Deuet e oa Goulc'han Kervella dilun ha dimeurzh da reiñ dorn d'an dredeidi gant o ferzhioù en Otello. Penaos
enkorfañ an tudennoù, mont ha dont war al leurenn, yezh ar c'horf ha doareoù ar vouezh...
Digwener da noz e oa an abadenn e Ti an Holl Penharz, filmoù TV DIWAN PENHARZ videobannet o deus plijet kalz d'ar
skolajidi ha d'ar familhoù. Goude-se e oa pezhioù-c'hoari tennet eus kontadennoù Avaloù Vleago ha Yannig e zaou wenneg gant ar c'hwec'hvedidi. Gant ar bempvedidi e oa pezhioù krouidigezh er bed
a-vremañ. Koulz an TV nevez savet hag al labour c'hoariva 6ved/5ved kaset akuit da benn gant Fanny !
Penaos pareañ ar roue ?
Ar briñsez e-tal ar feunteun
En ur c'harr-nij...
Nav zaolenn tennet eus an drajedienn Otello a oa gant an dredeidi. Deuet eo brav ganto daoust d'an tenn ma oa an
tennadoù komz hir e brezhoneg uhel ha c'hwek an aotrou Klerg, par da saozneg Shakespeare.
Ar brologourez
Brabansio ha plede Otello dirak uhelidi Venezia
Emgav an daou bried amourous e Kipr. E barr al levenez...
Yago o silañ euzhvil ar warizi e kalon Otello...
Un dorn onest pe un dorn en deus ezhomm a binijennoù kriz ?
Otello droug ennañ. Tredir !
Bianca a garfe derc'hel kloz he C'hasio eviti...
Aozañ mont da gousket, nozvezh eured pe nozvezh kañv ?
Emilia o tidouellañ he mestrez war onestiz ar gwragez ha fealded o gwazed...
Enora, hon eostig-bailh, o kanañ gwerz ar bod haleg war don ar wezenn-avaloù...
Desdemona o c'houlenn he buhez digant Otello, trelatet gant kounnar ar warizi...
Ar morc'hed war-lerc'h an torfed ouzh e ren d'an dizesper...
Partager l'article !ABADENN C'HOARIVA DIBENN BLOAVEZH-SKOL:
Deuet e oa Goulc'han Kervella dilun ha dimeurzh da reiñ dorn d'an dredeidi gant o ferzhioù en Otello. P ...