Mardi 1 mai 2007
2
01
/05
/Mai
/2007
11:09
PaulineBenn nebeut e vo skignet filmoù graet gant ar re
bevare, 6ved hag ar c'hleub video. Amañ emañ
Pauline o kinnig un abadenn TV.
pubHag eveljust, war TV ar skolaj e vez gwelet ivez
bruderezh gant klipoù ha kanaouennoù ijinet gant
Chloe, Aela, ha tout ar skipailh.
Goulc'hanDeuet eo div wech dija hag amañ emañ o lakaat ar re 6vet
da bleustriñ war "an tri skourr impinad", ur
gontadenn dastumet gant Fanch an Uhel ha lakaet dindan stumm
ur pezh-c'hoari gantañ. Al levr implijet a zo bet
embannet gant TES.
BobGantañ e vez graet c'hoarioù a bep seurt hag
amañ e c'hoariomp "ar suner-gwad". Farsus-tre eo,
ha lakaat a ra pep hini ac’hanomp da vevañ tu al
lazher, ha tu an den lazhet.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
1
oc'h ober un droig bihan war blog ar skolaj !!
tu vije deoc'h lakaat muioc'h fotoiou eus ar skolajidi .
Hag ivez ober un trombinoscope eus ar gelennerien hag eus ar gasourien . TRUGAREZ VRAS
POKOU A- LEIZH DIT
ANAELLE HA PAULINE
N'eo ket ar pal embann un dastumad skeudennoù, hogen lakaat war wel danvez ar vuhez er skolaj.
Dalc'hit da gas evezhiadennoù ha kinnigoù. Asambles e vo graet eus ar blog ur benveg gwevn ha plijus.
Padrig.