Teuliadoù

Mercredi 16 février 2011 3 16 /02 /Fév /2011 17:30

  IMGP0064

Louise Ebrel hag Elen Rubin

 

D'ar Yaou 10 a viz C'hwevrer e oa bet kinniget deomp ar film "Matezh" e Sal ar Yezhoù.

 

Savet eo bet ar film-se gant Thierry Compain, padout a ra e-tro un hanter eur. Komz a oa er film eus ar merc'hed a guitae Breizh, 'tro ar bloavezhioù  1950, evit mont da Bariz da vezañ mitizhien. Troet eo bet ar film en Enez-Veur ha goulennet ez eus bet digant maouezed 'zo komz diwar-benn ar pezh o doa bevet. Dre vras e oa start-tre labourat evel matezh. Ne oas ket lojet mat. Ret e oa dit labourat a-hed an deiz, adalek abred diouzh ar mintin betek diwezhat diouzh an noz. Matezh 'oa ur vicher "vrein", evit tud "vihan" e oa evit tud Pariz.

 

IMGP0067

 

Bev-buhezek ar gaoz !

 

Deuet e oa Elen Rubin eus Daoulagad Breizh evit kinnig ar film ha Louise Ebrel evit komz eus he micher evel matezh e Pariz. Chañs he doa bet, hi, choazet e oa bet ganti mont da Bariz, padal ne veze ket atav ar choaz gant ar maouezed all.

 

IMGP0068

 

Da'm soñj ne oa ket ul labour aes na plijus. Hervez an dud e oant plijet gant Pariz pe get, ar pezh a oa a bouez memes tra. Dedennus e oa kaozeadenn Louise goude ar film.

 

Enora B., 3de Glas

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 12 janvier 2011 3 12 /01 /Jan /2011 09:13

GURVAN II

Oberenn gant Pierre Péron

 

 Gurvan eo ar marc’heg a erru e ti Aziliz. Lesanvet 'vo  « ar marc’heg estrañjour » rak den ne oar netra diwar e benn, den ne oar piv eo. Met e gwirionez eo gwaz an intañvez Aziliz a gred eo marv he gwaz. Petra eo personelezh Gurvan, avat …
Gurvan ar “ marc’heg estrañjour”  a zo un den bras ha kreñv. Desket eo, gouzout a ra komz brav ha flour : 


“Anken am ren , Ankou am doug
Ankou hag Anken a zo va lezenn”


Eñ zo kalonek , rak mont a ra d’en em gannañ 'enep un arme vras, evit ur plac’h eo sañset anavezout abaoe nebeutoc’h eget daou zevezh. Gouzout a ra kas an dud, e-giz-se e vo trec’h gant arme Aziliz . 

 
Dic’hortoz eo ivez , goude an emgann en em lak a-daol-trumm da gousket hag an holl a gredo eo marvet. Padal ne oa nemet skuizh-marv met ket “marv”.

 
Gurvan a zo fur rak, chom a ra gant Aziliz evit chom ganti evit ma ne vefe ket hec’h-unan hag ivez evit kas he zud, peogwir o deus ezhomm eus un den evit kas anezho . Padal  en defe  kentoc’h c’hoant mont da foetañ bro.

 
Met ar pep pouezusañ, feal eo da Aziliz . Ne yelo ket da welet merc’hed all, karout a ra anezhi. Lavarout a ra traoù brav ha flour dezhi a brou emañ e karantez ganti :
“Eno va c’harantez ,
Eno en em gavimp
El levenez beuzet »


Gurvan a zo un den ne vo eürus nemet er bed all. Ur paotr leun a binvidigezhiou eo . Met unan trist e vo fin e vuhez .

 

Enora B., 3de Glas

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 10 janvier 2011 1 10 /01 /Jan /2011 14:23

1.jpg

2.jpg

 

3.jpg

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 25 novembre 2010 4 25 /11 /Nov /2010 09:37

Taolennit ul lec'h ma plij deoc'h mont da bourmen - 4re klas

 

Ar Plomarc'h, gant Loeiza

 

image001

 

ar beolioù garum

 

 

image003

 

 

Torc'hwenial er fank, nag un ebat !

 

 

image005

 

image008

 

Tiez adkempennet

 

image009

 

'Vont ganit, troad ar c'herzher tamm ne skuizh...

 

image011

 

Maez ha mor...

