Mardi 2 juin 2009 2 02 /06 /2009 17:37


Echuiñ gant an trede a zo evel...paouez da lakaat ur re votoù.

Plijet out bet kalz gant ar re votoù-mañ. Baleet 'peus ganto, graet 'peus sport ganto, c'hoarzhet 'peus ganto. A-wechoù o deus graet poan treid dit, laouen 'oas o lakaat da chaosonoù.

Trist out o paouez gant ar botoù-se peogwir e oant brav, met laouen out memestra rak en ur stad fall e oant ha peogwir e c'houlenne da dreid ur re votoù all, brav ha nevez. Re voaziet e oas gant ar botoù-se ha poent e oa cheñch.

Soñjoù brav az po eus ar re votoù-se, un tamm eus da vuhez int met laouen-tre o welet anezho en armel hag en da dreid evit ar wech diwezhañ.

Aela
Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Retour à l'accueil
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés