Vendredi 11 avril 2008
5
11
/04
/Avr
/2008
11:30
"Krib an avelioù" (Chillida).
Aet omp da San Sebastian / Donostia gant ar c´harr-boutin, 1 eurvezh hent. Pa ´z omp erruet, hon eus graet tro menez Urgull. En e
veg ez eus ur mirdi. War-lerc´h omp erruet er porzh-mor, gwelet hon eus bigi gant stummoù disheñvel. Goude-se, hon eus bet amzer vak. Lod a zo aet en
aod, lod-all e kêr da weladenniñ ha d´ober ar stalioù.
Echu an amzer vak, graet hon eus ur bourmenadenn
a-hed an aodoù Playa de Ondarreta ha Playa de la Concha. A bep tu d´an aodoù-se, o deus 2 arzour anavezet e bed an arzoù ( Chillida hag Oteiza ) savet kizelladurioù metal anvet “El peine de los vientos” hag “Espacio vacio”.
"Espacio vacio" (Oteiza)
Brenda, Tifaine ha Metig gant o lunedoù kelien !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
2