 

image013

 

Bae Douarnenez

 

Ar Plomarc'h a zo un tammig e-giz ur park bras, gant ur gêriadenn gozh, koadoù ha pradoù tro-dro. Ur feurm a zo ivez. Kalz a draoù a c'heller ober eno : pourmen, sellout ouzh loened ar feurm (saout, moc'h, deñved, oaned…), mont da welet diskouezadegoù, gwelout plant el liorzh aromatek, neuial, mont war an traezhennoù bihan, plantañ legumaj, feurmiñ ur ched, gwelout ti ar skrivagner Georges Perros, ha kalz a draoù all c'hoazh !
Ar Plomarc'h a zo en traoñ straed ar Plomarc'h, just e-kichen ar straed e lec'h m'emaon o chom, e Douarnenez. E kichen porzh ar Rozmeur emañ, hag ar mont-e-barzh a zo just goude an uzin ruz (ur fritur kozh).
Mont a ran di alies, abaoe ma'z on bihan. Plijout a ra din mont da bourmen er Plomarc'h, peogwir n'eo ket pell, ha kalz traoù disheñvel a zo tu ober, e forzh peseurt mare, ha digor eo d'an holl. Plijus eo ivez peogwir e cheñch ar maeziad : gallout a ra tremen eus ar mor d'ar pradoù, pe d'ar c'hoadoù. Kalz a blant hag a loened a c'heller gwelout ivez.
Gwechall e oa ar Plomarc'h ur gêriadenn, setu perak ez eus tiez kozh un tammig distrujet ha poulloù-kannañ. Hervez ar vojenn e vefe bet ar roue Marc'h o chom eno, setu perak eo anvet ar "Plomarc'h". A-raok c'hoazh e oa bet savet beolioù garum gant ar Romaned (beolioù evit ober garum, ur seurt meskaj pesked goet). Ar skrivagner Georges Perros en doa un ti bihan evit labourat er Plomarc'h, er bloavezhioù 1970-1980.
Tachenn ar Plomarc'h a zo d'an ti-kêr, ha publik eo. Gwarezet eo abaoe 1975, peogwir ez eus spesadoù loened ha plant ral. Ar Plomarc'h a oa dispartiet e daou damm: ar Plomarc'h pellañ hag ar Plomarc'h tostañ.
Meur a draezhenn vihan hag a aod-bili a zo, ha tu zo neuial er mor. Koadoù a zo ivez, gant gwez a bep seurt (derv, sapin…), ha pradoù geot. Kalz sav ha disav a zo gant an dachenn. Livioù a bep seurt a zo, dreist-holl glas evit ar gwez, ar geot hag ar mor, met ivez gris evit an tiez kozh e mein, hag a bep seurt livioù evit ar bleunioù, hag al loened.
Ar c'hwezh a zo c'hwezh ar feurm hag al loened, chwezh ar mor, ar c'hoadoù, ar plant aromatek, ar bleunioù (an natur dre vras). Ur c'hwezh disheñvel a zo hervez al lec'h ma vezomp, met bez emañ e pep lec'h c'hwezh ar mor. Klevet e vez ivez trouz ar mor, ha trouz ar feurm.
 A-wechoù, evit an 21 a viz Even ez eus tu klevout sonerezh, ha pourmenadenn ar sardin, ur bourmenadenn war-droad kanet e Douarnenez a dremen alies dre ar Plomarc'h, ha debret e vez sardined eno goude. Tu zo ivez tañva boued bio e-pad ar foar bio, hag a vez a-wechoù eno, pe kutuilh ha debriñ mouar, kraoñ-kelvez…C'hoarioù a zo evit ar vugale, ha tu zo gwelout filmoù pe abadennoù. Panelloù a zo ivez evit displegañ traoù war ar beolioù garum, Georges Perros, al loened, ar plant, istor ar Plomarc'h, al legumaj…Marc'had Nedeleg a vez eno ivez.
Plijus-tre eo mont di, brav eo ar maezioù, ha kalz a draoù a zo d'ober.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 2 commentaires
Dimanche 7 novembre 2010 7 07 /11 /Nov /2010 19:54

 

3de klas : un degouezh ankenius

Er c'hentelioù arzoù e oa bet kinniget d'ar skolajidi 3de klas labourat war an dodenn da-heul : kinnigit un den en un degouezh ankenius, ha savit meur a skeudenn, deoc'h da aozañ un heuliad darvoudoù. Ret e oa kinnig skeudennoù gwelet eus kornioù disheñvel. Deuet eo brav gant Alice, Jeanne hag Alan.

 

Degouezh Ankenius Alice

 

Degouezh Ankenius Jeanne

 

Degouezh Ankenius Alan

 

4re klas : da bep tra e du fall

Goude bezañ diskouezet ha displeget daou engravadur (Beer Street ha Gin Lane) gant William Hogarth (1697-1764) e oa bet kinniget d'ar 4reidi labourat war an dodenn da heul : da bep tra e du(ioù) fall.

Tu fall an tireoul eo a ginnig Gwenc'hlan deomp. Hini ar madigoù a zo bet savet gant Louisa, hag an dresadenn griz war an huñvreoù a zo bet savet gant Agathe.

 

Gwenc'hlan Tu Fall

 

 

Tu Fall Louisa

 

 

Agathe Tu Fall


Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés