Lundi 10 janvier 2011 1 10 /01 /Jan /2011 08:22

Lukian K er skolaj

 

D'ar Meurzh 4 a viz Genver ez eo deuet Lukian Kergoat (hag eñ kelenner brezhoneg e skol-veur Roazhon 2) da zistagañ ur brezegenn d'an daou glasad 3de.  

Dindan e-tro un eurvezh, ha gant forzh skeudennoù liesseurt bet dastumet gantañ, en deus displeget d'ar skolajidi petra eo ar pevar dispac'h a zo bet e Breizh abaoe 1945 : yezh, sevenadur, armerzh hag identelezh.

 

4dispac'h e Breizh
Sachet eo bet evezh an holl evit meur a abeg : desket o deus ar skolajidi kalz traoù, ha gouzout a oar Lukian kontañ an traoù en un doare saourus ha plijus-kenañ.

 

3deidi o selaou Lukian
Liesseurt eo bet an abadenn : yezh, sokiologiezh, sonerezh, armerzh, eus Alan Stivell da A l'aise Breizh hag eus an tiez "nevez breton" da grouidigezh Brittany Ferries ez eus bet peadra!

 

Padrig ha 3deidi o selaou Lukian
E dibenn an abadenn o deus gellet ar skolajidi sevel goulennoù hag ober evezhiadennoù diwar-benn ar pezh o doa kavet dic'hortoz pe spontus, evel pa veze kinniget ar Vro vigoudenn evel Laponia en ur sturlevr eus ar bloavezhioù 1920 pe c'hoazh pa veze lakaet ar Vretoned da loened peogwir e komzent o yezh.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Lundi 20 décembre 2010 1 20 /12 /Déc /2010 22:43

Daoust da varradoù erc'h kentañ ar goañv ez eus bet gellet aozañ hor merenn vihan Nedeleg. Mare daremprederezh plijus etre skolajidi, kerent ha skipailh ar skolaj. Simpl ha bourrus . Mesk-ha-mesk : 5vedidi disko gant Marine, kanerezed Louise Ebrel, akordeonourien, diskouezadeg labourioù skolajidi, krampouezh, gwastilli, evajoù tomm, stand Nedeleg ar c'huzul-skoazell...Laouen an dud o klozañ gant un tennad skol hir hag o tañva un tamm eus bamerezh Gouel Nedeleg...

 

PC170017

Banne a zegemer mat ar c'huzul-skoazell

 

PC170018


Stand Nedeleg

 

PC170019

 

Marine gant he 5vedidi o pleustriñ war hentoù an disko

 

PC170022

 

Chom a ra startijenn !!!

 

PC170023

 

 

PC170026

 

En estaj ur sell ouzh labourioù ha kinkladurioù

 

PC170027

 

Lennerezed aketus...

 

Trugarez vras d'an holl dud o deus graet tra pe dra evit ar mareig plijus-mañ. Un darempred hag ur genskoazell blijus a zo bet, un tamm Nedeleg e oa !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires
Dimanche 12 décembre 2010 7 12 /12 /Déc /2010 16:20

SDanielou Skolaj 2

 

Ur gonterez a zoare, plijet o taremprediñ ar re yaouank, eo ivez Soazig Daniellou

 

Digwener e oa bet Soazig Daniellou er skolaj o tiskouez d'hor pempvedidi Erwan, un teulfilm graet ganti evit Frañs 3 diwar-benn Erwan Konk bet skolajiad er Releg ha lisead e lise Diwan Karaez un nebeudig bloavezhioù 'zo. Kement-mañ a oa an hini gentañ evit hor skolajidi 5ved eus an teir abadenn sinema dre live klas a vo dalc'het er skolaj er bloaz-mañ  dre berzh ar gevellañ sinet etre Daoulagad Breizh, ar C'huzul-meur hag ar skolaj. Evel bewech e oa deuet Elen Rubin en anv Daoulagad Breizh d'ober un darempred plijus etre den ar film hag ar skolaj. Plijet eo bet ar skolajidi gant ar film, fromet hag esmaeet ivez. Ur gentel a youl vevañ hag a blijadur da vont war-raok daoust d'ar c'hleñved, miopatiezh, daoust da bep skoilh, eo bet evito. Goulennoù a zo bet diwar-benn ar sport evit tud nammet, ar c'hampionadoù mell-droad war gadorioù-ruilh. N'en doa ket gellet Erwan bezañ ganeomp, siwazh, nemet spi bras hon eus e c'hello dont ur wech all, laouen e vimp ouzh e zegemer !

 

SDanielou Skolaj 4

 

Tro o deus bet ivez skolidi gozh skol Tregon oc'h adkavout ar sevenourez  he doa savet ur film ganto, Prad don e anv, diwar o fenn gant Anicet Furic en e atant... Eñvorioù bourrus-kenañ hag ar c'hoant da gemer perzh e filmoù all...

 

SDanielou Skolaj 3

Plijet an dud...

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 3 décembre 2010 5 03 /12 /Déc /2010 14:54

 Miz-Gouere-2010 1571

Ar gaoz gant Muriel Morvan goude ar film

 

Hiziv, d'ar Yaou 2 a viz Kerzu, eo bet pedet Muriel Morvan (sevenourez) hag Elen Rubin (implijadez e Daoulagad Breizh) gant Skolaj Diwan Jakez Riou evit diskouez ur film d'ar skolajidi diwar-benn an diorren padus.

