Mardi 23 janvier 2007
2
23
/01
/Jan
/2007
12:58
E-touesk an teknikoù kinniget d’ar skolajidi emañ ar pellwelerezh gant 2 boent-tec’h (pellwelerezh gant 1 poent-tec’h a vez desket e 4re klas). Peurliesañ e kavont se diaes a-walc’h, rak dav eo bezañ resis ha doujañ ouzh reolennoù strizh. Saloon Solenn a zo mat-tre. Gant Jeremy e oa bet ijinet un enezenn tourioù uhel warni, siwazh ez eo re sklaer an dresadenn evit bezañ skublennet en un doare dereat.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
2
D\\\'am soñj e vez implijet muioc\\\'h skinwel eget pellwelerezh bremañ. Sellit ouzh pennadoù Mikeal Treger (Al Liamm-Tir-nan-Og).
Aesoc\\\'h oe ar ger skinwel evit aozañ gerioù deveret : skinweliñ, skinweladenn (?) pe droioù-lavar evel "abadenn skinwel", "programm skinwel", "produer skinwel", "skinwel dre froud" (?) hag all.
M\\\'ho peus c\\\'hoant, lennit ar pennadoù war ar skinwel hag ar skinvel brezoneg war ar wikipedia brezhonek :
http://br.wikipedia.org/wiki/Television
http://br.wikipedia.org/wiki/Skinwel_brezhonek
http://br.wikipedia.org/wiki/SND
Christian Rogel (bet kar Diwan)
Komprenet em oa a-dreuz ar ger pellwelerezh a veze implijet a-raok evit skinwel. (Gant PJ Helias hep ur h). Marteze ez eus ur ger resisoc'h? Termofis a zispak : pellweladur ha perspektivenn.
http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index.php
Christian Rogel (bet kar Diwan)
G.S. : N'eus ket kalz a dud evit lenn ar blog-se ha degas traoù ouzhpenn c'hoazh