Vendredi 6 novembre 2009
5
06
/11
/2009
17:49
Degemeret eo bet er mintin-mañ dileuridi Bodadeg Etrerannvroel ar Yezhoù hag ar Sevenadurioù a zo gant o
sizhuniad labour e Landerne. Tro dezho d'ober anaoudegezh gant buhez hor skolaj ha deomp da spurmantiñ dremmoù liesseurt an dileuridigezh.
60 dileuriad deuet a rannvroioù Bro-C'hall hag eus departamantoù tramor, Gwiana, Martinik, Réunion. Ganto
skiant-prenet o broioù hag ar c'hoant da zizoloiñ stad an traoù en ur skolaj Diwan. Goulennoù resis ganto diwar-benn implij ar brezhoneg en hor c'helennadurezh hag e buhez ar skolaj. Peseurt
statud a zo gant hoc'h implijidi ? Penaos e rit evit an dafar skol ? Peseurt istor a vez kelennet ganeoc'h d'ho skolajidi ? Digoret frank dor ur c'hendiviz a c'houlennfe kalz muioc'h a amzer.
Dedennus-tre komzoù Elzasiz diwar-benn levrioù istor kenskrivet gant Bro-C'hall ha Bro-Alamagn, re un Oksitan diwar-benn istor ar Wisigothed a zo da adskrivañ ha re un dileuriad a Wiana
diwar-benn an istor gwirion a zo da gelenn d'ar skolajidi ha n'eo ket an istor skrivet gant an drec'hourien... Lod o deus komzet eus ar bec'h a oa savet pa oa bet anv a embann ez ofisiel gounidoù
an trevadennadur gall, lod all a rae anv a lakaat e pleustr diouzhtu ar vreudeuriezh en ur vro a embann ar frankiz hag an ingalded...
Teoget ar Vodadeg...
Ur weladennig eta m'o deus gellet ivez ar berzhidi klevout hor skolajidi o kanañ pe o c'hoari sketchoù. Trugarez
da Sten ha da glasad ar 5ved Melen. Goude ar skolaj e oa tro skol Diwan Penharz ha KELENN. Ur banne kafe adnerzhekaat a oa kinniget d'an dileuridi a-raok adpignat er c'harr-boutin, penn ganto war
di-kêr Kemper.
Par Skolaj Diwan Jakez Riou
-
Publié dans : Buhez ar skolaj
0
-
Recommander