 

Ar film a zo anvet "Silieg, ur veaj da vro warc'hoazh". An danvez anezhañ ur gumun anvet Silieg, e-kichen Pondi, e-lec'h ma vez doujet an natur. Serj Moelo, ar maer, a zispleg penaos e teuont a-benn da vezañ ur gumun ekologel. Savet ez eus bet ganto tourioù-avel, kreizennoù-puraat... Klask a reont bezañ an ekologelañ ar gwellañ, da skouer difuiñ an tiez gant ouat keluloz mesket gant pri, pe c'hoazh sevel ur greizenn vakañsoù 100 % ekologel. Evit sachañ evezh an dud war an diorren padus emaint o vont da gemer un ti-feurm kozh ha lakaat ur mirdi e-barzh. Ar maer a zo bet e Freiburg, e Bro-Alamagn, a-benn kaout mennozhioù evit e gêr.

 

Miz-Gouere-2010 1570

 

Aketus ar bevareidi, neketa ?

 

Neuze, lazhit ar gouleier pa n'ho pez ket ezhomm, ha diwallit ouzh ar bevezerezh

tredan !

 

 

Nolwenn, 4re klas

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 25 novembre 2010 4 25 /11 /Nov /2010 09:37

Taolennit ul lec'h ma plij deoc'h mont da bourmen - 4re klas

 

Ar Plomarc'h, gant Loeiza

 

image001

 

ar beolioù garum

 

 

image003

 

 

Torc'hwenial er fank, nag un ebat !

 

 

image005

 

image008

 

Tiez adkempennet

 

image009

 

'Vont ganit, troad ar c'herzher tamm ne skuizh...

 

image011

 

Maez ha mor...

 

image013

 

Bae Douarnenez

 

Ar Plomarc'h a zo un tammig e-giz ur park bras, gant ur gêriadenn gozh, koadoù ha pradoù tro-dro. Ur feurm a zo ivez. Kalz a draoù a c'heller ober eno : pourmen, sellout ouzh loened ar feurm (saout, moc'h, deñved, oaned…), mont da welet diskouezadegoù, gwelout plant el liorzh aromatek, neuial, mont war an traezhennoù bihan, plantañ legumaj, feurmiñ ur ched, gwelout ti ar skrivagner Georges Perros, ha kalz a draoù all c'hoazh !
Ar Plomarc'h a zo en traoñ straed ar Plomarc'h, just e-kichen ar straed e lec'h m'emaon o chom, e Douarnenez. E kichen porzh ar Rozmeur emañ, hag ar mont-e-barzh a zo just goude an uzin ruz (ur fritur kozh).
Mont a ran di alies, abaoe ma'z on bihan. Plijout a ra din mont da bourmen er Plomarc'h, peogwir n'eo ket pell, ha kalz traoù disheñvel a zo tu ober, e forzh peseurt mare, ha digor eo d'an holl. Plijus eo ivez peogwir e cheñch ar maeziad : gallout a ra tremen eus ar mor d'ar pradoù, pe d'ar c'hoadoù. Kalz a blant hag a loened a c'heller gwelout ivez.
Gwechall e oa ar Plomarc'h ur gêriadenn, setu perak ez eus tiez kozh un tammig distrujet ha poulloù-kannañ. Hervez ar vojenn e vefe bet ar roue Marc'h o chom eno, setu perak eo anvet ar "Plomarc'h". A-raok c'hoazh e oa bet savet beolioù garum gant ar Romaned (beolioù evit ober garum, ur seurt meskaj pesked goet). Ar skrivagner Georges Perros en doa un ti bihan evit labourat er Plomarc'h, er bloavezhioù 1970-1980.
Tachenn ar Plomarc'h a zo d'an ti-kêr, ha publik eo. Gwarezet eo abaoe 1975, peogwir ez eus spesadoù loened ha plant ral. Ar Plomarc'h a oa dispartiet e daou damm: ar Plomarc'h pellañ hag ar Plomarc'h tostañ.
Meur a draezhenn vihan hag a aod-bili a zo, ha tu zo neuial er mor. Koadoù a zo ivez, gant gwez a bep seurt (derv, sapin…), ha pradoù geot. Kalz sav ha disav a zo gant an dachenn. Livioù a bep seurt a zo, dreist-holl glas evit ar gwez, ar geot hag ar mor, met ivez gris evit an tiez kozh e mein, hag a bep seurt livioù evit ar bleunioù, hag al loened.
Ar c'hwezh a zo c'hwezh ar feurm hag al loened, chwezh ar mor, ar c'hoadoù, ar plant aromatek, ar bleunioù (an natur dre vras). Ur c'hwezh disheñvel a zo hervez al lec'h ma vezomp, met bez emañ e pep lec'h c'hwezh ar mor. Klevet e vez ivez trouz ar mor, ha trouz ar feurm.
 A-wechoù, evit an 21 a viz Even ez eus tu klevout sonerezh, ha pourmenadenn ar sardin, ur bourmenadenn war-droad kanet e Douarnenez a dremen alies dre ar Plomarc'h, ha debret e vez sardined eno goude. Tu zo ivez tañva boued bio e-pad ar foar bio, hag a vez a-wechoù eno, pe kutuilh ha debriñ mouar, kraoñ-kelvez…C'hoarioù a zo evit ar vugale, ha tu zo gwelout filmoù pe abadennoù. Panelloù a zo ivez evit displegañ traoù war ar beolioù garum, Georges Perros, al loened, ar plant, istor ar Plomarc'h, al legumaj…Marc'had Nedeleg a vez eno ivez.
Plijus-tre eo mont di, brav eo ar maezioù, ha kalz a draoù a zo d'ober.

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 2 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés