Merenn blijadur e kêr evit enoriñ ar re o deus roet ar muiañ a lañs d'ar brezhoneg er skolaj er bloaz-mañ. Gourc'hemennoù deoc'h, merc'hed, met... petra 'ra ar baotred ?
Pedet e oa bet, devezh diwezhañ ar skol, skolidi Skol Diwan Penharz da zont da welout "Avaloù liorzh Vleago". Pegen plijus e oa gwelout ar re vihan bamet dirak Kaou hag an Erer bras (Kaou hag Ewen) !