Dimanche 7 novembre 2010 7 07 /11 /Nov /2010 19:54

 

3de klas : un degouezh ankenius

Er c'hentelioù arzoù e oa bet kinniget d'ar skolajidi 3de klas labourat war an dodenn da-heul : kinnigit un den en un degouezh ankenius, ha savit meur a skeudenn, deoc'h da aozañ un heuliad darvoudoù. Ret e oa kinnig skeudennoù gwelet eus kornioù disheñvel. Deuet eo brav gant Alice, Jeanne hag Alan.

 

Degouezh Ankenius Alice

 

Degouezh Ankenius Jeanne

 

Degouezh Ankenius Alan

 

4re klas : da bep tra e du fall

Goude bezañ diskouezet ha displeget daou engravadur (Beer Street ha Gin Lane) gant William Hogarth (1697-1764) e oa bet kinniget d'ar 4reidi labourat war an dodenn da heul : da bep tra e du(ioù) fall.

Tu fall an tireoul eo a ginnig Gwenc'hlan deomp. Hini ar madigoù a zo bet savet gant Louisa, hag an dresadenn griz war an huñvreoù a zo bet savet gant Agathe.

 

Gwenc'hlan Tu Fall

 

 

Tu Fall Louisa

 

 

Agathe Tu Fall


Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 5 novembre 2010 5 05 /11 /Nov /2010 00:35

3de Mirdi an Departamant 4 a viz Du

 

 

3de klas : gweladenn an diskouezadeg war an arzoù kinklañ e Mirdi an departamant

 

Ha setu adkroget mat goude vakañsoù an Hollsent : e-keit ha ma oa ar skolajidi all gant o fenn devezh plijadur e brezhoneg eo bet an daou glasad 3de o welout an diskouezadeg diwar-benn an arzoù kinklañ a ginniger er mare-mañ e Mirdi an departamant.

Klotañ a ra mat-tre dodenn an diskouezadeg gant hor programmoù : lakaat war-wel sevenadur Breizh hag ar pezh a veze krouet amañ, ha reiñ deskadurezh ivez evit a sell ouzh istor an arzoù. Liammañ an daou a c'haller ober ivez : d'ar mare ma oa Roparz Hemon ha skipailh Gwalarn o lakaat al lennegezh vrezhonek da vezañ evel lennegezhioù all ar bed, e veze arzourien evel skipailh ar Seizh Breur o lakaat ar c'hrouiñ breizhat da vont war vodernaat : skritelloù, asiedoù, listri, pezhioù-arrebeuri...

A bep seurt o deus gwelet ar skolajidi. Kinniget e oa an diskouezadeg e brezhoneg gant Annaig Loisel hag ambrouget e oa ar skolajidi gant Padrig, Gael ha Ronan. Berzh bras a ra an diskouezadeg : raktreset e oa bet e padfe betek kreiz miz Ebrel, hag a-benn ar fin e vo kinniget betek miz Kerzu 2011.

 

Penn bigoudenn

 

Hon tikedoù mont-tre :

 

Dantelerezed yaouank  Bigoudenn azezet,  Maouez eus ar C'hab,  Bigoudenn 

Beuzeg-Konk,                plastr                       pri poazh                       gant he labour

eoullivadur                    gant René                gant Le Jan                    eoullivadur

gant Alfred Delobbe     Quillivic                                                           gant Henri Guinier

                                       

                                      

       


 

Tikedoù mirdi

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Dimanche 24 octobre 2010 7 24 /10 /Oct /2010 23:08

DSCI0387

 

Luc'hskeudenn gant Kenan an Habask

 

Berzh he deus graet Redadeg 2010. Dec'h vintin e Ti ar Vro Kemper e oa deuet ar mare da ingalañ an arc'hant. Chekennoù a zo bet roet eta da Ziwan ha da 6 raktres dibabet evit o ferzh mat da gas ar yezh war-raok en un doare bev e-touez an dud. Levrioù enrollet gant Embannadurioù al Liamm, Malizenn bedagogel an natur gant Ti ar C'hoadoù ar Chapel-Nevez, Stajoù gouren e brezhoneg gant strollad Gouren Aodoù an Arvor, Podkasterezh an abadennoù  skingomz brezhonek gant Brudañ ha Skignañ, Breizh Akademi, stajoù plijadur ha deskiñ brezhoneg evit ar grennarded, ar Vro-Bagan gant ur pezh-c'hoari istorel evit ar re yaouank war ar stern.

 


Dija emeur gant danvez Redadeg 2012. Ezhomm a vo ac'hanoc'h-holl, mignoned hor yezh, da reiñ lañs ha lusk dezhi. Gouzout a ouezer e vo ur sizhunvezh klok ar wech-mañ a Sadorn da Sadorn, hag e vo redet 1 500 km. Plijadur de'i evit ar brezhoneg eta !

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Teuliadoù
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Jeudi 21 octobre 2010 4 21 /10 /Oct /2010 23:59

 

 

Land Art, petra eo? Da lavarout buan an traoù, e talvez kement ha sevel oberennoù arzel en diavaez. Krouet eo bet al luskad er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1960. Labourat a rae an arzourien gant danvezioù naturel (traezh, douar, koad, maen...). A-wel d'an holl emañ an oberennoù, hag a vez savet in situ, ha peurliesañ e vez dav tennañ poltredoù anezho peogwir ne badont ket, hag e cheñchont (pa ra glav, pa vez avel hag all). Un doare da guitaat bed ar mirdioù eo ivez, ha da ziskouez oberennoù arzel d'an holl.

 

Setu unan eus an oberennoù brudetañ : Spiral Jetty gant Robert Morris (miz Ebrel 1970, 450m hirder X 4m ledander), Great Salt Lake, Utah

 

Spiral-jetty

 

Ha setu ar pezh he deus savet Alice (3de melen). Deuet eo brav ganti!

 

landart5

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 13 octobre 2010 3 13 /10 /Oct /2010 09:29

deiziadur p01 

 

Deiziadur DIWAN 2011

 

10 € an tamm. Ar pezh a vo ur c’hounidigezh a 5 € evit raktresoù ar skolaj.

Tu vo deoc’h urzhiañ an deiziadurioù digant sekretourva ar skolaj, paeamant dre chekenn da : Kuzul-Skoazell  Skolaj Diwan.

 

 

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 2 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés