Mardi 2 septembre 2008 2 02 /09 /Sep /2008 22:18

Ar simidi a-zevri ganti !

Disadorn e oa deuet kalzik kerent da reiñ dorn gant an dilojadeg eus Kuzon da Blogastell Sant-Jermen. Diframmañ ar gweleoù, sammañ ar matalasennoù, kargañ pep tra er c'hirri-samm ha yao en hent war-zu Plogastell evit un darn ha Ploudiern evit un darn all.

Kuzuliadeg er fin ha n'eo ket dañs-tro !

Ur c'hammed nevez en istor hon tiez-annez, bet er penn-kentañ er c'hloerdi kozh e Kerfeunteun, goude en Enez-Tudi, war-lerc'h c'hoazh e Kuzon ha bremañ eta e Plogastell. Tremen poent eo paouez gant hor c'hantreerezh ha kavout ur bod a-zoare e kêr-Gemper !

Ha lev, en hent !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 1 commentaires
Retour à l'accueil
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés