Jeudi 4 février 2010 4 04 /02 /2010 11:23
Goude bezañ bet nullet ur wech abalamour d'an erc'h e oa aet ar re 6vet d'ar Chapel-Nevez evit daou zevezh natur e "Ti ar c'hoadoù" d'ar 25 ha 26 a viz Genver 2010. Ambrouget gant daou animatour,  Erwann ha Manuel,  e oa bet kinniget dezho dizoleiñ ar c'harzhaoueg tro-dro d'ar greizenn ha Koad ar Markiz.
SDC10017
Erwann ha Manuel o tisplegañ ur c'hoari

Goude ur c'hoari-enklask evit anavezout lec'hioù disheñvel ar greizenn, e oa bet roet d'ar skolajidi lunedoù hirwel evit sellet ouzh al laboused o nijal pe o tebriñ tro-dro dezho: "Petra eo al labous-se? Ur filip, evel-just! Sur out? Hag hemañ? Ur pennduig da'm soñj..."
SDC10022
Daoust pelec'h emañ al laboused?

Da greisteiz e oa laouen ar skolajidi da gavout ur pred tomm o c'hortoz anezho; yen e oa an amzer ha dav e oa debriñ mat a-benn kaout startijenn evit an abardevezh! Goude merenn e oant bet kaset da bourmen nepell diouzh ar greizenn evit ober anaoudegezh gant ar c'harzhaoueg, deskiñ anavezout ar gwez ha klask roudoù al loened a vev eno.

SDC10029
Eus peseurt gwezenn e teu ar greun-mañ?

Goude bezañ gwelet, touchet, c'hweshaet ur bern traoù ha graet ur rentañ-kont dre skrid e oa bet roet amzer-vak d'ar skolajidi: lod a oa chomet er maez evit c'hoari mell-droad, lod all o doa profitet eus un oaled evit c'hoari kartoù, flapiñ asambles pe diskuizhañ.

SDC10040

SDC10046
Plijus eo c'hoari en diabarzh ivez!

War-lerc'h koan e oa bet kinniget gant Erwann ur veilhadeg kontadennoù e-tal an tan: istor ur marc'h hag ur roue kizellet gant koad! Nag a blijadur evit hon selaouerien yaouank!

SDC10051
Paourkaezh roue gant divskouarn e varc'h!

Goude un nozvezh re verr evit al lodenn vrasañ e oa bet kemeret ar c'harr-boutin evit mont betek Koad ar Markiz; pal ar bourmenadenn a oa klask roudoù loened (broc'hed, moc'h-gouez, youc'hed hag all). An treid a oa skornet met daoust da se e oa bet desket ur bern traoù ganto! Ur wech distroet d'ar greizenn e oa bet lakaet ar skolajidi d'ober c'hoarioù dre skrid evit derc'hel soñj ha degas danvez a-benn gallout kenderc'hel da labourat er c'hlas.

SDC10064
Met peseurt loen en deus flastret ha diblusket an tamm koad?

SDC10059
N'eo ket a-walc'h mont da bourmen, dav eo labourat un tammig ivez!

Trugarez d'an holl c'wec'hveidi evit o emzalc'h e-pad an daou zevezh ha mersi bras ivez da Vathieu hag Olier evit bezañ ambrouget anezho ganin.

Marine
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Mardi 2 février 2010 2 02 /02 /2010 00:02
test 1393-copie-1
Displegadenn selaouet aketus...

En abardaez-mañ ez eus deuet eizh lisead, Mai, Metig, Maïna, Soazig, Emma, Cécile, Rozenn hag Axel, bet skolajidi ganeomp kentoc'h (kalz a blijadur hon eus bet ouzh o adwelout), gant Brieg o c'hasour, ha Loeiz Rener al lise. Tro a zo bet da gaout ur c'hendiviz nes etre skolajidi ha liseidi hag un displegadenn arguzet spis gant rener al lise evit kerent ha skolajidi. A-benn diriaou e vo tro d'hon tredeidi da weladenniñ al lise ha Kroashent ar Micherioù.

test 1395-copie-1
Soazig a-zevri gant he freder
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Lundi 1 février 2010 1 01 /02 /2010 23:43
test 1386
Denise Lefranc, treizherez soñjoù a zoare, hag Elen Rubin a Zaoulagad Breizh

Hiziv eo bet diskouezet ar film Matezh d'an dredeidi. Ar film-se a zo bet empennet gant Thierry Compain. Testenioù maouezed eus Enez-Veur war o flanedenn mitizhien aet da Bariz war-lerc'h o zamm kreun. Testenioù kaer ha fromus, warno alies blaz c'hwerv bara du ar boan hag an harlu.

Deuet e oa Denise Lefranc da gomz ouzh ar skolajidi diwar-benn he buhez matezh en Oriant e-pad an eil brezel bed. Fonnus eo bet an eskemm gant ar skolajidi ha talvoudus darnoù danevell vuhez spiswel ur vaouez lemm he spered ha sklaer hec'h eñvor. Kement-se holl en ur brezhoneg c'hwek a gostez Kemperle. Trugarez dezhi eus hor perzh holl !


test 1387
Darn eus an arvesterien...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Lundi 1 février 2010 1 01 /02 /2010 14:15
O-seizh-posupl.jpg

E 1997 evit ar wech kentañ e kase ar gevredigezh Diwan skolidi d'ar vachelouriezh. Pep hini en deus toullet e hent abaoe. Tost da dregont vloaz int bremañ. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober gant ar yezh a zo bet fiziet enno ?

 

 

Ur film gant Soazig Daniellou.

