Buhez ar skolaj

Lundi 28 septembre 2009 1 28 /09 /Sep /2009 18:10


Hiziv eo bet Mikael Baudu o tisplegañ d'hon tredeidi danvez ur gevezadeg c'hoari e brezhoneg evit skipailhoù tud yaouank. Danvez plijadur da gaout gant paintball ha gant c'hoarioù stroll korf ha spered all. Danvez abadennoù filmet a vo skignet war internet...

Ha soñjit 'ta, pasoù evit an Erer Kozh ha Penn-ar-Bed da c'hounit ! Dedennet-tre eo bet ar skolajidi. Klaoustre e vo savet skipailh ar c'hlasad hep dale !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Vendredi 11 septembre 2009 5 11 /09 /Sep /2009 11:44

Akuit gant ar birilig...

Kement ha boulc'hañ mat an dorzh e oa bet aozet c'hoarioù korf ha c'hoarioù spered evit ar skolajidi da zevezh kentañ distro-skol an holl, diriaou. Ober anaoudegezh ha kaout plijadur e brezhoneg...


Ha tro d'ar gordenn...
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Mercredi 8 juillet 2009 3 08 /07 /Juil /2009 17:44
Gourc'hemennoù d'hon tredeidi. Degemeret int holl er Breved !





An disoc'hoù evel m'o c'haver ez ofisiel. 4 meneg mat-tre, 12 meneg mat, 3 meneg mat a-walc'h ha 6 degemeret. Gourc'hemennoù ha vakañsoù mat d'an holl !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Samedi 27 juin 2009 6 27 /06 /Juin /2009 23:08

  • Merenn blijadur e kêr evit enoriñ ar re o deus roet ar muiañ a lañs d'ar brezhoneg er skolaj er bloaz-mañ. Gourc'hemennoù deoc'h, merc'hed, met... petra 'ra ar baotred ?

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires
Samedi 27 juin 2009 6 27 /06 /Juin /2009 10:17



Pedet e oa bet, devezh diwezhañ ar skol, skolidi Skol Diwan Penharz da zont da welout "Avaloù liorzh Vleago". Pegen plijus e oa gwelout ar re vihan bamet dirak Kaou hag an Erer bras (Kaou hag Ewen) !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés