Jeudi 10 février 2011 4 10 /02 /Fév /2011 23:33

Hiziv ez eus bet kejadeg etrezomp ha dileuridi a Lise Diwan. Deuet eo Loeiz, rener, gant Edern, kasour, ha liseidi, bet skolajidi kent deomp d'ober ur gwel deomp d'hol lakaat da anavezout gwelloc'h al lise.

 

IMGP0074

Loeiz gant e skipailh

 

Digoridigezh gant Loeiz evit hor skolajidi, kaoz dieub etre skolajidi ha liseidi goude hag adalek 6.00 kaoz etre Loeiz, ar gerent, ar skolajidi, gant perzhiadur al liseidi. Eskemm digor ha bourrus, plijet an holl. Goude an abadenn eo bet kavet mat o c'hoan  gant Karaeziz e predva ar skolaj  !

 

IMGP0073

Evezhiek hag a-zevri !

 

A-benn dilun e vo gweladeg al lise evit hor re ha Kroashent Diwan ar Micherioù e Karaez. Tostaat a ra hon tredeidi da dreuzoù al lise !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mardi 8 février 2011 2 08 /02 /Fév /2011 22:50

IMGP0062

 

Degemeret mat omp bet gant Ifig Tromeur ha gant familhoù hag hentet da weladenniñ tiez nevez skol Vanaleg staliet gant an ti-kêr.

 

Emaomp gant tro ar skolioù o vont a skol da skol da ginnig ar skolaj. Bet omp e skolioù Diwan Tregon ha Banaleg hag e skolioù publik Ploveur ha Douarnenez. A-benn digwener e vo tro skol Diwan Kemper e Penharz ha sur a-walc'h e vo skolioù all da heul.

 

IMGP0063

Sklaer, naet ha kempenn, salioù-klas plijus bevañ enno...

 

Degemeret e vo skolidi ar c'hlas V er skolaj d'ar Gwener 25 a viz Meurzh. En devezh-se e c'hellint ober anaoudegezh ganeomp ha gant an ti, bez e c'hello o zud dont da welout mont en-dro ur skolaj digor-bras evito. Antronoz e vo Bodadeg-veur kevredigezh Skolaj Diwan Jakez Riou, sinadeg kevrat bro rouedad Diwan ha dorioù digor evit ar familhoù. Un digarez eta da gejañ gant tud holl skolioù Diwan tro-war-dro, gant re Diwan Breizh ha gant tud KELENN, ensavadur stummañ Diwan.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 20 janvier 2011 4 20 /01 /Jan /2011 16:26

Maud Ravy Staj 2011

 

Maud : plac'h al lennegezh eo-hi, e levrdi Ravy e Kemper he deus graet he staj-micher.


 

Theo Remue-Méninges staj 2011

 

 

Théo : dedennet gant ar c'henwerzh eo, ha setu perak en deus graet e staj er stal-c'hoarioù "Remue-méninges" e Kemper. Diouzh a lavar perc'henn ar stal e plij da d/Théo mont e darempred gant at pratikoù.


 

Melanie Diwan Staj 2011

 

 

Mélanie : fellout  a ra dezhi dont da vezañ kelennerez, distro neuze da skol Diwan Kerfeunteun da gaout un tañva eus ar vicher skolaerez.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 12 janvier 2011 3 12 /01 /Jan /2011 09:13

GURVAN II

Oberenn gant Pierre Péron

 

 Gurvan eo ar marc’heg a erru e ti Aziliz. Lesanvet 'vo  « ar marc’heg estrañjour » rak den ne oar netra diwar e benn, den ne oar piv eo. Met e gwirionez eo gwaz an intañvez Aziliz a gred eo marv he gwaz. Petra eo personelezh Gurvan, avat …
Gurvan ar “ marc’heg estrañjour”  a zo un den bras ha kreñv. Desket eo, gouzout a ra komz brav ha flour : 


“Anken am ren , Ankou am doug
Ankou hag Anken a zo va lezenn”


Eñ zo kalonek , rak mont a ra d’en em gannañ 'enep un arme vras, evit ur plac’h eo sañset anavezout abaoe nebeutoc’h eget daou zevezh. Gouzout a ra kas an dud, e-giz-se e vo trec’h gant arme Aziliz . 

 
Dic’hortoz eo ivez , goude an emgann en em lak a-daol-trumm da gousket hag an holl a gredo eo marvet. Padal ne oa nemet skuizh-marv met ket “marv”.

 
Gurvan a zo fur rak, chom a ra gant Aziliz evit chom ganti evit ma ne vefe ket hec’h-unan hag ivez evit kas he zud, peogwir o deus ezhomm eus un den evit kas anezho . Padal  en defe  kentoc’h c’hoant mont da foetañ bro.

 
Met ar pep pouezusañ, feal eo da Aziliz . Ne yelo ket da welet merc’hed all, karout a ra anezhi. Lavarout a ra traoù brav ha flour dezhi a brou emañ e karantez ganti :
“Eno va c’harantez ,
Eno en em gavimp
El levenez beuzet »


Gurvan a zo un den ne vo eürus nemet er bed all. Ur paotr leun a binvidigezhiou eo . Met unan trist e vo fin e vuhez .

 

Enora B., 3de Glas

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 10 janvier 2011 1 10 /01 /Jan /2011 14:23

1.jpg

2.jpg

 

3.jpg

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés