Mardi 9 mars 2010
2
09
/03
/Mars
/2010
23:14
N'eus ket liv an dristidigezh war o gorre
Deuet eo Bob Simon meur a wech da Gemper evit deskiñ arz ar c'hoariva d'hor skolajidi ha bep bloaz e vez ar memes
plijadur o parañ war dremmoù ar c'hoarierien nevez. Laouen o welout anezhañ o tiskouez dezho penaos c'hoari ur vammig gant ur babig, ken laouen ha prest da zegemer kinnigoù ar re yaouank eo Tad
Ubu ! (C'hoariet en deus ar pezh-se daou vloaz 'zo hag aet e oa ar skolaj da welout anezhañ).
Bob en e varr
Evit treizherien soñjoù e vez prientet gant ar re 6vet ur gontadenn, lakaet dindan stumm ur pezh-c'hoari gant
Fanny ha difaziet gant Sten Charbonneau, diwar ur gontadenn hengounel dastumet ha kontet gant Mona Bouzeg a zeuio d'ar skolaj e miz Meurzh ivez. Ar gontadenn "dek den 'barzh ur bodenn ui" a gont
istor ur vamm gorriganez oc'h eskemmañ he babig gant hini Mari. Penaos e raio ar vamm evit adkavout hec'h hini ? An daou 6ved, 34 bugel a vo o c'hoari pezh, korriganed farsus ha goapaer, pe
korriganed oc'h ober ardoù ha droug ... Diskouezet e vo o labour ganto e ti an Holl Penharz, e skol Diwan Kemper, hag evit gouel ar c'hoariva e brezhoneg e miz Even.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0