Lundi 21 décembre 2009
1
21
/12
/Déc
/2009
10:55

N'eus tra par d'an imor vat evit aozañ an toaz...
Tremenet eo brav abardaevezh ar Gwener 18 er skolaj. En ti e Penharz e oa hor gouel. Standoù war ar porzh, soubenn
domm ar c'huzul-skoazell, kanaouennoù, dañsoù, sonerien, akordeoñserien. En estaj e oa war ziskouez panelladoù labourioù skolajidi ha kaeradurioù pedagogel (trugarez Maela !). Un degemer a zoare
a oa gant teir zelennerez o deus sonet brav tonioù kaer... Labouret o deus a-zevri an dredeidi da aozañ krampouezh a zo bet kavet mat hag a zo bet lipet kerkent... Gellet ez eus bet ivez diskouez
war skramm bras blog ar skolaj ha displegañ penaos ez ae e-dro ha da betra e servije.

Ha bec'h da fardañ ur bezeliad all !

E, ya, dont a ra brav gant paotred 'zo ivez !

O prientiñ un asiedad krampouezh da ginnig gant ur mousc'hoarzh d'ar gouvidi...

Marine ha Glen, talabarderien aketus, kaset gant Yann hag eilet gant Youenn Chapalan, mar plij !

Seniñ da zañsal !

Un abadenn gaer a sonerezh telenn gant Erell, Eve hag Hélène !

Maelan, Nolwenn hag
Abel, hardizh o kas an dañs ! (Skeudenn : Lanig Jourdren)
Ur gouel tomm d'ar galon eta e kreizig-kreiz buhez hor skolaj.
(Ma 'z eus skeudennoù eus ar gouel ganeoc'h e c'hellit kas ar re vravañ dre bostel d'ar skolaj evit ma vint embannet war ar blog.)
Gouelioù laouen d'an holl !
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0