremen memes, dre ma 'z eo re stanket. 


4/Kemeret hon eus an hent evit mont war-zu ar « Pays Dogon ». Chomet omp a-sav evit debriñ ha kousket en ur gêriadenn anvet Segou. Aet omp goude merenn war ur seurt  pirogenn (pinasse) war an Niger evit mont da weladenniñ ur gêriadenn podourien.   

 

   DSC07204                  


 Setu ur boderez omp chomet da sellet outi e-pad pell.

 

SDC10219

  Podoù-pri o vezañ poazhet


 5/Goude bezañ distroet da Segou, omp aet da weladenniñ ur stal-labour bogolan, anvet « Atelier Soroble ». Displeget eo bet deomp eus ar penn kentañ betek ar fin penaos sevel anezho.

 

SDC10256

 

SDC10250


 6/Kendalc'het hon eus hon hent betek Djenne. Ret eo bet deomp kemer ar vag-treizh evit treuziñ an dour.  Goude merenn omp aet da weladenniñ ar gêr gant un hencher lec'hel. Pignet omp war doenn e di evit gwelout ar gêr a-ziwar an uhel. Brav-tre e oa. Goude omp diskennet d'ar marc'had war plasenn ar voskeenn.            

 

Moskeenn Djenne eo an hini vrasañ er bed savet 100% e douar. Brav-kenañ e oa!

 

DSC07269

  Setu ar vag-treizh evit treuziñ an dour

 

SDC10300

 

Setu ar pezh a weler a-ziwar an doenn

 

 

SDC10319  

Setu ar marc'had war plasenn ar voskeenn

 

SDC10323

  Moskeenn Djenne


  7/Kuitaat a reomp Djenne evit mont da v-Mopti. Erruet du-se, ez eomp ur wech c'hoazh war ur birogenn evit mont da weladenniñ ur gêriadenn pesketourien. Distroet omp just a-raok ma nozfe.  

 

SDC10358

 

 

DSC07406


8/Kuitaet hon eus ar gêr ziwezhañ a-raok ar  « Pays Dogon ». Kemeret hon eus un taksi-strouezheg evit mont betek Indelou, ur gêriadenn m'omp chomet enni war-dro 5 devezh. Graet hon eus un eurvezh war un hent dereat ha div eurvezh war un hent douar. Fiñval a rae kalz! Erruet e Indelou, hon eus gweladennet ar gêriadenn gant hon hencher. Ur redi e oa un tammig peogwir ez eus meur a lec'h difennet pe sakret  berzet mont enno.

 

SDC10438

 

 

SDC10429



 

 

Setu kêriadenn Indelou

 

 9/Bet omp o welet dañs ar maskloù, un doare hengounel eo evit trugarekaat an heol hag an douar da vezañ roet eostoù ken pinvidik. Diskouezet eo bet deomp penaos e veze graet ganto. Met merzet 'vez e krog da vezañ folklor dre ma  lakaont an douristed da baeañ evit mont da welet. Ar vugale hag ar merc'hed n'o deus ket ar gwir da sellout ouzh an abadennoù, neuze n'en em gavomp nemet e-ser touristed, ha nebeut-tre e oamp er gêriadenn.   

 

Mali 2010-2011 117

 

Mali 2010-2011 110


 

 

 

11/An Toguna, 'zo ul lec'h sakr ma en em adkav ar re gozh evit komz eus kudennoù ar gêriadenn. Izel eo, evel-se ne c'hell ket unan diouto sevel hag enerviñ. N'eus gwir gant den ebet estreget ar re gozh da vont dindan. Aet omp da welet liorzhoù ar gêriadenn. Brav-kenañ e oa! Gounezet e vez ognon ganto dreist-holl. 

        

SDC10556

  Setu liorzhoù Indelou 

 

 

 

Mali 2010-2011 028

 

 Setu un Toguna  


13/Aet omp da vale e-pad 5 devezh er « Pays Dogon » gant hon hencher en ur ober un ehan bep kreisteiz e lec'hioù disheñvel ha kousket bemnoz e kampoù disheñvel ivez. Un den a samme hor seier war e garr-bout dougennet gant e vual. Tu oa deomp ni ivez pignat war ar c'harr-bout ma oamp deuet da vezañ skuizh. Gweladennet hon eus meur a gêriadenn vrav-tre e lec'h m'hon eus bet bepred un degemer c'hwek hag a galon ! Gwelet ez eus bet ivez meur a vaezad kaer-meurbet! Setu Youga Dogourou, ur gêriadenn sevet en ur frailh, brudet evit he braventez.

 

SDC10620

 

SDC10624      Setu Tornaod Bandiagara                          

 

SDC10655 

 

Mali 2010-2011 214


Mali 2010-2011 222

Ur pontig evit treuziñ ar frailh

 


 

SDC10844

 

 

SDC10797

14/Distroet omp goude-se,  un nebeud devezhioù c'hoazh e Indeloù, hag adkemeret hon eus un taksi-strouezheg evit distreiñ da v-Mopti. Tremenet hon eus un devezh du-mañ. Kemeret hon eus  ur c'harr boutin e-pad 10 eurvezh da zistreiñ eus Mopti da v-Bamako.  A-raok mont kuit hon eus tremenet un devezh e Siby. Aet omp diouzh ar mintin da weladenniñ ur sindikad a brodu Karité. Hag e fin ar mintinvezh betek fin an abardaez omp bet o kouronkañ en ul lamm-dour. Al lec'h oa brav-spontus, krediñ a rae deomp e oamp er baradoz!  

 

SDC10811

 

 

Alice, 3de Melen


 


Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 16 février 2011 3 16 /02 /Fév /2011 17:30

  IMGP0064

Louise Ebrel hag Elen Rubin

 

D'ar Yaou 10 a viz C'hwevrer e oa bet kinniget deomp ar film "Matezh" e Sal ar Yezhoù.

 

Savet eo bet ar film-se gant Thierry Compain, padout a ra e-tro un hanter eur. Komz a oa er film eus ar merc'hed a guitae Breizh, 'tro ar bloavezhioù  1950, evit mont da Bariz da vezañ mitizhien. Troet eo bet ar film en Enez-Veur ha goulennet ez eus bet digant maouezed 'zo komz diwar-benn ar pezh o doa bevet. Dre vras e oa start-tre labourat evel matezh. Ne oas ket lojet mat. Ret e oa dit labourat a-hed an deiz, adalek abred diouzh ar mintin betek diwezhat diouzh an noz. Matezh 'oa ur vicher "vrein", evit tud "vihan" e oa evit tud Pariz.

 

IMGP0067

 

Bev-buhezek ar gaoz !

 

Deuet e oa Elen Rubin eus Daoulagad Breizh evit kinnig ar film ha Louise Ebrel evit komz eus he micher evel matezh e Pariz. Chañs he doa bet, hi, choazet e oa bet ganti mont da Bariz, padal ne veze ket atav ar choaz gant ar maouezed all.

 

IMGP0068

 

Da'm soñj ne oa ket ul labour aes na plijus. Hervez an dud e oant plijet gant Pariz pe get, ar pezh a oa a bouez memes tra. Dedennus e oa kaozeadenn Louise goude ar film.

 

Enora B., 3de Glas

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés