Samedi 6 juin 2009 6 06 /06 /2009 10:44
Ha n'eus ket bet un dakennig c'hlav, nemet e Kastellin, pa oamp er c'harr-boutin o tistreiñ d'ar skolaj ! Devezh brav en un endro dispar : Kraozon-Morgad.




Ermaeziadeg e Tahiti ?

 

Danvez mistri



Kalm-chok !



Dilestrerien...



O sevel gant ar wenodenn. Marzh pleg-mor Douarnenez en diadreñv...

Pep hini o teskiñ ober gant ar c'haiak, mougevioù Beg ar Gador, siminalioù an diaoul. War-droad war ur wenodenn heñvel ouzh gwenodennoù menezioù uhel, e veze gwelet ar re all o kaiakiñ a-dreuz ar gwez-pin. Hag ur wech war vor, gwelout neizh ur vorvran, mont don en ur vougev, gwelout  blotviled drol anvet "pochoù pez", ha pegement a dud o lavarout  "pegen brav eo, pegen brav eo ! ..."



A-benn pegoulz displegadennoù e brezhoneg ?

Pik nik war draezhenn ar Gador, gant sandwichoù 100% bio. Gouelini a blije dezho debriñ ganeomp ivez. C'hoarioù gant ar c'haiakoù : pignat war gaiak ar re all, mont da douchal  penn ar c'haiak, sevel ha lakaat e zaouarn war e benn, ha setu Mael en dour, Ewen, Fragan ...
An ambrouger, Pierre-Yves, a oa laouen-tre : trugarekaet en deus ar strollad o lavarout e oa ur strollad plijus-kenañ, seven ha leun a startijenn !

Taolioù heol, treid skuizh ... met ur bern skeudennoù e-barzh penn pep hini !
Da wellaat evit ar wech o tont koulskoude : echuiñ abretoc'h evit degouezhout abretoc'h er skolaj ! (17.20 ...)

Par Skolaj Diwan Jakez Riou - Publié dans : Buhez ar skolaj
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires - Recommander
Retour à l'accueil
Créer un blog gratuit sur OverBlog - Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés