Samedi 17 novembre 2007
6
17
/11
/Nov
/2007
11:00
Dimeurzh, goude merenn, e oamp aet d’ar Gornigell war-droad evit kross ar skolaj. Pa oamp degouezhet e oa bet tu da cheñch dilhad e-barzh gwisklec’h an dachenn evit ar re ne oant ket prest adalek ar skolaj. Evit ma vije farsusoc’h e c’hellemp en em dreuzwiskañ, kalz a dud a oa gwiskamantoù a bep seurt ganto : babigoù, neuierien...
A-raok kregiñ ganti e oa bet displeget gant Fulup, ar c’helenner sport, penaos e oa prientet ar c’hross.
Evit ar re ganet e 1996-1997 e oa un dro vihan hag un dro vras, evit re 1994-1995 div dro vras hag evit re 1992-1993 unan vihan ha div vras.
Da gentañ redadeg re 1996-1997, goude re 1994-1995 ha da heul re 1992-1993 evit echuiñ gant redadeg an dud vras, kelennerien, kasourien ha kerent. E-pad an troioù e c’hellemp gwelout ar c’helenner-mañ-kelenner pe ar c’hasour-mañ-kasour o kalonekaat ar vugale.
Tout an dud a oa skuizh pa oa echu ar c’hross met lod a oa laouen o vezañ e-touez ar re gentañ.
Evit echuiñ un tamm gwastell hag ur werennad dour evit merenn vihan. Goude, distro d’ar skolaj gant ar bus.
Cassandra.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Teuliadoù
1