 

 

 

E gwerzh 20€

e sekretourva ar skolaj.

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Dimanche 31 janvier 2010 7 31 /01 /2010 21:45

Lochoù Skolaj Kemper Kerzu 2009

Amañ skolajidi 5ved Melen a-zevri ganti


Ar 5vedidi o deus savet boestoù-neizhiañ evit ar c'haouenned bihan. Gant Mathieu hon eus savet anezho. E tekno e oa. Ret e oa ober strolladoù daou pe dri. Me 'oa gant Yohanna hag Enora.

 

Evit sevel ar boestoù-neizhiañ hon eus implijet an dafar a-is :

-            ur gorzenn PVC

-            koublennoù

-            ur voest gwin (e koad)

-            tachoù ha biñsoù

-            ur morzhol

-            un heskenn kloc'h

-            peg lino

-            un heskenn lamm

-            tammoù koad ouzhpenn

 

Da gentañ eo ret muzuliañ mentoù ar voest. Ret eo toullañ ar voest gwin, stagañ ar gorzenn PVC ouzh ar voest, stagañ an tammoù koad ouzhpenn er voest, stagañ ar c'houblennoù, stagañ an doenn war ar voest. Lakaet hon eus war-dro ur miz evit ober ar boestoù. Ret e oa ober pemp boest dre glasad. Dek a oa en holl.

 

Plijet on bet gant al labour-se peogwir e plij din sikour labousedigoù bihan ha sevel lojeiz evito. Plijout a ra din ivez ober belbeterezh gant koad, plijus eo ivez pa vez graet traoù gant ar c'hlas ha ma mignonezed. Lakaet eo bet ar boestoù e-barzh jardinoù tud a fell dezho sikour ar c'haouenned bihan. Er Porzhe emaint bremañ, da'm soñj.

 

Agathe, 5ved Glas

Sevel lochoù-neizhiañ
evit ar c’haouenned bihan

Lochoù ar skolajidi
Un disoc'h a zoare

Gant an daou glasad 5vet zo bet savet lochoù-neizhiañ evit kaouenned bihan ar Porzhe. Kinniget o deus Ronan (al levraoueger) ha Mathieu (ar c’helenner war an Tekno) sevel seurt lochoù a-benn sikour al labous preizh noz bihan-se.
Bez ‘vez nebeutoc’h nebeutañ deuzouto e Breizh (hag en Europa) trapenn d’ar cheñchamantoù bras a zo bet e-pad eil hanterenn an XX vet kantved.

E-pad ar c’hentelioù tekno eo bet savet al lochoù.
Ul labour kentañ a oa bet graet gant Klaod, trugarez dezhañ ! Gant boestoù koad gwin (12 boutailhad) int bet graet. Mersi bras da paotr ha plac’h a ra war-dro ar gwin e Leclerc Pont-’n-Abad, rak hepto ne vije ket bet graet an neizhioù. Diaes-tre eo kaout seurt boestoù digant ar varc’hadourien gwin !
10 zo savet en holl. 5 e pep klas.

Div zo bet staliet e Kemeneven d’an 23 a viz Genver gant Tristan, Brendan, Ewen ha Ronan. E ti Didier Dréau int bet staliet.

Lochoù staliañ 2
Staliañ en o endro naturel

Ar re all zo bet lakaet gant Ronan hag e vignoned eus kevredigezh al laboused (Groupe Ornithologique Breton). Ouzhpenn ar re bet savet gant ar skolajidi ez eus bet staliet 15 all er Porzhe ivez. Tachenn nemeti pe dost lec’h 'vez kavet c’hoazh kaouenned bihan e Kerne-Izel...

Ronan


AR GAOUENN VIHAN
Athene noctua



Ul labous-preizh noz eo.

Ul labous noz a c’hell bezañ gwelet e-pad an deiz memestra. Bihan eo ar gaouenn vihan. Bihanoc’h evit ur pichon !

Kavet e vez er Stad-C’hall a-bezh. E Breizh e seblant bezañ niverusoc’h e Breizh-Uhel evit e Breizh-Izel.

Bevañ a ra e bro ar c’hleuzioù e-lec’h ma vez parkeier, girzhier, bokedoù gwez, mogerigoù, tarrodoù (war an aod). N’eo ket labous ar c’hoadoù. Plijout a ra dezhi an tachennoù « digor ».


Chom a ra er memes lec’h a-hed ar bloaz. N’eo ket ul labous divroañ.

Debriñ a ra amprevaned, logod hag ur wech an amzer labousedigoù, batrasianed ha loened-stlej.


Un toull en ur wezenn pe en ur savadur (un ti pe ur voger) he deus ezhomm a-benn neizhiañ.

Abaoe fin an Eil Brezel Bed (1945) eo cheñchet kalz doareoù al labour-douar : distrujet ar c’hleuzioù hag ar verjezioù kozh, implijet louzoù da lazhañ amprevaned. Da lâret eo nebeutoc’h a voued hag a lec’hioù da neizhiañ.

Ouzhpenn-se e vez muioc’h-muiañ a otoioù. Kalzik deuzouto a vez lazhet war an hentoù. Gant France-Telecom zo bet savet peulioù goullo staliet an tammig pep lec’h. Klask a ra ar gaouenn mont e-barzh a-benn neizhiañ ha ne zeu ket a-benn da vont kuit…


Un tammig pep lec’h e Europa e vez strolladoù tud o klask diskoulmoù evit sikour al labous bihan-se da vevañ. Sevel lochoù koad da neizhiañ a zo unan eus an doareoù d’e sikour.

Ronan





 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés