Mercredi 14 novembre 2007
3
14
/11
/Nov
/2007
23:40
"Classe presse" setu an avantur a vo bevet ar bloaz-mañ gant ar re bevare evit deskiñ bezañ lennerien kazetennoù da gentañ (pep skolajiad en do 4 c'hazetenn bep sizhun etre fin miz Du ha fin miz Meurzh) dezho d'ober pep a deuliad, da lenn aketus ha da geñveriañ gant kazetennoù all, mediaoù all. Ret e vo dezho ivez sevel pennadoù berr ha reoù hir, mont da welou tud war an dachenn evit ober atersadennoù. An tem eo an diorren padus.
Skeudenn Ouest-France
War ar skeudenn, er c'huzul-meur d'ar 14 a viz Du, an 30 kelenner a Benn-ar-bed, eus 9 skolaj publik ha 9 skolaj prevez, gant an Ensellerezh Akademiezh, an IUFM, Ouest-France, An Telegramme, Le Progrès de Cornouaille. Bez e vo ac’hanomp ar skolaj nemetañ a raio pennadoù e brezhoneg. Ha war a seblant n'eus nemedomp gant ur blog ivez. Neuze bec'h dezhi ! D'ho pluennoù ha d'ho pinvioù foto !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
1